Meurzh (planedenn)

Eus Wikipedia
Meurzh ♂
Skeudenn : sontenn Viking 1 Orbiter
Doareennou orbitel
skin krenn 227 936 637 km
1,523 662 31 ua
Trohed orbitel 1,429 Tm
9,553 ua
Ezkreizegezh an orbitenn 0,093 412 33
Periodenn revolusion
siderel
686,9601 d
1 a 321 d 17,04 h
Periodenn sinodek 779,9643 d
Tizh orbitel krenn 24,077 km/s
Anklinadur 1,850 61°
Loariou naturel 2, Phobos Deimos
Doareennou fizikel
Diametr kehederel 6 804,9 km
Diametr polel 6 754,8 km
Platadur 0,007 36
Gorread 1,448 x 10 8 km²
Volum 1,638 x 10 11 km³
Mas 6,4185 x 10 23 kg
Mas volumek krenn 3,934 x 10 3 kg/m³
Gravitadur war-c’horre 3,69 m/s²
Tizh achap 5,027 km/s
Periodenn droiel 1,025 957 d
24,622 962 h
Tizh troiel
(war ar c’heheder)
868,22 km/h
Anklinadur an ahel 25,19°
Albedo 0,15
Temperadur war-c’horre
izelan krenn uhelan
133 K 210 K 293 K
Doareennou an atmosferenn
Gwask atmosferek 0,7-0,9 kPa
Dioksidenn garbon 95,32 %
nitrogen 2,7 %
Argon 1,6 %
oksigen 0,13 %
Monoksidenn garbon 0,07 %
Aezhenn dour 0,03 %
Neon
Kripton
Ksenon
Ozon
Metan
eskennou

Meurzh ( Mars e latin ) eo pevare planedenn sistem an Heol hag an eil vihanan goude Merc'her . Meurzh zo dezhi div loarenn  : Deimos ha Phobos .

Abalamour d’he liv ruz e oa bet roet dezhi, da vare an Henamzer, anv doue gresian ar brezel Ares , ha goude hini e bar roman Mars . Hirie an deiz e vez graet "ar blanedenn ruz" anezhi ivez.

Simbol astronomek Meurzh zo ur c’helc’h gant ur saezh troet etrezek ar biz (♂), skeudenn skoed ha speg an doue.
Ar rakger areo- a ra dave da Vars da skouer : areokroazier , areologiezh ...

Doareennou fizikel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dont a ra he liv damruz eus an oksidenn houarn a zo e mineraliou he douar. Talvezout a ra he gorread kement hag ur c’hard eus hini an Douar hag he mas kement hag un dekvedenn eus hini an Douar . N’eus mor ebet warni, ar pezh a laka anezhi da gaout kazimant ar memes gorread a zouarou sec’h ha gorread douarou divor an Douar.
Mars zo dezhi div loarenn , Phobos ha Deimos  : bihan int o-div gant furmou direoliek ; moarvat ec’h int asteroidou bet trapet gant ar blanedenn.
Div dogenn bolel he deus, graet gant dour skorn ha dioksidenn garbon .
Bez’ he deus ivez meneziou-tan evel Olympus Mons , Arsia Mons , Ascraeus Mons , Pavonis Mons , Elysium Mons , Albor Tholus , Hecates Tholus hag all. Ar menez Olympus ( Olympus Mons ) , 27 km uhelder a-us da live etre ar blanedenn, eo an uhelan menez anavezet e sistem an Heol.

An atmosferenn [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tanav-tre eo atmosferenn Meurzh : n’eus ken nemet 7,5 millibar a wask aer war gorre ar blanedenn, da genverian gant 1 013 millibar war an Douar. En hec'h atmosferenn ez eus 95% a zioksidenn garbon , 2,7% a nitrogen , 1,6% a argon hag eskennou aezhenn dour (0,3%) hag oksigen (0,13%). Nevez ’zo he deus detektet ar sontenn european Mars Express metan en atmosferenn ar blanedenn [1] . Ar gaz-man en em gav e zonennou el lec’h ma kaver ivez muioc’h a aezhenn dour : gallout a rafe bezan sin un doare buhez dindan gorre Meurzh.

An torosennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

A-drugarez d’ar misionou difurchal ec’h anavezer mat a-walc’h kartografiezh Mars. Doareet eo gant pezhiou torosennaduriou : diskouez a reont ez eus un aktivelezh volkanek hag e oa dour gwechall war ar blanedenn.

Kalz a gemm zo etre an div hemisferenn : an hini norzh zo an darn vrasan diouti dindan live etre ar gorre, nemet ur bladenn uhel-tre anvet Tharsis  ; a-gontrelfed, an hini su zo he douarou uheloc’h eget al live etre. Neuze, ma vije terraformet Meurzh dre adkrouin moriou, e vefe ur pezh mell mor en hemisferenn norzh, gant ar bladenn Tharsis evel douar diveuz ; an hemisferenn su a vefe-hi ur c’hevandir bras.

Evezhiet 'z eus bet ivez kaniennou ledan ha don (ispisialamant Valles Marineris ), ganet diwar aktivelezh tektonikel Meuzh. E 2005 ez eus bet evezhiet gant ar sontenn Mars Global Surveyor kemmou war ar gorre ha na oa ket dioute en 2002 , evel rigolennou ha roudou reier diruilhet a-hed ur run. Gallout a rafe ar chenchamantou-se dont diwar grenamantou Meurzh . Sinou zo, evel gouelezennou hag aspadennou aodou ha steriou dour disec’het, hag a ziskouez ez eus bet kalz dour hag un aktivelezh hidrologel a-bouez war Veurzh. N’ouvezer ket petra eo deuet an dour-se da vezan : gallout a rafe bezan trapet en togennou polel, e-barzh an douar ; moarvat ivez ez eo diaazehennet er spas rak tanav eo an atmosferenn ha kalz disteroc’h eo ar gravitadur eget hini an Douar.

Difurch [ kemman | kemman ar vammenn ]

XX vet kantved [ kemman | kemman ar vammenn ]

Meurzh, 2001, gwel eus an togennou skorn polel.
  • D’an 28 a viz Du 1964 e nijas ar sontenn Mariner 4 a-us da Veurzh hag e kasas 21 foto.
  • D’an 20 a viz Gouere 1976 e voe ar sontenn amerikan Viking 1 ar c’hentan spaslestr o leurian war Veurzh. Da c’houde e leurias Viking 2 d’an 3 a viz Gwengolo 1976 . Gant an div sontenn-man oa bet tapet santilhonou en douar, graet analizou ha kemeret ouzhpenn 50 000 foto. Lakaet e oa bet moduliou gante war orbitenn en-dro da Veurzh evit treuzkas an titourou etrezek an Douar.
  • D’ar 4 a viz Gouere 1997 e leurias ar sontenn Pathfinder war Veurzh, ganti er bourzh ar robot Sojourner . Mont-dont a reas ar robot-se en-dro d’ar sontenn evit analizan ar vein.

XXI vet  kantved [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • D’ar 25 a viz Kerzu 2003 en em laka war orbitenn en-dro d’ar blanedenn ar sontenn Mars Express eus Ajans spas Europa , tra ma tiskenn ar modul Beagle 2 war ar gorre. Met chomet eo mut ar modul goude bezan leuriet. D’an 19 a viz Genver e kas Mars Express e glichedou rezolvidigezh uhel kentan eus gorre ar blanedenn.
  • D’an 3 a viz Genver 2004 e kas ar robot amerikan Spirit eus Mars Exploration Rover dimp e gentan skeudennou eus gorre ar c’hrater Gusev . Analizan ra kompozision mein ha douar Meurzh. Leuriet en deus e fons ur c’hrater bihan, 10 metr diametr dezhan, bet graet gant ur meteorit kouezhet. Evel-se en deus gallet ar robot analizan war-eeun ar roc'h-vamm diskuliet gant ar stok : prouet eo bet gant mikroskop Opportunity ec’h eo bet furmet ar roc’h-se e fons douriou sall ha trenk, yen-kenan moarvat. Met dibosupl eo, hirie an deiz, lavaret hag-en e oa ur mor pe ul lenn.
  • D’ar 24 a viz Genver 2004 e kas ar robot amerikan Opportunity eus Mars Exploration Rover e gentan skeudennou eus gorre Meridiani Planum .
Gweledva Cahokia.
  • E miz Here 2004 e oa bet treuzkaset ouzhpenn 50 000 skeudenn etrezek an Douar gant an daou lab finvus Spirit hag Opportunity, e-kerzh o mision.
  • D’an 3 a viz Genver 2005 ec’h eo bet lidet deiz-ha-bloaz kentan buhez labour ar robot difurcher Spirit war Veurzh gant ar skipailh e karg dioutan. Ar memes tra a oa bet graet gant skipailh Opportunity d’ar 24 a viz Genver 2005 .
Aveldro war Veurzh, tapet gant Spirit

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Koskoriad an Heol , Bruno Mauguin ha Benedicte Saulier-Le Drean (Egorenn ar skiantou), trein gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Editions Apogee, ISBN 2-84398-249-9 , pp. 26-31.
  • Ar Mareou , Odile Guerin (Egorenn ar skiantou), trein gant an Ofis ar Brezhoneg, 2006, Editions Apogee, ISBN 2-84398-250-2 , pp. 51-52.

Notennou ha daveou [ kemman | kemman ar vammenn ]


Koskoriad an Heol
Planedennou  : Merc'her ? Gwener ? Douar ? Meurzh ? Yaou ? Sadorn ? Ouran ? Neizhan
Korrblanedennou  : Ceres ? Ploudon & C'haron ? Eris ? Makemake ? Haumea ? Quaoar
Loarennou pennan  : Loar ? Phobos ? Deimos ? Io ? Europa ? Ganymede ? Callisto ? Titan ? Titania ? Triton
Traou all : Heol ? Gourizad asteroidennou ? Stered-lostek ? Gourizad Kuiper ? Koumoulennad Oort ? Disk strewet
Gwelet ivez : Listennad adplanedennou koskoriad an Heol - Listennad asteroidennou koskoriad an Heol