Danny Elfman

Eus Wikipedia
Danny Elfman
den
Reizh pe jener paotr   Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Stadou-Unanet   Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den Danny Elfman   Kemmañ
Anv ganedigezh Daniel Robert Elfman   Kemmañ
Anv-bihan Daniel , Robert   Kemmañ
Anv-familh Elfman   Kemmañ
Deiziad ganedigezh 29 Mae 1953   Kemmañ
Lec'h ganedigezh Los Angeles   Kemmañ
Mamm Blossom Elfman   Kemmañ
Breur pe c'hoar Richard Elfman   Kemmañ
Pried Bridget Fonda   Kemmañ
Bugel Oliver Elfman   Kemmañ
Yezh vamm saozneg   Kemmañ
Yezhou komzet pe skrivet saozneg   Kemmañ
Yezh implijet dre skrid saozneg   Kemmañ
Bet war ar studi e University High School   Kemmañ
Lec'h labour New York   Kemmañ
Derou ar prantad labour 1972   Kemmañ
Relijion kristeniezh   Kemmañ
Benveg sonerezh mouezh   Kemmañ
List of works list of compositions by Danny Elfman   Kemmañ
Pladennrolladur Danny Elfman discography   Kemmañ
Ezel eus Oingo Boingo   Kemmañ
Tachenn new wave , ska   Kemmañ
Label sonerezh Sony Classical   Kemmañ
Priziou resevet Primetime Emmy Award , Disney Legends   Kemmañ
Bet kinniget evit Academy Award for Best Original Musical or Comedy Score , Academy Award for Best Original Dramatic Score , Academy Award for Best Original Score , Academy Award for Best Original Score   Kemmañ
Lec'hienn ofisiel https://www.dannyelfman.com/   Kemmañ
Rummad tost Category:Films scored by Danny Elfman   Kemmañ
Danny Elfman

Danny Elfman pe Daniel Robert Elfman a zo ur sonaozour sinema stadunanat .

Ganet eo bet d'an 29 a viz Mae 1953 e Los Angeles , Kalifornia ( SUA ). Dimezet eo gant ar gomedianez Bridget Fonda .

Kanet ha sonet en deus er strollad Oingo Boingo , etre 1976 ha 1995. An anv The Mystics Knights Of The Oingo Boingo a oa gant ar strollad da gentan-tout. Seizh albom zo bet savet ganto. Un eizhvet, So-Lo a oa sinet gant anv Danny Elfman hepken. E-touez kanaouennou brudetan ar strollad eman Weird Science . Implijet e oa bet er film ( John Hugues , 1985) hag er rummad-filmou (1994-1997), ar memes titl Weird Science ganto. Er strollad Oingo Boingo e sone gant unan eus e genlabourerien fealan, Steve Bartek , a gendalc'h da skoazellan anezhan hiziv war e sonskridou evit ar sinema.

Sonaozour muian karet Tim Burton eo. Savet en deus sonerezh eus pep brasan e filmou. E vouezh a c'heller klevet ivez er film The Nightmare Before Christmas . Rein a ra e vouezh d'an haroz Jack, Barrel (unan eus an tri bugel) hag ar furlukin pa gan an tudennou-se er film. Kanan a ra ivez an darn vrasan eus kanaouennou ar film Charlie and the Chocolate Factory . Ouzhpenn e genlabour feal gant Tim Burton, en deus skoulmet darempredou gant ar filmaozerien Sam Raimi ha Gus Van Sant .

Savet en deus ivez meur a don evit an tele, en o zouez toniou The Simpsons , krouet gant Matt Groening , Tales From The Crypt , The Flash , Dilbert , Desperate Housewives ...

E 2004 e savas ton pennan ar c'hoari video Fable , renet gant Peter Molyneux, evit X-Box Microsoft. Ar peurrest eus ar sonerezh zo bet savet gant Russell Shaw.

D'an 23 a viz C'hwevrer 2005 en deus Danny Elfman tanvaet d'ur mod nevez da sevel ha kinnig e sonerezh. D'an deiz-se e Carnegie Hall e oa bet tu da glevet e sonskrid Serenada Schizophrana . Pedet e oa bet gant an American Composers Orchestra da sevel ur sonskrid. C'hwec'h lodenn zo dezhan, savet evit laz-senin ledan, binviou elektronek, daou biano ha laz-kanan merc'hed.


Roll filmou [ kemman | kemman ar vammenn ]