Wikipedia : Peder fennaenn ar Wikipedia

Eus Wikipedia

Pennaennou ha politikerezhiou diazez


Tennan a ra ar pennad-man da bennaennou diazez ar Wikipedia .
Mat eo d'an holl implijerion/ezed o anaout, o c'hompren ha doujan dezho.



Ar peder fennaenn


Un holloueziadur eo ar wikipedia . N'en deus pal all ebet ha rankout a ra bezan skarzhet, kemmet pe kaset betek ur raktres wiki all ar pennadou ha pep danvez all na glotfe ket gant ar pal pennan-man (en o zouez: " N'eo ket wikipedia ur geriadur );
 
Doujans ha resped evit an implijerion·ezed all . Ul labour a-stroll eo ar wikipedia ha ret eo doujan da savboentou ar re all, nemet ma savfent a-enep da bennaennou diazez ar raktres. Ret eo chom seven, hep tagadennou ha kunujennou personel ha klask tizhout dont a-benn da ziskoulman kudennou dre en em glevet seul wezh ma c'heller;
 
Doujan d'ar gwiriou-aozer·ez . Un holloueziadur evit mann an hini eo. Ur reolenn hollek eo hounnezh ha rankout a ra bezan lakaet e pleustr en un doare strizh.
 
Chom neptu . Bez' e rank pep implijer·ez klask sevel pennadou neptu daoust d'h·e savboentou personel. Bewezh ma tennont da zodennou ma sav tabut diwar o fenn e ranker klask displegan pep savboent en un doare kempouez. Ur reolenn hollek eo hounnezh ha rankout a ra bezan lakaet e pleustr en un doare strizh.

Gwelit ivez [ kemman ar vammenn ]