Andre Malraux

Eus Wikipedia
Andre Malraux

Andre Malraux , ganet e Pariz an 3 a viz Du 1901 ha marvet e Creteil an 23 a viz Du 1976 , (e anv gwir oa Georges Andre Malraux) oa ur skrivagner, kantread ha politikour gall.

Buhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Yaouankiz [ kemman | kemman ar vammenn ]

Abalamour da zizimezin (e 1905 ) e dud, Malraux a voe desavet gant e vamm hag e vamm-gozh. Pa oa 14 bloaz e voe degemeret e uhel-skolaj ar straed Turbigo (dont a raio da vezan al lise Turgot). Er mare-man e veze o tremen e amzer er staliou-levr, er sinema, er c'hoariva, mirdiou, sonadegou, hag all, hag all. Disachet kennan e deuas da vezan gant al lennegezh arnevez.

E 1918 e voe nac'het dezhan bezan degemeret el lise Concordet ha dilezel a reas e studiou. James ne dapas e vachelouriezh. Met e lec'h d'e bellaat eus al lennegezh e voe ar c'hontrol, ivoulet e deuas muioc'h c'hoazh gant ar skrivan. Krouin a reas darempredou gant strolladou arzel ar gerbenn hag embann a reas e gentan oberennou (teoriennou lennegel, buruteladennou ha krouaduriou personel). Malraux a laras diwar-benn krouaduriou ar maread-se e oant krouaduriou "farfelues". An arzourien oant levezhonet gant an expressionisme alaman, barzhoniezh Apollinaire pe Max Jacob . Tudenn Clappique en e levr La Condition Humaine a zo skeudenn ar spered iskis-se.

Troiou-kaer ar Reter [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1921 e dimezas gant Clara Goldschmidt . Aozan a rae un dastummadeg en embannaduriou Sagittaire. Goude un niver uhel a veajou e Europa a-bezh e zeas en Indez-Sina c'hall gant Clara a-benn laeran un nebeud delwennou hag o adwerzhan. A-drugarez d'an tro-kaer-man e skrivas La Voie Royale . Harzet e voe met gellout a reas distrein e Pariz goude tabutou ha renkamantou diplomatel. Disachet gant ar vuhez trevadennel e zeas en dri en Indez-Sina c'hall evit krouin ur gazetenn enep-trevadennel: "L'Indochine enchainee".

D'an 23 a viz Kerzu 1923 , Malraux a zo bet harzet e Phnom Penh gant e vignon Louis Chevasson . Abalamour da bostaduriou fall e voe rivinet Clara, neuze Malraux a divizas laeran un tamm eus livaduriou templ Banteay Srei e Angkor a-benn d'e adwerzhan. E miz Gouere 1924 e voe kondaonet da vezan toull-bac'het e pad teir bloaz. Clara a voe laosket da gostez gant ar justiz hag e distroas e Bro-C'hall e lec'h ma c'houlennas sikour digant uhel-speredou ar maread evel Marcel Arland , Louis Aragon , Andre Breton , Francois Mauriac , Andre Gide ha Max Jacob . Goude ur c'hlemm, kastiz Malraux a voe bihanaet (ur bloaz) met gellout a reas distriein e Bro-C'hall e miz Du 1924 .

Distrein a reas da Saigon , e lec'h ma grogas da c'hoari gant an hoalerezh, kregin a reas da grouin ur mojenn tro dro d'e bersonelezh. Em diskouez a rae evel un dandy dispac'her, gwarezour ar re woanet, stourmer ar justiz. D'ar 7 a viz Even 1925 , e voe embannet da vat ar gazetenn L'Indochine . Ar gellaouenn a dage gouarnour ar C'hochinsina, ar bankou, ar c'honversanted uhel, an alouberien deuet eus ar bed Kornogour, talhiou uhelwar ar riz hag all, hag all... Difenn a rae mennozhiou ar c'hevatalded, ar frankiz ha personelezh ha stourm Ho-Chi-Minh . Goude an emsaviou poblek, e voe drastus moustrerezh ar galloud.

Ganedigezh un dudenn [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mojenn Malraux a zo ganet da vat er c'houlz-se. Deuet eo da vezan "An neb a stourmas e Sina ". Kenderc'hel a reas da c'hoari gant ar c'haoziou-se, betek ma teufent gevier: Malraux haroz emsaviou Kanton e 1925 , stourmou Shangai e 1927 . E pad ar c'houlz-se e skrivas Les Conquerants , en ur c'hendeuzian ar wirionez hag an ijin. D'ar mare se e en em kinnig evel un ezel eus renerezh strollad dispac'hour Annam, ha komiser ar C'huomintang .

Distrein a reas da Vro-C'hall e 1926. Malraux a grogas da labourat evit Gaston Gallimard evel rener arzel. E 1932 e skrivas La Condition Humaine , ur romant dostoievskian , da uhelat, hervez tud zo, d'ar memes renk eget Братя Карамазови (Bratja Karamasowy)/ Ar vreudeur Kramazov , hag a oa evit Malraux, evel eget T.E. Lawrence , evel ar pemvet aviel. Malraux a envelas e levr ur reportage diwar-benn ur prantad luziet eus istor Sina . Rein a reas da voustrerezh Tchang Kai-chek un awen kazi barzhel hag o tennan da ijinou an hunvre, da brederiou ha usvedoniou hunvreel: ul levr o c'hoari gant tennder an emskiantou etre ar bed fetis ha feulz, hag ur bed disammus ha speredel.

Da vare an embannadur, Malraux a zo deuet da vezan brudet a drugarez d'ar priz Goncourt . Krenvat a reas nerzh ar gevier o sevel e vojenn, dre uhelat e garg ijinet d'ar renk a gomiser er C'huomintang e Indosina hag e Kanton . Hoalerezh ha nerzh e bersonelezh a zo deuet da vezan krenv kenan. An holl a gred ez eo ar wirionez: memes Leon Trotski a rebechas da v/Malraux traou n'en devoa ket graet.

Kenderc'hel a reas e labour e ti-embann Gallimard e lec'h ma savas levriou diwar-benn arzourien evel Leonardo da Vinci , Johannes Vermeer , hag all. Dizolein ha lakat a ra war wel er vro skrivagnerien evel D.H. Lawrence , William Faulkner , Dashiell Hammett . Gant Clara, e veajas e bed an Oriant. E Arabia e dremenas kalz amzer gant an nijer Cornington-Molinier. Evit kavout ur reizhegezh d'e veaj (rak ar gazeten L'Intransigeant a baeas ar fraejou) e lakas da gredin en devoa dizoloet ker rouanez Saba. Met buhan awalc'h, e voe dizoloet lost al leue, abalmour d'ar fotoiou bet kaset gant Malraux d'ar gellaouenn.

Ar stourm enep-faskour [ kemman | kemman ar vammenn ]

D'an 30 a viz Genver 1933, ez eo bet kemeret ar galloud gant an NSDAP e Alamagn . Malraux a implijas e vrud evit gouzav an dud eus arvar ar faskouriezh hag an naziegezh . Kemer a reas perzh en Association des ecrivains et artistes revolutionnaires krouet nevez'zo gant Paul Vaillant-Couturier ha Maurice Thorez ha renet gant Andre Gide . Met n'eo ket en e vlaz en emvodou komunour ha dispac'hour. En desped da-se e veajas e Rusia e lec'h ma gejas gant Sergei Eisenstein evit ur raktres: ober ur film savet diwar La Condition Humaine .

E miz Gwengolo 1933, e voe kroget gant prosez Dimitrov, an neb a zo bet lakaet bourc'h ar pec'hedou gant an nazied evit gwall-tan ar Reichstag . Toull-bac'het e voe goude-se. Malraux ha Gide a rejont war dro ur strollad-kefridi o labourat d'e zieubidigezh. En desped da vezan tuet a gleiz war an dachenn politikel, Malraux a chom trubuliet gant an darempredou iskis etre Hitler ha Staline. E verc'h a zo bet ganet e pad ar vloavezh 1933, anvet eo bet Florence.

Brezel diabarzh Bro-Spagn [ kemman | kemman ar vammenn ]

D'ar 17 a viz Gouere 1936, un irien broadelour renet gant un nebeud jeneraled ( Sanjurjo , Mola , Franco , Cabanillas, Fanjul, Goded ha Queipo de Llano a glask kemer ar galloud e Bro-Spagn. Brezel diabarzh Bro-Spagn a grog, padout a raio 30 miz. Evit enebin ouzh an taol-stad-se, e voe roet armou d'ar bobl, krenvaet e voe keriou evel Madrid, Barcelona, Valencia, Malaga ha sikouret e voe ar stourmerien e Bro-Euskadi.

Malraux a za kuit da Vro-Spagn, e lec'h ma grouas an iz-skouadron a girri-nij anvet Espana . Gant un ugent karr-nij bennak ( Potez 540 ), e stourmas a-enep d'an aerlu alaman hag italian deuet da sikour ar renad broadelour. Diwezharoc'h e teuas a-benn da prenan dek Bloch 200 . Em stalian a reas gant ar skouadron e Madrid. Kemer a reas penn Espana gant ar renk coronel (koronel). D'ar mare-se, Malraux a vuhezie ar pezh a voueto diwezhatoc'h e romant, L'Espoir . Hep skiant-prenet war tachenn an aer-lu, e gemeras perzh d'ar stourmou en aer. Gwelout a rae ar brezel gant ur sell romantel: ar stourm gwirion a zo graet evit ur rann a uhelidi hervezan.

E vojenn a zo brasat a feur ma dremen an emgannou. E kreiz un brezel drastus, e deu a-benn da aozan ur salons lennegel gant brasan stourmerien/skrivagnerien ar mare: Ernest Hemingway (memes ma ne en emglev ket mat gant Malraux), Rafael Alberti , John Dos Passos , Ilya Ehrenbourg , Mikhail Koltzov , Antoine de Saint Exupery ha Pablo Neruda .

Gant ar skouadron Espana , e tagas ar koronel Yague , ha dre-se, daleat seziz Madrid gant ar faskourien. Memes a-enep d'ar c'hirri-nij alaman Junker , izili ar skouardon a raent burzhudou: ar maout a zae ganto kazi bepred er stourmou en aer. Kemer a reas perzh e bombezadegou an Alcazar e Toledo . Gant daou karr-nij, e tagas Teruel ha hent Zaragosa a-benn distruj an aer-lu faskour. Malraux a voe gloazet e pad an taol, met an eil karr-nij a deuas a-benn da zistruj ar c'hamp. Dibenn an iz-skouadron a zo o tostaat abalamour d'ar fed ma'z eus nebeutoc'h nebeutan a girri-nij. Madrid saveataet, met Malaga kollet, kan mil den o divroan, heskinet gant an aer-lu italian. Strollad-renan an arme e Valencia a c'houlennas da v/Malraux mont da enebin ouzh an heskinerien ha da warezin an divroidi. Labour diwezhan an iz-skouadron Espana' .

Ur wech distroet e Bro-C'hall evit prezegennin diwar-benn ar brezel, n'eo ket muin gwelet gant ar vourc'hizhien evel gounezer ar Goncourt, pe ar skrivagner o kontan e veajou, met ur stourmer, bet o lazhan tudou e Bro-Spagn. Ober a rae aon. Mont a reas da Stadou-Unanet Amerika . Pedet eo da brezegennin ha da aozan tabutou er skoliou-veur. Mont a reas e darempred gant tudennou meur ar vro: William Saroyan , Myriam Hopkins , Marlene Dietrich , Yehudi Menuhin ha Maurice Chevalier . Ur gazetenner a c'houlennas dezhan perak e oa ret ha perka e zae da vevan danjer ar brezel diabarzh, perak stourm evit Bro-Spagn? Ha respontin a reas:"Because I do not like myself...". Plijet e oa gant an intelektualed, met ar gouarnamant Roosevelt a sonjas tennan dezahn e visa, evit abegou emzalc'hiou dispac'heour.

Embannan a reas L'Espoir e 1937. E Bro-C'hall, an tu dehou a kondaonas ar romant-se. Prientin a reas ur film tennet eus al levr gant ur pall simpl: degas an amerikaned e-barzh an darvoudou e Europa. E-penn kentan, ar film a zo bet savet e Barcelona , dindan bombezennou ar faskourien, met rankout a reas e echuin ar film en ur studio e Joinville .

An eil brezel-bed [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pa krogas ar brezl e 1939, Malraux a glaskas d'en emouestaln en ar-lu gall, met a-benn ar fin e voe kemeret evit blenian en tankou gall. Met paket e voe gant an alamaned. Tec'hout a reas kuit un tamm diwezhatoc'h war-zu an dachenn dieub. Nac'han a reas kinnig Sartre evit kemer perzh er strollad stourm Socialisme et Liberte . Met Malraux na fizie nemet an armer soviedel pe an amerikaned. En desped da ginnigou lieseurt, ne fell ket dezhan advevan drouziwezh Bro-Spagn en ur vro ac'hubet. Neuze e gav gwelloc'h chom bac'het en ur c'hasteling e Correze e lec'h ma laboure noz ha deiz war al lenegezh. Kregin a reas da skrivan La lutte avec l'ange , Le demon de l'absolu ha La psychologie de l'art . Pell eus ar brezel ha trouziou ar bed, ne finvo ket eus e c'houdor lennegel.

Met d'an 21 a viz Meurzh 1944 e voe harzet e vreur bihan, Roland Malraux, gant ar Gestapo . An dra-se a dennas Malraux deus e gousk. Mont a reas d'an Dordogne , e lec'h ma deuas da vezan ar c'horonel Berger (anv haroz e romant Les noyers de l'Altenburg , evit ur wech eo an ijin hag a za da wir). Ne ouezer ket penaos, met e nebeutoc'h eget tri miz, en ur vont eus ur c'hastel d'un all, deus ur vougev d'eben, e deuas a-benn da unanin rouedadou lieseurt ar rezistans ranvroel. Met poaniat a ra memestra d'en em lakat war wel ha da vezan gwelet gant siriusted. Kemer a reas perzh e gwall-daoliou a-enep d'an hentou houarn ha a-enep bagadou ar Wehrmacht hag ar bagad SS Das Reich .

Met harzet e voe gant an alamaned. Boureviet e voe e toull-bac'h Toulouse, peogwir eo bet kemesket gant e vreur. Met an arme alaman a dec'has kuit eus ar c'her. Dre-se Malraux a c'hellas tec'hout kuit eus an toull-bac'h. Ur wech dieubet ez eas e darempred gant Andre Chamson , evit krouin ar rann Alsace-Lorraine. Stroum a reas evit dieubin ar ranvroiou-se. Enebin a reas ouzh an alamaned e pad seizh devezh, dindan an ec'h. D'ar 24 a viz Du 1944, e gemeras perzh e dieubidigezh Strasbourg . Medalennet eo bet gant ar jeneral De Lattre De Tassigny .

Ministr De Gaulle [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pedet e voe evit mont e darempred gant ar jeneral De Gaulle . Dont a reas da vezan ministra ar c'hellaouin e c'houarnamant da c'hortoz. Mouezh De Gaulle eo breman. Un trc'h war ar baourentez en eus bevet eo ar c'harg-se. Met Malraux a dreuzfurmas e vaodiern eus ar c'hellaouin en ur vaodiern sevenedurel. Gant ar galloud sevenadurel-se e fell dezhan levezhonin pep tachenn, eus an deskadurezh betek an industriezh. Da skouer eilpennan, er skol, ar c'henteliou diwar-benn steriou Bro-C'hall gant ur film diwar-benn ar steriou-se. Pe degas an arz hag ar sevenadur betek al labouradegou. Tamm ha tamm e lak da vont mennozhiou evel hini ar renad prezidantel evit Bro-C'hall. Sekretour jeneral Malraux a zo ur jeneral FFI yaouank awalc'h: Jacques Chaban Delmas , hag e rener cabinet a zo Raymond Aron . Pa De Gaulle a roio e zilez, Malraux a zeas kuit eus ar maodiern. 45 bloaz e oa, ha dija ministr war e leve.

Adalek ar poent-se, e stourmas evit harpan De Gaulle hag harpan e zistro. Malraux a zo un ezel eus Comite d'etudes pour le retour du general De Gaulle . En o zouez e veze kavet Raymond Aron , Jacques Soustelle , Michel Debre , Gaston Palewski , Christian Fouche , Roger Frey , Foccart , Georges Pompidou ,... Goude pemp miz chomet hep en em diskouez, De Gaulle a zo distro: "Devrais-je attendre que la France soit morte pour la sauver?". Kavet en eus un strategiezh simpl evit distrein d'ar galloud: ar referendum bonreizhel. Malraux a zo oc'h ober war dro leurennerezh e brezegennou: deuet eo da vezan ur mestr propaganda evit ur mare.

Gant sav-poentou nevez, enebourien nevez: n'eus den bet ken evit gouzanv anezhan eus tu ar c'homunisted. Mignoned bras evel Louis Aragon a grogas da vurutelan a-enep da v/Malraux. E-pad ar prantad anvet e galleg La traversee du desert (tro-lavar ijinet gantan) e c'hell kavout amzer evit skrivan La voix du silence , La metamorphose des dieux , Saturne . E-pad ar c'houlz-se, ar jeneral De Gaulle a skrivas e Memoires de guerre .

Pa ar pevare republik a voe tost da darzhan, abalamour da gudennou brezel Aljeria , n'ez eus nemet ar jeneral De Gaulle hag a c'hell diskoulman an aferiou. Ur wech c'hoazh e vez kavet De Gaulle ha Malraux, kichenn ha kichenn er memes stourm. Krouet e voe gouarnamant De Gaulle d'ar 1an a viz Even 1958. Karg Malraux a voe hini ar c'hellaouin, dipitet e voe, fellout a rae dezhan bezan ministr an diabarzh, "Un ministre a poigne". E garg a ra war dro ar sevenadur gall hag e c'halloudegezh skignus. Dont a reas da vezan mouezh Bro-C'hall ha mouezh ar renad, e Iran, India , Japan ... Kejan a reas gant Aime Cesaire , Nehru . Etre 1959 ha 1960 e zeas da stourm evit difenn reizhegezh ha reizhveli Bro-C'hall: e Uruguay , Mec'hik , Argentina , Peru .

Met buhan awalc'h, Malraux a voe adpaket gant kudennou brezel Aljeria. Graham Greene a embannas e barzh Le Monde , ur pennad anvet Lettre ouverte a Andre Malraux . Le manifeste des 121 a zo ur roll a 121 dinadur. En o zouez, hini Florence Malraux, deuet da vezan sevenerez filmou. Mut a chomo Malraux. Met dre guzh, hag abalamour da c'houlennou ha klemmou Albert Camus pe Jean Daniel , e zieubas prizonidi aljerian ha stourmerien eus ar c'hampou ha toull-bac'hou gall. Hag harpan a reas hep mar Jean-Louis Barrault hag a oa o leurenian Les Pravents skrivet gant Jean Genet , ur pezh-c'hoari burutelus diwar-benn brezel Aljeria. Putsch ar jeneraled a voe aozet e miz Ebrel 1961. Malraux, dihunet gant an tarzadenn-se, a zisklerias e pad kuzul ar ministred: "Je monterai dans le premier char contre les insurges...". An OAS a respontas dezhan dre bombezennin e di e Boulogne . Sinet e voe emgleviou Evian c'hwec'h sizhun diwezhatoc'h.

Goude-se e labouras da emled ar sevenedur e Bro-C'hall. Fellout a ra dezhan ober evit ar sevenadur ar pezh en eus graet Jules Ferry evit an deskadurezh. Lakat a ra kempenn monumantou ar vro da vont. Krouin a reas ur servij a enklaskou ha furchadennou arkeologel. Netaat ha rempenn a reas tiegezhiou kozh Pariz. Ha krouin a reas Les maisons de la culture .

E-pad manifestadegou miz Mae 1968, e kemeras perzh d'ur manifestadeg kengres gant De Gaulle. Gwallgaset e voe gant mediaou an tu-kleiz. Rebechet e veze dezhan nonpaz lakat e gomzou da glotan gant e oberenn hag e harpou politikel. Un tammig diwezhatoc'h e varvjont e daou vab, Gauthier ha Vincent (21 ha 18 bloaz) en ur wallzarvoud war an hent. Prezegennin a reas pa voe kaset korf Jean Moulin er Pantheon . Beajin a reas e Sina, e lec'h ma gejas gant Mao Zedong . Chom a reas leal da De Gaulle betek fin e garg, mont a reas kuit eus ar gouarnamant er memes koulz eget ar jeneral. Malraux a voe unan eus ar re nemetan degemeret mat gant De Gaulle betek fin e vuhez. Pa varvas ar jeneral d'an 10 a viz Du 1970. Dislerian a reas "Voici fini le temps de cet homme et le mien...". Fin ur seurt "koublad" diskrivet en e levr Ces chenes qu'on abat : ur skrivagner o mennout ar galloud, hag ur penn stad ivoulet gant hunvreou a skritur.

Fin buhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Echuin a reas La metamorphose des dieux ha lakat a reas ul lavarenn boudhaeg e digoradur al levr "L'elephant est le plus sage de tous les animaux, le seul qui se souvienne de ses vies anterieures, aussi se tient-il longtemps tranquile, meditant a leur sujet...". Gant Jean-Paul Sartre ha Claude Mauriac e stroumo evit dieubidigezh Regis Debray , emprizonet e Bolivia . Fellout a rafe dezhan mont d'ar Bangladesh a-benn krouin ur skol guerilla. Graet vez goap outan. Kejan a reas gant Richard Nixon, peogwir e felle d'ar prezidant amerikan kejan gant un den en eus komzet gant Mao.

Aterset e voe e pad ur c'hant eurvezh bennak en e liorzh gant ar chadennou skignwel. Prezegennin a reas diwar-benn ar pezh en deus bevet, e levriou, e sonjou. Komz a reas diwar-benn Alexandre, Michelet, Trotski, Mao, Nietzsche, Hitler, Staline, Doue, brezel Bro-Spagn, ar geishaed, an Oriant, ar marv... Antimemoires dre gomz a-benn ar fin.

Mervel a reas d'an 23 a viz Du 1976 .

Lavarennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • ≪ Je pense que la tache du prochain siecle, en face de la plus terrible menace qu'ait connu l'humanite, va etre d'y reintegrer les dieux. ≫
  • Lavarenn diwar-benn an eil-brezel-bed ha kampou an nazied " Le camp parfait eut ete le camp d'extermination des enfants. Faute de mise au point, on les tuait avec leurs parents. Il y a quelque chose d'enigmatique et de terrifiant dans la volonte de deshumaniser l'humain, comme dans les pieuvres, comme dans les monstres. L'ideal des bourreaux etait que les victimes se pendent par horreur d'elles-memes. […]… pour la premiere fois, l'homme a donne des lecons a l'enfer" ( Oraisons funebres ). Parvis de la cathedrale de Chartres, 10 mai 1975. (adkemeret evit Le Miroir des limbes ).
  • ≪ Il y a des guerres justes. Il n’y a pas d’armee juste. ≫ ( L'Espoir )
  • ≪ Tout aventurier est ne d’un mythomane. ≫ ( La Voie royale )
  • ≪ Il faut soixante ans pour faire un homme, et apres il n’est bon qu’a mourir. ≫ ( La Condition humaine )
  • ≪ A la maitrise, l’enfant substitue le miracle. ≫ ( Les Voix du silence )
  • ≪ Le fou copie l’artiste, et l’artiste ressemble au fou. ≫ ( L'Espoir )
  • ≪ La tragedie de la mort est en ceci qu’elle transforme la vie en destin. ≫ ( L'Espoir )
  • ≪ On ne fait pas de politique avec de la morale, mais on n’en fait pas davantage sans. ≫ ( L'Espoir ) (Hernandez o komz gant Garcia).
  • ≪ La pire souffrance est dans la solitude qui l’accompagne. ≫ ( La Condition humaine )
  • ≪ Je veux laisser une cicatrice sur cette carte ≫ (Perken e barzh La Condition humaine )
  • ≪ Le pouvoir doit se definir […] par la possibilite d’en abuser. ≫ ( La Voie royale )
  • ≪ Une vie ne vaut rien, mais rien ne vaut une vie. ≫ ( Les Conquerants )
  • ≪ L'esclave dit toujours oui. ≫ (Prezegenn Andre Malraux d'an 2 a viz Gwengolo 1973 pa'z eo bet savet Monumant ar Rezistans)
  • ≪ Ceux qui ne connaissent pas leur passe sont destines a le revivre ≫
  • ≪ La culture ne s'herite pas, elle se conquiert ≫
  • ≪ C'est idiot detre roi. Il faut faire un royaume≫
  • ≪ La grandeur de quelques-uns porte mysterieusement temoignage de celle de tous ≫

Andre Malraux o komz e pad savidigezh delwenn Felix Eboue e Cayenne :

  • ≪ Etranger, va dire a Lacemone que ceux qui sont morts ici sont tombes sous sa loi. Passant, va dire aux Enfants de notre Pays : De ce qui fut le visage desespere de la France, les yeux de l'homme qui repose ici, n'ont jamais reflete que les traits du courage et de la liberte. ≫

Lavarenn diwar-benn Andre Malraux: ≪ Malraux traverse l'histoire du siecle comme une epee les entrailles du taureau ≫ (Jean Lacouture)

Oberennou [ kemman | kemman ar vammenn ]