Trinidad ha Tobago

Eus Wikipedia
Kartenn eus Trinidad ha Tobago.

Trinidad ha Tobago zo ur republik er Mor Karib , anezhi div enezenn , Enez Trinidad hag Enez Tobago . Port of Spain , en enez Trinidad, eo ar ger-benn.

Douaroniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Store Bay e Tobago , gwerzhet mat d'an douristed

Er biz eman da Venezuela , hag er su da c'h Grenada , en Antilhez Bihanan . Bevennou war vor zo gant stadou arall: Barbados er biz, Guyana er gevred, ha Venezuela er su hag er c'hornaoueg [1] , [2] .

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Moskeenn e San Fernando. An islam eo ar pevare relijion er stad.

Gant Kristoc'h Koulm e voe anvet "La Ysla de la Trinidad" ("Enezenn an Drinded"), hervez ur gouestl en devoa graet a-raok e drede treizhadenn [3] . Etre marevezh Kristoc'h Koulm ha 1802 edo Trinidad ha Tobago en Impalaeriezh Spagn evel trevadenn. Neuze e voe roet d'ar Rouantelezh-Unanet . Dizalc'h eo ar vro abaoe 1962.

Sonerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Brudet eo karnaval Trinidad ha Tobago, ha meur a sonerezh krouet en inizi: steelpan , calypso , soca , ha limbo .

Tobago [ kemman | kemman ar vammenn ]

Traezheg e Crown Point, Tobago

Colomb a lavaras bezan gwelet Tobago er pellder, hag hec'h envel a eure Bellaforma , hep diskenn d'an aod [4] Dont a raje anv Tobago eus an anv kozh, "Tobaco" [5] . Izelvroiz ha Kurzeme (tud eus Kourland , e Latvia ) a oa deuet da chom da Dobago er XVI vet ha XVII vet kantved da c'hounit butun ha kotons. Startaat a reas krog Breizh-Veur war an enezenn e-pad brezeliou Napoleon hag e 1889 e voe unanet trevadennou Trinidad ha Tobago.

Aroueziou broadel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Banniel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dibabet e voe ar banniel e 1962.

Ardameziou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dibabet e voe an ardamaeziou gant Kuzul an Dizalc'hted ( Independence committee ), ha warne an Ibiz ruz (un evn eus Trinidad), an evn Cocrico (eus Tobago) ha kolibried war ar skoed. Tri lestr zo ivez, aroueziou an Drinded, ha war un dro tri lestr Kristoc'h Koulm .

Politikerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur republik eo Trinidad ha Tobago.

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Treaty between the Republic of Trinidad and Tobago and the Republic of Venezuela on the delimitation of marine and submarine areas , 18 a viz Ebrel 1990 embannet gant ar Broadou Unanet |url = http://www.un.org/Depts/los/LEGISLATIONANDTREATIES/PDFFILES/TREATIES/TTO-VEN1990SA.PDF%7Caccessdate =2009-04-13}}
  2. [cite web|title = The 1990 Accord Replaces the 1942 Paris Treaty|publisher = Trinidad and Tobago News|url= http://www.trinidadandtobagonews.com/selfnews/viewnews.cgi?newsid1083159999,34015,.shtml%7Caccessdate =2009-04-13]
  3. Hart, Marie. (1965). The New Trinidad and Tobago , p. 13. Collins. London and Glasgow. Adembannet e 1972.
  4. Carmichael, Gertrude (1961). The History of the West Indian Islands of Trinidad and Tobago. 1498-1900 , p. 14. Alvin Redman, London.
  5. "Hart, Marie 1965 p. 13"