Monson

Eus Wikipedia
Glaveier ar monson e Mumbai e Eost 2005.

Ar monson a zo ur reizhiad aveliou mareadek a gaver war riblou Meurvor Indez ha e Su Azia . Kinniget eo bet ar ger arabeg mausim ( mare-bloaz ) evit orin ar ger. Evit gwir e vez implijet monson evit ar mare-bloaz pa zeu an avel da c'hwezhan krenv e Su Indez ha tro-war-dro dezho hag ivez evit ar glaveier puilh-kenan a gouezh asambles gant an avel e-pad an hanv. Er goanv e c'hwezh an avel en tu all gant nebeutoc'h a c'hlaveier. Setu perak ez eus monson an hanv ha monson ar goanv .

Implijet e vez ar ger monson evit kornog Meurvor Indez pa 'z eus ur c'hemm gant roudou-avel ma'z a an avel a-hed : 6 miz da Vervent ha 6 da Viz .

Pa'z a an douar da domman muioc'h eget ar mor ez a an aer dommoc'h d'al laez ken e teu un aerwask izel a sach an avel diwar ar mor. Pa'z a an tolzennou aer c'hleb a vez war ar mor da zilestran e kouezh glaveier diwar ar glizhennadur a zeu diwar ar meneziou freskoc'h.

Er c'hontrol e teu an douar da vezan freskoc'h er goanv eget er mor ken e vez krouet un aerwask izel war ar mor hag un avel war e du. Ne vez ket avel ar monson goanv ken dalc'hus eget hini an hanv.