Margaret Thatcher

Eus Wikipedia

Margaret Thatcher (anv ganedigezh: Margaret Hilda Roberts ) a zo bet ganet d'an 13 a viz Here 1925 e Grantham ( Bro-Saoz ) ha marvet eo d'an 8  a viz  Ebrel   2013 . Lesanvet e oa "an Itron Houarn" dre m'he doa ar vrud da vezan dibleg.

Politikourez ha den-Stad Breizhveuriat .

Maodiernez kentan Breizh-Veur adalek 1979 betek 1990 .

Biografiezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

He familh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Margaret Hilda Thatcher, bet ganet Margaret Roberts d'an 13 a viz Here 1925 e Grantham ( Bro-Saoz ) ha marvet d'an 8 a viz Ebrel 2013 e Londrez ( Bro-Saoz ) a oa ur bolitikourez breizhveuriat . Bet e oa ministrez kentan Breizh-Veur adalek ar 4 a viz Mae 1979 betek ar 28 a viz Here 1990 . He zad a oa ispiser hag he mamm kemenerez. Dimezin a reas gant Denis Thatcher ( 1915 - 2003 ), un industriour eus Bro-Gembre , e 1951 . Gevelled o doa bet e 1953 , ur plac'h anvet Carol hag ur paotr anvet Mark.

Studiou [ kemman | kemman ar vammenn ]

C'hoant he deus bet buan da doullan he hent e bed ar politikerezh. He barregezhiou o deus kaset anezhi da skol-veur Oxford e-lec'h he deus graet studiou war ar gimiezh, he barregezhiou politikel o tont war wel e-kerzh he studiou : Dont a reas da vezan ar plac'h kentan o vezan prezidantez Kevredigezh Studierien Virour skol-veur Oxford .

Hentad politikel [ kemman | kemman ar vammenn ]

E penn-kentan he hentad politikel, e 1950 e klaskas bezan dilennet er parlamant , met ur c'hwitadenn e voe, daoust ma tapas kalz mouezhiou. E 1959 e klaskas adarre hag e c’hounezas, ur sez a voe tapet ganti e-mesk ar strollad mirour . Sekretourez Stad war an deskadurezh hag ar skiantou e voe e-barzh ar gouarnamant Heath, etre 1970 ha 1974 . E miz c'hwevrer 1975 e voe dilennet evit ren ar strollad mirour .

Ministrez kentan [ kemman | kemman ar vammenn ]

Margaret Tchatcher a gasas ar strollad miro ur d'an trec’h e-pad dilennadegou 1979 .Dont a reas da vezan ministrez kentan ar Rouantelezh-Unanet , hag ar vaouez kentan o vezan ministrez kentan ar vro. Pa erruas e penn ar Stad e lakaas e plas ur bern adreizhou radikal, ’blam da gement-se e voe lesanvet "an Itron Houarn". E-pad ar mare-se he doa ar Rouantelezh-Unanet kudennou ekonomikel, ar feur kreskin ne oa nemet eus 2,8%, hag ar broiou a dro-war-dro o doa kalz a lans warni. Neuze e lakaas Margaret Tchatcher e pleustr adreizhou evel digresk an tailhou evit an embregerezhiou, gwerzhan embregerezhiou publik pe izelaat budjed an dispignou sokial evel an deskadurezh da skouer. Ar c'hwezhadur ekonomikel a digreskas met kreskin a reas ar feur dilabour ha kregin a reas Margaret Tchatcher gant ur c’hoari plegan pognez a-enep ar sindikadou .

War an dachenn etrebroadel e tifennas interestou ar Rouantelezh-Unanet , da skouer he doa disfiz bras ouzh ar CEE (Kumuniezh Ekonomikel European, anvet breman Unaniezh Europa) . E 1982 e krogas ur brezel a-enep Arc’hantina , bet anvet " Brezel an Inizi Malou ". Trec’het e voe arme Arc’hantina dindan tri mizvezh (etre miz Ebrel ha miz Even 1982 ). En Iwerzhon an Norzh e savas a-enep krenn strollad an I.R.A (Arme Republikan Iwerzhon). Ha chom a reas a-du evit derc’hel an emgleviou gant ar Stadou-Unanet . [1]

An thatcherouriezh eo an hollad politikourezhiou bet divizet gant Margaret Tchatcher.

Fin he hentad politikel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Margaret Thatcher a roas he dilez diouzh he fost kentan ministrez e 1990 , deuet e oa brud fall dezhi hag ul lodenn eus he strollad politikel ne oa ket a-du ganti ken. Met e 1992 e voe titlet baronez gant ar rouanez, neuze e sezas e Kambr al Lorded (unan eus kambrou parlamant Breizh-Veur).

Bilans ar thatcherouriezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Margaret Thatcher a voe unan eus ar bolitikourien o deus roet e anv d'ur seurt politikerezh, ar thatcherouriezh. Pa guitaas ar galloud e laoskas un ekonomiezh kalz yac'hoc'h eget hini ar vro pa oa erruet. Met he bilans sokial ne oa ket mat, he enebourien o laret n’he doa ket arc’hantaouet a-walc'h ar gennad publik. Kreskin a reas an dizingalderiou er vro pa oa-hi kentan ministrez.

En he raok:
James Callaghan
Kentan Ministrez ar
Rouantelezh Unanet


Mae 1979 Du 1990
War he lerc'h:
John Major

Mammennou [ kemman | kemman ar vammenn ]


1. L'express, Comment Margaret Thatcher a marque l'economie britannique

2. Margaret Thatcher prime minister of United Kingdom

4. THATCHER, Margaret (1925-2013)

  1. Margaret Thatcher, portrait de la Dame de fer , Le Monde, 8 a viz Ebrel 2013.