Pedro Calderon de la Barca

Eus Wikipedia
Pedro Calderon de la Barca
Pedro Calderón de la Barca
Obererezh Dramaour, barzh
Ganedigezh e 1600
e Madrid , Banniel Spagn Spagn
Marv e 1681
e Madrid , Banniel Spagn Spagn
Yezh skrivan Spagnoleg
Oberennou pennan
La vida es sueno, El alcalde de Zalamea


Pedro Calderon de la Barca y Barreda Gonzalez de Henao Ruiz de Blasco y Riano anvet aliesoc´h Pedro Calderon de la Barca (17 Genver 1600 ; 25 Mae 1681), a oa bet soudard, ha goude beleg katolik, skrivagner, barzh ha dramaour e-kerzh ar Siglo de Oro , pe Kantved Aour Spagn. Ganet e oa bet pa oa bet termenet c´hoariva ar c´houlz-se gant Lope de Vega , ha diorren a reas anezhan diwezhatoc´h, ma vez gwelet e oberenn evel ar pep gwellan eus c´hoariva barok Spagn. Setu ma seller outan evel unan eus gwellan dramaourien Spagn, hag eus ar bed a-bezh zoken.

E vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ganet e oa Calderon e Madrid . E vamm, hag a oa a orin flandrezat, a varvas e 1610; e dad, un Hidalgo (noblans) a orin eus Kantabria hag a oa bet sekretour an tenzor, a varvas e 1615. Kelennet e voe Calderon e Kevredigezh ar Jezuited e Madrid , e-sell da vont da veleg; met mont a reas da studian ar gwir da skol-veur Salamanca .

Etre 1620 ha 1622 e c´hounezas Calderon meur a briz barzhoniezh, en enor da Sant Izidor e Madrid. E bezh-c´hoari kentan a voe Amor, honor y poder , c´hoariet d´an 29 a viz Even 1623. Da heul e teuas daou bezh all er memes bloaz: La selva confusa ha Los Macabeos . A-hed an daou zekved da heul e skrivas Calderon ouzhpenn 70 pezh-c´hoari, an darn vrasan anezho o vezan dramaou skrivet evit ar c´hoarivaou kenwerzhel.

Hervez unan eus e vuhezskridourien, Vera Tassis , e servijas Calderon en arme Spagn, en Italia ha Flandrez , etre 1625 ha 1635; met prouin a ra meur a zave, er c´hontrol, e oa bet Calderon o chom e Madrid e-pad ar bloavezhiou-se. E 1629 e voe goustilhet unan eus e vreudeur gant un aktour hag a dec'has kuit d'ur gouent; Calderon, asambles gant ur breur all hag un nebeud ofiserien, a yeas tre er gouent ha klask tapout an torfeder. (Unan eus ar seurezed a oa dre zegouezh merc'h an dramaour Lope de Vega .) Ar prezeger anavezet Hortensio Felix Paravicino , a ziskuilhas obererezh Calderon en ur sarmon prezeget dirak Fulup IV Spagn ; respont a reas Calderon en ur lakaat e-barzh El principe constante ur meneg goapaus eus sarmon Paravicino. Harzet e voe Calderon e-pad tri devezh en e di, ha ret e voe dezhan lemel ar meneg goapaus diwar ar pezh-c'hoari.

Pa varvas Felix Lope de Vega e 1635 e oa bet anavezet Calderon evel dramaour gwellan Spagn ar mare. E 1636-1637 e voe roet dezhan Urzh Santiago gant Fulup IV, hag en doa urzhiet digantan un heuliad pezhiou evit ar c'hoariva roueel e palez ar Buen Retiro .

D'an 28 a viz Mae 1640 e kemeras perzh e kampagn Katalogna. Abalamour d'e yec'hed o fallaat e kuitaas an arme e miz Du 1642, ha tri bloaz war-lerc'h e voe roet dezhan ul leve ispisial evit ar soudarded, da drugarekaat e servijou war ar maez.

Nebeut anavezet eo e vuhez er bloavezhiou diwezhan. E vreur Diego Calderon a varvas e 1647. Ganet e voe ur mab, Pedro Jose, da gCalderon ha d'ur vaouez dianav etre 1647 ha 1649; ar vamm a varvas nebeut goude. Lakaat a reas Calderon e vab da eveshaat e niz, Jose, mab d'e vreur Diego. Beleget e voe Calderon e 1651, ha labourat a reas e San Salvador e Madrid. War a seblant e tivizas paouez da skrivan pezhiou-c'hoari evit ar c'hoarivaou kenwerzhel.

Un nebeud oberennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Comedias verdaderas , 1726

Troet ez eus bet daou bezh-c´hoari diwar zorn Calderon gant Youenn Drezen : 'Ar vuhez a zo un hunvre', hag 'Aotrou Maer Zalamea'.

  • El medico de su honra
  • La vida es sueno (Ar vuhez a zo un hunvre)
  • El alcalde de Zalamea (Calderon) (Aotrou Maer Zalamea)
  • La Dama duende
  • Casa con dos puertas
  • El Magico prodigioso
  • La Devocion de la Cruz
  • El Gran Teatro del mundo
  • El Gran Mercado del mundo
  • El Pintor de su deshonra
  • El Prodigio de Alemania

El lennegezh a-vreman [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kavet e vez Pedro Calderon er romant eus 1998 skrivet gant Arturo Perez-Reverte , El sol de Breda. Hervez ar skrivagner en doa servijet ar barzh en arme Spagn e Flandrez.