Hankyoreh

Eus Wikipedia
Hankyoreh
kazetenn
Deiziad krouin 1988   Kemmañ
Titl 한겨레   Kemmañ
Stad Republik Korea   Kemmañ
Political alignment kleiz-kreiz   Kemmañ
Sez sokial Mapo District   Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anv koreaneg , saozneg , yezhou sinaek , japaneg   Kemmañ
Newspaper format broadsheet   Kemmañ
Lec'hienn ofisiel https://www.hani.co.kr/ , https://english.hani.co.kr/ , https://japan.hani.co.kr/ , https://china.hani.co.kr/   Kemmañ
URL gwazh https://www.hani.co.kr/rss/ , https://japan.hani.co.kr/rss/   Kemmañ
Savadur ar gazetenn Hankyoreh

Hankyoreh ( hangeul  : 한겨레, "Ar vroad korean", pe "Ar vroad") zo ur gazetenn bemdeziek sukorean anvet Hankyoreh Shinmun (hangul : 한겨레新聞 ; hanja  : 韓係來新聞 Keleier korean"") en niverennu kentan. Savet eo bet d'ar 15 a viz mae 1988 gant kazetennerien ar c'hazetennou Dong-a Ilbo ha Chosun Ilbo .

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Er bloaz 1988 e oa kontrollerezh ar Stad milourel sukorean o vont war wanaat da-genver lezenn met chom a rae krenv birvidik levezon ar Stad war ar media sukorean. Lavaret e veze e oa hentet pep tra gant sell Ministrerezh ar sevenadur hag ar c'hleweled , ha pep kazetenn e Su Korea en em gave gant an hevelep doare pennadou war an hevelep pajennou. Pa 'z eo bet krouet ar gazetenn Hankyoreh Shinmun ez eo bet lavaret gant e grouerien e oa "ar gazetenn gentan dre ar bed o vezan frank a-wir gant ar bed politikel ha hini ar c'hevala bras".

Evit talan ouzh kement-se, strollad an Hankyoreh Shinmun a voulc'has un hent frank, a-gleiz ha broadelour korean, pell diouzh ar c'hleweled sukorean dre vras a oa a-du gant tro-spered kerwerzhel ha kevalaour SUA a-enep adunvanin Korea.

Broadelourien Korean an Hankyoreh Shinmun [ kemman | kemman ar vammenn ]

Er bed enepkomunour a-grenn ar [|bloavezhiou 1980]] levezonet-dall gant SUAe oa tud an Hankyoreh o klask bezan broadelourien Korean wirion o stourm evit Korea nemetken. Evit diskouez o dibarelezh hag o broadelouriezh korean gwirion ez eo nac'het ar skritur hanja (skritur a orin sinaek ) : Hankyoreh e voe ar gazetenn gorean gentan oc'h implijout ar skritur hanjun hepken. Ouzhpenn da se e oa bet chomet en ur implij an nebeutan ar gwellan ar skritur latin hag ar geriou estren. Kement ha mont ganti e voe dibabet skrivan a-blaen e-lec'h skrivan a-blom.

Doareou enklaskou an Hankyoreh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dre ma oant broadelourien gorean, tud Hankyoreh o deus sevenet un enklask don hag onest a-zivout lazhadegou soudarded al lu sukorean, an SMRK (Strollad Marines Republik Korea) dreist-holl, e-pad Brezel Viet Nam war Vietnamiz nannsoudard ha dizarmet. Labouret ez eus bet ivez war ar wallgudenn Lai đ?i Han , tud bet ganet gant koubladou tad sukorean ha mamm vietnamat, lod anezho o vezan bet palforset gant soudarded Su Korea.

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]