한국   대만   중국   일본 
Israel - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Israel

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Israelat )
????? ?????
(Med?nat Yisra'el)
???? ???????
(Dawlat Isr?'?l)
Banniel Skoed

Kan broadel ?????????? ( HaTikvah "An Esperans")
Gouel Broadel ??? ??????? ( Yom Ha?atzmaout "Deiz an Dizalc'hidigezh"), ar 5 a viz Iyar (etre Ebrel ha Mae)


Ker-benn
ha ker vrasan
Jeruzalem (hervez Stad Israel)
Tel Aviv (hervez ABU )
Yezhou
Melestradur
Prezident Isaac Herzog (???? ?????)
Kentan ministr Benjamin Netanyahu (??????????? ???????????)
Parlamant Kneset (????)

Moneiz Shekel (?)
Douaroniezh
Gorread 20 991 km²
2% dour
Poblans 9 043 387 (2023)
Stankter 331 ann./km²
Titourou all
Kod-marilh IL
Pellgomz +972
ccTLD .il, ?????.

Israel , Stad Israel en un doare ofisiel, ( hebraeg  : ???????? ???????????, Med?nat Yisr?'el , [me?di?nat jis?a??e?l]  ; arabeg  : ??????? ????????????, Dawlat Isr???l , [dawlat ?israː??iːl] ) zo ur Stad er Reter-Nesan bevennet gant ar Mor Kreizdouar . En em ginnig a ra evel Stad ar bobl yuzev , anezhi herez an “ Israel viblek . Ar Stad nemeti eo gant ar muianiver a boblans yuzev. An hebraeg eo he yezh (an arabeg zo yezh ofisiel ivez). Un demokratelezh kannadel eo.

Goude bezan diskleriet un disentez gant ABU e 1947 diwar-benn Palestina fiziadour ez eo bet diskleriet e 1948 bezans "ur Stad yuzev war Eretz Israel" gant David Ben Gourion , penn an Aozadur Sionad ar Bed ha gant Ajans Yuzev evit Palestina. En deiz war-lec'h e voe arsailhet Israel gant broiou arabek tro-dro, evit sikour Arabed ar Balestina. Meur a vrezel zo bet kenetrezo abaoe ar pezh a gas Israel da ac'hubin Sisjordania, Ledenez Sinai etre 1967 ha 1982, Bandenn Gaza hag Uhelgompezenn ar Golan .

Orin an anv [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pa oa bet diskleriet dizalc'hiezh Israel e 1948 e oa bet anvet Medinat Yisrael ("Stad Israel") en un doare ofisiel, goude bezan nac'het meur a ginnig a orin istorel pe relijiel evel Eretz Israel ("Douar Israel"), Zion , Judea . Goude un nebeud sizhunvezhiou goude an dizalc'hiezh e oa bet kinniget gant Ministr an Aferiou Estren Moshe Sharett an anv "Israelian" ( ?????? en hebraeg, Israeli e saozneg ).

En istor ez eo bet implijet an anv Israel, war dachenn ar relijion pe war dachennou boutin, evit Rouantelezh Israel pe ar Yuzevien penn-da-benn. Hervez ar Bibl hebraek ez eo bet roet an anv-se d'ar patriark Jakob (hebraeg : Yisra?el, Isr???l ; gresianeg ar Septant : ?σρα?λ Isra?l; "stourm gant Doue") goude bezan trec'het gantan ur stourm ouzh ael Doue. E zaouzek vab a zo neuze "gourdadou Israeliz", "Daouzek Meuriad Israel", "Daouzek Bugel Israel", a veve e Kenaan betek rankout mont da Egipt . Aze int bet lakaet e sklaverezh betek buhez Moizez a zifenne anezho, o kas anezho da Genaan adarre. Maen-koun Merneptah , war-dro an XIII vet kantved kent J.-K., eo an arouez istorel kentan a veneg an anv Israel.

An dachenn zo anavezet ivez evel an "Douar Santel", dre vezan santelaet gant holl relijionou Abraham (ar yuzevegezh , ar gristeniezh , an islam hag ar gredenn baha'i ). A-raok diskleriadenn dizalc'hiezh Israel e veze anavezet an dachenn-se evel Siria ar Su , Siria Palestina , Rouantelezh Jeruzalem , Provins Iudaea , Coele-Syria , Retjenu , Kanaan ha dreist-holl Palestina.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

War-dro 1200 kent J.-K. e voe skrivet an anv Israel war maen-koun Merenptah evit ar wech kentan.

Abaoe m’eo bet savet steunv rannan Palestina e 1947 gant ABU ez eus bet meur a vrezel etre Israeliz hag an Arabed ha meur a feur-emglev zo bet sinet ganto. Rak-se ezeo bet chenchet harzou ar vro meur a wech.

Pouezus-kenan eo bet lod eus an disenteziou e zo bet kemeret gant evit Israel, en o mesk an Disentez 242 (1967) ma voe kinniget d’an 22 a viz Kerzu 1967 hag an Disentez 338 (1973) a voe kinniget d’an 22 a viz Here 1973 gant ar C'huzul surentez evit lakaat ehan d’ar brezeliou a oa savet etre Israeliz hag an Arabed.

A-douez ar broiou arab ez eo anavezet Stad Israel gant Egipt, Jordania, Maouritania hag Aotrouniezh Vroadel Palestina hogen n’eo ket anavezet gant ar broiou arab all. Anavezet eo evel ur vro sionour gant Siria hag Iran . An darn vuian eus ar broiou muzulman , a-hend-all, o devez darempredou diplomatek gant Israel ; en o zouez Albania , Turkia , Azerbaidjan , broiou en Azia a oa bet gwechall en Unaniezh Soviedel ) [1] .

Politikerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur reizhiad parlamantel zo da Israel, a ya en-dro en ur Republik demokratel gant ar vot hollek. Ur c'hannad heuliet gant ar muian niver eus ar Gannaded a zeu da vezan Kentan Ministr ; alies e vez an den-se e penn ar strollad pouezusan. Ar C'hentan Ministr zo penn ar gouarnamant . Renet e vez Israel gant 120 den a ra en em vor er gambr anvet Knesset , a zo diazezet war dilennadegou war-ventez a ziskouez pep strollad politikel dre e bouez politikel, ar pezh a roe gouarnamantou kengevredad.

Aozet e vez dilennadegou pep 4 bloaz, met kengevredadou distabil pe votadegou a-enep ar gouarnamant a c'hall distruj ur gouarnamant en a-raok. Mont a ra en-dro Lezennou Diazez Israel evel ur Vonreizh nann ofisiel. Adalek 2003 e krog ar Knesset da labourat war ur Vonreizh ofisiel diazezet war al lezennou-se. Penn ar Stad eo Prezidant Israel, met n'en deus nemet gwiriou harzet ha dleadou lid.

Rannou melestradurel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pennad pennan : Distrigou Israel
Distrigou Israel  : Hini an Norzh , Haifa , Kreiz , Tel Aviv , Jeruzalem , Hini ar Su .

Rannet eo bet Stad Israel e c'hwec'h distrig melestradurel pennan, anvet mehozot (??????; unander : mahoz ) ? Kreiz , Haifa , Jeruzalem , Norzh , Su , ha Tel Aviv , hag ivez Tiriad Judea ha Samaria e Sisjordania . Rannet e vez an distrigou pemzek isdistrig anvet nafot (????; unander : nafa ), a zo isrannet c'hoazh e hanter-kant rannvro naturel.

Distrig Ker bennan Isdistrig Annezad
Norzh Nazareth Kinneret , Safed , Akko , Golan , Traonienn Jezreel 1,242,100
Haifa Haifa Haifa , Hadera 880,000
Kreiz Ramla Rishon Lezion , Sharon ( Netanya ), Petah Tikva , Ramla , Rehovot 1,770,200
Tel Aviv Tel Aviv Bat Yam , Bnei Brak , Giv'atayim , Holon , Ramat Gan , Tel Aviv 1,227,000
Jeruzalem Jeruzalem Jeruzalem 910,300
Su Beersheba Ashkelon , Beersheba 1,053,600
Judea ha Samaria Modi'in Illit Sisjordania 2,592,555 [2]
(350,143 zrevidig yuzev)?? [3]

Douaroniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mor Galile
Israel hag an Tiriadou palestinian e miz Genver 2003 luc’hskeudennet dre loarell

Israel zo stok-ha-stok ouzh Liban en norzh, ouzh Siria er biz, ouzh Sisjordania ha Jordania er reter, ouzh Egipt ha Bandenn Gaza er mervent. A-hend-all ez eo lec’hiet ar vro e-kichenik ar Mor Kreizdouar er c'hornog hag e-kichenik pleg-mor Aqaba er su.

War-dro 20 770 km² eo gorread tachennad Israel hep an tiriadou aloubet e 1967, gant 2% a zour. Koulskoude eo ken strizh douarou ar vro a zo e dakad armerzhel miret div wezh tiriad Israel. Mar kemerer an holl zouarou dindan lezenn Israel (gant an tiriadou tabutet evel Uhelderiou Golan ) ez eo 22 072 km² ledan ar vro, ha mard ouzhpenner an tiriadou renet gant Israel e Sisjordania (a zo strewet etre lezenn Israel ha lezenn Aotrouniezh Vroadel Palestina ) e kaver 27 799 km² [4] ? ur c'hresk a 33,84%.

Daoust ma 'z eo bihan a-walc'h ar vro e kaver meur a ziforc'h en he douaroniezh. Kostez an aod e vev 70% eus ar boblans. E reter ar meneziou kreiz eman an draonienn Rift Jordan, a zo un darn eus Traonienn Rift Meur en em led eus Liban da Vozambik .

Redek ar ra Ster Jordan a-hed rift Jordan eus Menez Hermon betek ar Mor Marv (al lec'h izelan er bed) o tremen dre draonienn Hullah ha Mor Galile . Er c'hreisteiz ez eo ar ster Arabah a red betek ar Mor Ruz . Ne gavetr makhteshim (kelc'hiou rimiat) nemet en Israel hag e Ledenez Sinai. An hini brasan zo e Negev . Diskleriet ez eus bet gant un dezrevell diwar an endro ez eus en Israel ar muian niver a spesadou plant dre metrad-skouer eus pep korn ar Reter-Nesan.

Kemmus-tre eo ar gwreziou en Israel, dreist-holl e-pad ar goanv. Ar rannvroiou menezek a c'hall bezan avelek, yen hag a-wezhiou erc'hus : bep bloaz e ra erc'h e Jeruzalem . Keriou war an aod evel Tel Aviv hag Haifa o deus un hin kreizdouarel gant goanvou fresk ha glavus ha hanvou hir ha tomm. Beersheba ha Negev an hanternoz o deus un hin hanter-sec'h gant hanvou tomm ha goanvou fresk gant nebeutoc'h a c'hlav eget hin Mor Kreizdouar. Negev ar c'hreisteiz hag an Arava o deus un hin sec'h gant hanvou tomm-tre ha sec'h-tre ha goanvou dous gant nebeut-tre a c'hlav. Rekord ar wrez domman en Azia (53,7°C) zo bet muzuliet e 1942 e kibboutz Tirat Zvi war Jordan an hanternoz.

Douaroniezh politikel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Luziet-kenan e teu an traou da vezan pa vez graet anv eus harzou Israel. Meur a wech ez eo bet kemmet an harzou abaoe m’eo bet krouet ar vro-se. Gant-se e kav lod broiou abeg en harzou Israel. Ouzhpenn-se ez eus bet aloubet meur a diriad gant Israel, ha tiriadou all zo stag outi da vat.

D’ar 15 a viz Mae 1948 ez eo bet degemeret Israel gant meur a Stad er bed a-bezh, en o zouez ar Stadou-Unanet hag URSS hervez Steunv rannan ABU . Goude ar brezel israelat-arab er bloaz 1948 ez eo bet kemmet an harzou ha dre-se ez eo bet degemeret Israel gant ABU hag an darn vrasan eus broiou ar c'hornog en tiriadou zo bet divizet an harzou anezho hervez linennou arsav-brezel 1949 . N'eo ket bet degemeret an harzou-se gant an holl vroiou arab ha muzulman. Digemm eo chomet an traou abaoe 1949.

Meur a diriad zo bet aloubet gant Israel, koulskoude, goude ar brezeliou israelat-hag-arab . Tiriadou zo aloubet c’hoazh gant Israel, tiriadou all zo stag outi da vat. Gant Emgleviou a beoc’h he deus Israel adroet tiriadou zo pe ne vez ket aloubet tiriadou zo ken.

E miz Mezheven 1967 eo bet aloubet Sinai, Gaza, Sisjordania], reter Jeruzalem ha Golan gant Israel.

  • Aet eo Israel kuit eus Sinai e 1982 da-heul an Emgleviou Kamp David bet sinet gant Egipt.
  • Aet eo Israel kuit eus Gaza e-kerzh an hanv 2005 , ar pezh n'eo ket degemeret gant ABU dre ma vez kontrollet an oabl, ar mor hag an harzou gant Israel c'hoazh. Mat eo gouzout n’he deus an tiriad-se statud etrebroadel ebet hiziv an deiz.
  • Aloubet eo Sisjordania a-bezh, war-bouez an takadou emren palestinian hag an tiriadou bet kuitaet gant Israel e 2005.
  • Golan kerkoulz hag atantou Chebaa zo bet staget ouzh Israel e 1981 . Rendael zo etre lod tud a-zivout an atantou-se. Evit gwir, lod eus an dud a sonj dezho eman Siria perc’hennez warno, lod all a sonj dezho eman Liban perc’hennez warno.

Liban zo bet aloubet gant Israel etre 1982 ha 2000, da heul an Oberiadenn Peoc’h e Galilea . Evit an dud a sonj dezho ez eo Liban perc’hennez war atantou Cheeba ez eo aloubet tiriadou Liban gant Israel c’hoazh.

Poblans [ kemman | kemman ar vammenn ]

Da 9 043 387 a dud e save poblans Israel e 2023 (en ur gontan Golan ha reter Jeruzalem), en o zouez 75% a Yuzevien, 21,1% ag Arabed (muzulmaned an darn vrasan anezho dreist-holl, met un niver bihan a gristenien zo ivez) ha 5,5% a dud all [5] .

Israel eo ar vro nemeti ma'z eo Yuzevien an darn vrasan eus an dud a zo o chom enni. A orin eus pevar c’horn ar bed eo Yuzevien Israel : diforc’hin a reer ar ≪  sabraed  ≫ (tud bet ganet en Israel, a zo deuet o zud da chom da Israel nevez zo pe tud a zo o familh o chom e Palestina abaoe meur a gantved) diouzh an dud enbroet nevez zo hag o deus graet o ≪  aliyah  ≫, da lavaret eo tud war an distro : an darn vrasan anezho a zeu eus URSS kozh koulz hag eus Frans , ar Stadou-Unanet , Arc’hantina , hag all.

Druzed ha Sirkasinaed zo o chom en Israel ivez. Rankout a reont ober o c’honje. Er c’hontrol, ne rank ket an Arabed israeliz en ober met niverus eo ar Vedouined a ra o servij soudard a-fetepans en arme Israel . Arabed israeliz ha muzulmiz zo izili eus an arme-se.

Dasparzh poblans Israel : 92,9 % eus tud Israel zo o chom er c’heriou, kostez Tel Aviv ha Mor Galilea dreist-holl ; nebeut a dud zo o chomer Su, war-bouez kostez PLeg-mor Aqaba [5] .

Ar c'heriou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pemp ker en tu-hont da 200 000 a annezidi zo en Israel : Jeruzalem , Tel Aviv , Haifa , Rishon LeZion ha Ashdod . An darn vuian eus tud ar vro zo o chom er c'heriou-se.

Jeruzalem eo ar ger bennan en Israel : 971 800 a dud a oa o chom enni e 2022. E 1948 ne oa nemet 84 000 a dud.

Pa embannas David Ben Gourion dizalc'hiezh Israel e oa 248 500 a dud o chom e Tel Aviv (30 % eus ar boblans). Brasan ker Israel e oa ; 4 156 900 a dud a oa er veurger e 2021, eleze 45% eus poblans ar Stad.

Haifa eo an trede ker er vro : 1 050 000 a dud a oa enni e 2021, e-skoaz 98 600 e 1948.

Pevarzek ker en Israel ez eus en tu-hont da 100 000 den enno.

Richon LeZion eo ar pevare ker er vro, 257 128 a dud enni e 2022 ; 11 000 den hepken a oa chom enni pa oa bet krouet Stad Israel.

War ar maez e chom 7,1% eus poblans ar Stad, eleze war-dro 642 000 a dud ; 6 % eus Israeliz a oa o chom war ar maez e 1948.

Sevenadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Goueliou broadel
Deiziadou Anv brezhonek Anv hebraek Deiziou gouel hervez an deiziadur gregorian
1 Tishri Bloaz Nevez Rosh Hashana etre ar 6 a viz Gwengolo hag ar 5 a viz Here
10 Tishri Devezh ar Pardon Bras Yom Kippour etre ar 15 a viz Gwengolo hag ar 14 a viz Here
15 Tishri Gouel al Lochou Soukkot etre an 20 a viz Gwengolo hag an 19 a viz Here
22 Tishri Bodadeg an eizhvet devezh Chemini Atseret

Etre ar 27 a viz Gwengolo hag ar 26 a viz Here

15 Nissan Ar Pask Pesac'h etre ar 27 a viz Meurzh hag ar 25 a viz Ebrel
21 Nissan Ar Pask Pesac'h etre an 2 a viz Ebrel hag ar 1an a viz Mae
5 Iyar Devezh an Dizalc’hiezh Yom Ha'atzmaout Etre ar 16 a viz Ebrel hag ar 15 a viz Mae
6 Sivan Gouel ar sizhuniou Chavouot etre ar 16 a viz Mae hag ar 14 a viz Mezheven
25 Kislev Gouel ar gouleier? Hanoukka etre ar 27 a viz Du hag ar 27 a viz Kerzu

Kazetennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tud brudet [ kemman | kemman ar vammenn ]

Skrivagnerien [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Al Liamm niv. 44, niverenn gouestlet da Israel, Mae-Mezheven 1954.
  • (fr) Sand, Shlomo. Deux peuples pour un Etat ? ? Relire l'histoire du sionisme ,. Paris : Seuil, 2024 ( ISBN 978-2-02-154166-3 )

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]