Kentan brezel Indez-Sina

Eus Wikipedia
Kentan brezel Indez-Sina
brezel
Rann eus Indochina Wars , Brezel Yen   Kemmañ
Stad Indez-Sina c'hall   Kemmañ
Lec'h Indez-Sina c'hall   Kemmañ
Deiziad kregin 19 Kzu 1946   Kemmañ
Deiziad echuin 1 Eos 1954   Kemmañ
Kentan brezel Indez-Sina 1946-1954

Kentan brezel Indez-Sina a voe ur brezel etre Bro-C'hall ha Republik Demokratel Viet Nam , bet embannet d'an 2 a viz Gwengolo 1945 gant broadelourien gomunour ar Vi?t Minh , en Indez-Sina c'hall. Kregin a reas e 1946 hag echuin a reas e 1954 .

Disoc'h ar brezel a voe divod ar c'hevredad, lorc'h ar broiou nevez krouet eus an Impalaeriezh trevadennel c'hall ha rannadur an div Stad war an tiriad vietnamian. Bez e oa bet 500 000 Lazhet.

Miz Eost 1945: ar Vi?t Minh , luskad dizalc'hour vietnamian komunour, a denn gounid eus dalc'hidigezh Indez-Sina gant ar Japaniz pemp miz en a-raok (kennaroud brezel ar Meurvor Habask ), a gemeras ar galloud en drevadenn c'hall. Gouarnamant da c'hortoz ar Republik C'hall a gasas prim ur c'horfad soudarded ergerzhad evit adkemer an tiriad kollet. Buan a-walc'h e drenkas an darvoudou goude miz Du 1946 betek degouezhout d'ur brezel etre nerzhiou Republik Demokratel Viet Nam hag ar C'hallaoued.

Red an darvoudou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar Vi?t Minh e 1945, Vo Nguyen Giap gant ar vrec'h kleiz savet e-pad un adwel
Poltred strollad harzlammerien Arme Vroadel Vietnam .