한국   대만   중국   일본 
Unaniezh Europa - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Unaniezh Europa

Eus Wikipedia
Unaniezh Europa

Banniel Europa
Sturienn In varietate concordia
Unanet el liesseurtegezh
Kanenn Europa Kanenn d'al Levenez
Devezh Europa 9 Mae [1]
Yezhou ofisiel Yezhou Unaniezh Europa
Savidigezh
Feur-emglev Roma 1 an  a viz  Genver   1958
Feur-emglev Maastricht 1 an  a viz  Du   1993
Feur-emglev Lisboa 1 an  a viz  Kerzu   2009
Melestradur
Keriou-penn Brusel
Luksembourg
Strasbourg
Prezidantelezh
? Kuzul

? Kengor

? Parlamant

  Charles Michel
(12/2019)
  Ursula von der Leyden
(07/2019)
  David Sassoli
(07/2019)
Douaroniezh
Gorread 4 194 431 km² (UE27)
7 vet renk [2]
Poblans
? Hollad ( 2019 )
? Stankter

446 834 578 (UE27)
107 ann./km²
3 vet renk [2]
Moneiz Euro (€) [3]
Gwerzhidou-eur UTC , UTC+1, UTC+2 [4]
Igorell bellgomz +3 ? +4 [5]
Armerzh
PDB
(diazez PPA)
? Hollad ( 2004 )
? PDB/annezad
Renk 1 an [2]
9 € 610 milmilion
21 125 €

Internet europa.eu

Unaniezh Europa (UE) zo un aozadur etregouarnamantel ha dreistvroadel a vod 27 Stad eus Europa a reer ar Stadou ezel anezho. E  1992 e voe degemeret an anv ≪ Unaniezh Europa ≫ dre Feur-emglev Maastricht a-zivout UE. Doareou eus an Unaniezh a oa a-goshoc’h avat a-drugarez d'un aridennad emgleviou ha kendarempredou bet skoulmet adalek 1951 .

Oberiantiz Unaniezh Europa a c’holo holl dachennou ar politikerezhiou foran eus ar yec'hed hag an armerzh betek an aferiou diavaez hag an emzifenn. Astenn he galloudou a bak pell pe belloc’h avat diouzh an tachennou. Hervez an tachennou-se e tenn muioc’h an UE da :

  • ur c’hevread (da skouer evit ar moneiz , al labour-douar, ar c’henwerzh , politikerezhiou an endro )
  • ur c’hengevread (da skouer evit ar politikerezhiou sokial hag armerzhel, gwarez ar vevezerien, aferiou diabarzh)
  • un aozadur etrebroadel (da skouer war dachenn an aferiou diavaez)

Unan eus pennoberezh an UE eo sevel ha meran ur c’henvarc’had a zo diazezet war un unaniezh valtoutel, ur moneiz hepken (degemeret evit poent gant 20 eus an 27 Stad ezel), ur Politikerezh Boutin war al Labour-douar (POBOL) hag ur Politikerezh Boutin war ar Pesketa.

Lies ensavadur zo bet savet a-benn suraat mont en-dro an UE. Ar re bouezusan anezho o vezan Kuzul Unaniezh Europa , Kengor Europa , Parlamant Europa ha Lez-varn Justis Europa .

Doare a-vreman [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tammou bras eus o riegezh zo bet treuzkaset d'an Unaniezh gant ar Stadou ezel ? muioc’h eget n'eus bet biskoazh treuzkaset d'un aozadur rannvedel anriegezhek all. Evel notet a-us, e tachennou zo e krog an UE da gaout tres ur c’hevread pe ur c’hengevread . Daoust da se, war an dachenn lezennel, e chom ar Stadou ezel "mistri ar Feuriou-emglev", ar pezh a dalvez n'hall ket an UE treuzkas muioc’h a c’halloudou dezhi hec’h-unan eus ar Stadou hep asant ar Stadou-se dre feuriou-emglev nevez. A zo muioc’h, war meur a dachenn n'eus ket bet treuzkaset nemeur a riegezh vroadel d'an UE gant ar Stadou; dreist-holl e tachennou ken bras an interestou broadel warno evel an aferiou diavaez hag an emzifenn. Kement-se a ra d'an aozadur dibar zo eus an UE bezan un aozadur sui generis , dle. un aozadur drezan e-unan.

D'an 29 a viz Here 2004 eo bet sinet gant ar pennou gouarnamant ar Feur-emglev a grou ur Vonreizh evit Europa . Gwiriekaet eo bet ar sinadur-se gant meur a Stad tra m'eman da vezan gwiriekaet gant lod all c’hoazh. Daoust da se, en deus falsvarchet an argerzh a gas d'ar gwiriekaat p'eo bet nac’het ar Vonreizh gant muianiver ar Fransizien e-kerzh ur referendom d'an 29 a viz Mae 2005 ha se daoust ma votas ar Vretoned a-du evel m'o doa graet evit referendom feur-emglev Maastricht . Ar wech-man avat n'eo ket bet splann a-walc’h vot ar Vretoned evit lakaat Frans da sevel a-du ha 54.7% eus ar mouezhiou zo aet gant an "nann". Tri devezh war-lerc’h, d'ar 1an a Vezheven eo bet tro Izelvroiz da lavaret "nann" ivez gant 61.6% dre ur referendom .

Da-heul nac’hadenn ar feur-emglev bonreizhel gant Frans hag an Izelvroiou eo bet broudet an tabut politikel war statud a-vreman ha da zont Unaniezh Europa etre ar Stadou ezel. Eno e kaver savpoentou dishenvel-mat ken etre ar Stadou hag e diabarzh pep Stad.

Da skouer, e Breizh-Veur hag a zo o kadorian an UE, ez eus bet diskouezet dre stadegou e oa diseblant pe e save a-enep an Unaniezh 75% eus ar boblans. Deuet eo an UK Independence Party a sav a-du gant an emdennan klok eus an UE da vezan ur strollad da gemer e kont zoken. Broiou all avat a sav a-du gant un enframman brasoc’h ? nebeut goude ma voe votet "nann" gant ar Fransizien ha Nederlandiz a voe votet "ya" gant al Luksembourg .

Krefen war ar stern [ kemman | kemman ar vammenn ]

Meur a graf pouezus-meurbet he deus an Unaniezh da dalan outo er mare-man, en o zouez divizout ha degemeret, distaolet pe adreizhet e vo ar feur-emglev bonreizhel nevez, ober war-dro emled an UE war-du ar gevred (sellet a-is), nevesaat reolennou an Emglev war ar Stabilder hag ar C’hresk , sevel ar budjed da zont ha pledin gant ar Politikerezh Boutin war al Labour-douar (POBOL) .

Er C’hendalc’h Etregouarnamantel a zeu (KEG), hag a zo un emvod e-kreiz ar bloaz evit Stadou ezel an UE, e ranko pennou ar Stadou hag ar gouarnamantou divizout penaos e vo arc’hantaouet budjed an UE. Graet e vez "Financial Perspective" pe "Diaweladenn Arc’hant" eus budjed an UE. Advarc’hatet e vez bep seizh vloaz. An Diaweladenn Arc’hant a zeu a dalvezo evit ar prantad 2007-2013.

E-touez ar c’hrefen da dabutal warno e-pad ar c’haozeadennou war ar budjed da zont eman Distaol arc’hant Breizh-Veur , gounid Frans diwar ar POBOL, skodennou bras Alamagn hag an Izelvroiou da vudjed an UE, hag adreizhad ar Fontou evit Diorren Rannvroiou Europa. Diouzh ali meur a hini ez eo gwirhenvel e savo diwar ar c’haozeadennou-se disrann vras etre ar gouarnamantou evel etre Frans hag Alamagn da skouer a c’houlenn ur budjed brasoc’h evit mont war-du un Unaniezh kevreadeloc’h hag ar re, evel Breizh-Veur, a c’houlenn ur budjed bihanoc’h gant muioc’h a arc’hant postet war ar skiantou hag an imbourc’h, hag en deus graet eus ar "modernaat" e c’her-stur.

Divizout a ranko ivez pennou Europa divizout e-kerzh an emvod-se petra ober eus Bonreizh Europa . Gouarnamantou zo a garfe a-walc’h e vefe skornet an argerzh gwiriekaat tra ma kav da lod all e ranker mont betek penn. Ma vez gwiriekaet ar Vonreizh gant 20 Stad ezel diwar an 27 zo e vo adkaset homan dirak Kuzul Europa hag e c’hallo neuze ar pennou Stad ha gouarnamant advarc’hata ar feur-emglev.

Stadou ezel hag an emled da zont [ kemman | kemman ar vammenn ]

27 Stad ezel a ya d'ober Unaniezh Europa en em astenn war ur gorread a 4 493 712  km² gant e-tro 508 191 116 milion a geodedourien europat e 2015. Ma vije eus an UE ur Stad, e vije ar seizhvet brasan er bed dre he gorread hag an trede brasan dre he foblans goude Sina hag India .

Rannan a ra an UE harzou douar gant 20 Stad hag harzou mor gant 31 Stad. Sellet ouzh Broiou a-hed Unaniezh Europa

Abaoe savidigezh an UE gant 6 Stad ez eus bet 19 all oc’h emezelan war meur a lankad emledan:

Bloaz Bro
1952 Belgia , Frans , Alamagn (ar C’hornog) , Italia , Luksembourg , An Izelvroiou (izili diazezerien)
1973 Danmark , Iwerzhon , Rouantelezh Unanet [6]
1981 Gres
1986 Portugal , Spagn
1990 En em unanin a ra Alamagn ar Reter gant Alamagn ar C'hornog evit dont da vezan un tamm eus an UE
1995 Aostria , Finland , Sveden
2004 Republik Kiprenez , Republik Tchek , Estonia , Hungaria , Latvia , Lituania , Malta , Polonia , Slovakia , Slovenia
2007 Bulgaria , Roumania
2013 Kroatia

Tiriadou tramor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Niveruzik eo an tiriadou tramor ganto darempredou strizh gant Stadou zo eus an UE, en o zouez Greunland , Manav , an Azorez ha Madeira . Evit gouzout hiroc’h diwar-benn ar re-man ha tiriadou tramor all stag ouzh an UE, sellit ouzh ar Rannvroiou dreisttrobarzh ha Tiriadou dibar eus Stadou ezel zo hag o darempredou gant an UE (heman e saozneg).

Emled da zont ha darempredou strizh [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Turkia zo war ar renk ent-ofisiel evit dont da vezan ezelez eus UE abaoe 1987. Staget emeur gant ar c’hevraouin abaoe an 3 a viz Here 2005 . Meur a arbennigour koulskoude ne wel ket emezeladur Turkia da UE o tont da wir a-raok pell, ken bras m'eo ar sammad reizhadennou a ranko kas da benn vat war an tachennou politikel, armerzhel ha sokial.
  • Makedonia (abaoe 2004), Albania , Montenegro ha Serbia (abaoe 2009) o deus lakaet o anv ivez evit dont da vezan ezel eus an Unaniezh.
  • Island he doa lakaet hec'h anv evit dont e-barzh e 2009, met e miz Meurzh he deus tennet kuit he goulenn.
  • Norvegia ha Suis n'int ket izili anezho met emgleviou dibar o deus gant an UE.
  • Perzh a gemer an darn vrasan eus izili Kevredigezh Europat evit ar C'henwerzh Frank er Feur-emglev (bet krouet gantan Takad Armerzhel Europa ), ar pezh a dalvez e kemeront perzh e meur a zoare er c’henvarc’had europat.
AlamagnAostriaBelgiaBulgariaKiprenezDenmarkSpagnEstoniaFinlandBro-C'hallGresHungariaIwerzhonItaliaLatviaLituaniaLuksembourgMaltaIzelvroioùPoloniaPortugalRoumaniaRepublik TchekSlovakiaSloveniaSvedenKroatiaTurkiaMakedonia
Izili Unaniezh Europa
Kod ISO Anv brezhonek Anv lec'hel
DE Alamagn  Alamagn Deutschland
AT   Aostria Osterreich
BE Banniel Belgia Belgia Belgique, Belgie , Belgien
BG Bulgaria  Bulgaria България
DK Banniel Danmark Danmark Danmark
EE Estonia  Estonia Eesti
FI Banniel Finland Finland Suomi
FR Frañs  Frans France
EL [A 1] Gres  Gres Ελλ?δα, Ελλ??
HU Hungaria  Hungaria Magyarorszag
IE Iwerzhon  Iwerzhon Eire
IT   Italia Italia
NL Izelvroioù  Izelvroiou Nederland
HR Kroatia  Kroatia Hrvatska
LV Latvia  Latvia Latvija
LT Lituania  Lituania Lietuva
LU Luksembourg  Luksembourg Letzebuerg , Luxembourg, Luxemburg
MT Malta  Malta Malta
PL Banniel Polonia  Polonia Polska
PT Portugal Portugal Portugal
CY Republik Kiprenez Kypros , Kıbrıs
CZ Banniel Tchekia  Tchekia ?eska republika
RO Banniel Roumania Roumania Romania
SK Slovakia  Slovakia Slovensko
SI Slovenia  Slovenia Slovenija
ES Banniel Spagn Spagn Espana
SE Banniel Sveden Sveden Sverige
Argerzh emezelan war an hent, hep bloaziad merket
AL Albania  Albania Shqiperia
MK Makedonia  Makedonia an Norzh [A 2] Makedonija
ME Montenegro  Montenegro Crna Gora
RS   Serbia Srbija
TR Banniel Turkia Turkia Turkiye
Stadou ganto ur statud kaset war-raok
IL Banniel Israel Israel ???????? ??????????
MA Maroko  Maroko ??????
Kod ISO Anv brezhonek Anv lec'hel
Ar Rannvroiou tro-war-dro pellan a zo darnou eus Unaniezh Europa.
An teir strollegezh tramor (COM) ha n'eus ket rennvroiou tro-war-dro pellan anezho a zo darnou eus Unaniezh Europa : Saint-Barthelemy ( BL ), Saint-Martin) ( MF )
ha Sant-Per-ha-Mikelon ( PM ).
Ar Broiou ha tiriadou tramor n’int ket darnou eus Unaniezh Europa met gallout a reont kaout arc'hant Europa evit an diorren a-berzh Bank Kreiz Europa.
  1. EL evit ar Republik Hellenek (Ελληνικ? Δημοκρατ?α) ha GR evit an tiriad.
  2. Anv ofisiel gant UE: Republik Makedonia .

Ganedigezh hag Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Lid sinan Feur-emglev Roma e 1957
Izili diazezer Kumuniezh Europa ar Glaou hag an Dir

Klasket ez eus bet meur a wech, kent savidigezh ar Stadou-Broad modern zoken, unanin broadou liesseurt Europa. Ingal eo c’hoarvezet a-hed istor ar c’hevandir. 3 000 bloaz zo e oa mestr ar Gelted war Europa. Da-c’houde eo bet tro an Impalaeriezh roman a droe en-dro d'ar Mor Kreizdouar . Dre heg e c’hoarvezas seurt unaniezh. Unanet e voe tammou bras eus Europa dre ur velestradurezh laosk e-pad meur a gantved da vare ar Franked , impalaeriezh Karl Veur hag an impalaeriezh santel roman german ivez. E derou an XIX vet kantved gant unaniezh valtoutel Napoleon Ian hag adarre da vare aloubidigezh an nazied er bloavezhiou 1940 e voe unanet evit ur prantadig an darn vrasan eus Europa adarre.
Gant al liesseurt m'eo yezhou ha sevenaduriou Europa ne zeuas peurliesan an taoliou-esae-se nemet dre un aloubidigezh soudardel lakaet dre heg war boblou displijet-grons. Kement-se a sachas d'e heul distabilder ha c’hwitadennou. Unan eus ar c’hinnigou peoc’hus kentan evit unanin ar c’hevandir dre kenlabour ha kevatalder izili un unaniezh da zont a zeuas gant Victor Hugo ar peoc’hgarour e 1851 . Diwezhatoc’h, goude spouron ar Brezel Bed Kentan hag an Eil Brezel Bed e kreskas ar froud evit krouin ar pezh zo deuet da vezan Unaniezh Europa abaoe. Kaset e oa an dud war-raok gant ar c’hoant da adsevel Europa ha d'ober a seurt ma n'hallfe ket biken brezel ebet ken sevel en-dro war dachenn Europa. A-benn ar fin, lusket gant ar santadou-se, e voe savet Kumuniezh ar Glaou hag an Dir gant Alamagn ar C’hornog , Frans , Italia ha broiou ar Beneluks . Kement-se a voe graet ent ofisiel dre Feur-emglev Pariz sinet e miz Ebrel 1951 ha lakaet da dalvezout e Gouere 1952 .
Roet e voe an anv a Kumuniezh Armerzhel Europa (KAE) d'an unaniezh valtoutel gentan, bet lesanvet prim da c’houde ar c’henvarc’had , a voe krouet dre Feur-emglev Roma e 1957 ha lakaet e talvoud d'ar 1an a viz Genver 1958 . Diwezhatoc’h e teuas anv ar KAE da vezan Kumuniezh Europa a zo breman livenn-gein Unaniezh Europa. Eus un aozadur kenwerzhan eo deuet an Unaniezh da vezan ur framm kenlabour politikel hag armerzhel.

Ensavaduriou ha frammou lezennel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ensavaduriou UE [ kemman | kemman ar vammenn ]

Meur a ensavadur a vez douget ganto mont en-dro an UE
Meur a framm arc’hant zo
Kavet e vez ivez meur a vodad alian an ensavaduriou

Hag ez euz ivez kalzik a aozaduriou all, savet peurliesan a-ziwar ul lezennadur eil renk evit kas war-raok politikerezhiou dibar. Graet e vez anezho Ajansou Unaniezh Europa . En o zouez e c’haller menegin Ajans Europa eit an Endro , the Ajans Europa evit ar surentez dre nij hag ar Burev evit kendonian ar Marc’had diabarzh .

A-benn ar fin eman ivez an hanterourien europat karget da enklask ar c’hlemmou gwallvererezh a c’hall bezan a-berzh ensavaduriou Europa.

Lec’hiadur ensavaduriou UE [ kemman | kemman ar vammenn ]

N'eus ker-benn ofisiel ebet d'an UE ha strewet eo hec’h ensavaduriou dre veur a ger :

Framm lezennel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Lezennou Unaniezh Europa a bled gant un niver bras a frammou lezennel hag ensavadurel n'int ket atav digemmesk. Disoc’h un istor diazezet a-bazennou eo, gant feuriou-emglev etrebroadel nevez oc’h en em heulian, pep hini anezho o tegas kemmou hag o klokaat an emgleviou koshoc’h. Strivou bras zo bet kaset da benn er bloavezhiou diwezhan evit startaat hag eeunaat ar feuriou-emglev kentan. Disoc’het eo ar strivou-se war savidigezh an danvez Feur-emglev Krouin Bonreizh Europa . Ma vez degemeret ar vonreizh-se e kemero lec’h ar strobad emgleviou zo anezho betek-henn ha ne vo mui nemet un destenn.

Feur-emglev Pariz (1951) eo bet ar feur-emglev kentan. E 1952 e oa bet lakaet e talvoud. Drezan eo bet diazezet Kumuniezh ar Glaou hag an Dir etre ur bagad 6 bro. N'eman ket an emglev-man e talvoud ken, kemeret m'eo bet e lec’h gant emgleviou all war-lerc’h. Feur-emglev Roma , bet savet e 1957 zo c’hoazh e talvoud avat. Adveret-mat eo bet abaoe koulskoude, dreist-holl dre Feur-emglev brudet Mastricht bet degemeret e 1992 . E Mastricht e voe degemeret an anv a Unaniezh Europa. Ar reizhadennou nevesan bet degaset e Feur-emglev Roma zo bet lakaet er feur-emglev emezelan a-benn degemer 10 Stad ezel nevez. Ar pezh a voe graet kerkent hag ar 1 an a viz Mae 2004 .

Ma c’hwit feurm-emglev diazezan ar Vonreizh nevez da vezan degemeret gant an holl Stadou ezel e vo ret addigerin ar c’hevraouin warnan moarvat. A-du eo an darn vrasan eus ar bolitikourien hag eus ar pennou-bras evit lavaret n'hallo ket an UE kenderc’hel da vont en-dro plaen gant ar framm zo dezhi breman ma'z eus 27 Stad enni. hag eman da genderc’hel da greskin.

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Deiz-ha-bloaz diskleriadur Robert Schuman .
  2. 2,0 2,1 ha 2,2 Europa evel Stad en he unan.
  3. Lod Stadou ezel zo chomet gant o moneiz broadel.
  4. UTC-4 hag UTC+4 er c’horniou pellan
  5. Diouzh ar Stadou ezel
  6. D'an 31 a viz Genver 2020 , ar Rouantelezh-Unanet a guitaas Unaniezh Europa ; gwelit ar pennad Brexit .