Banniel Danmark

Eus Wikipedia
Banniel Danmark
Banniel Danmark
Kenfeuriou : 28:37
Kod bannielouriezh
Anv (pe lesanv): Dannebrog
Degemeret e 1625 (ent-ofisiel)
Liviou
  • ??   ruz 186C
  • ??   gwenn (liv)
  • Banniel Danmark , lesanvet Dannebrog , zo ruz gant ur groaz wenn ; div vrec'h ar groaz n'emaint ket e-kreiz met tostoc'h d'an tu diabarzh, ma vez staget ar banniel. Ur groaz evel-se a gaver ivez war bannielou ar stadou all zo e Skandinavia ( Sveden , Norvegia , Finland hag Island ) ha war bannielou broiou bihanoc'h (Inizi Faero , Inizi Aland ...). En amzer ma oa unanet Danmark ha Norvegia (1536 ? 1814) e veze implijet an Dannebrog e Norvegia ivez. N'eo nemet e 1821 e voe degemeret ent-ofisiel banniel Norvegia .

    Banniel Danmark eo ar c'hoshan banniel er bed zo implijet c'hoazh evit ur stad [1] . Ar roudou koshan anezhan a gaver er XIV vet kantved . A-raok an amzer-se e veze implijet ur banniel warnan skeudenn ur vran e Danmark, evel e broiou all Skandinavia.

    Orin ar banniel [ kemman | kemman ar vammenn ]

    Hervez ur vojenn hollanavezet e Danmark, e vije kouezhet ar banniel-se eus an oabl e-pad Emgann Lyndanisse , anavezet ivez evel Emgann Valdemar . Eno e oa soudarded Danmark, renet gant o roue Valdemar II , oc'h en em gannan a-enep tud ar vro, e-kichen Lyndanisse (Tallinn) en Estonia , d'ar 15 a viz Mezheven 1219 . Kouezhet e vije ar banniel eus an nenv e-touez tud Danmark ha trec'h e vijent bet war o enebourien goude-se abalamour da se.

    N'eus prouenn ebet eus kement-se avat hag ar skridou kentan diwar-benn ar vojenn-se a voe skrivet ouzhpenn 300 vloaz goude an emgann.

    Sur a-walc'h e oa ar banniel-se un arouez kristen, evel ma veze implijet stank en amzeriou-se, dreist-holl e-pad Brezeliou ar Groaz .

    Bannielou all [ kemman | kemman ar vammenn ]

    Splitflag - Banniel stad.

    Kenfeur: 56:107

    Orlogsflag - Banniel ar morlu.

    Kenfeur: 7:17

    Kongeflaget - Banniel ar roue

    (gant ardameziou ar vro e-kreiz).

    Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


    Commons
    Commons
    Muioc'h a restrou diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons .

    Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

    1. Bannielou Bro-Skos ha Katalonia zo koshoc'h war a seblant, met n'eo ket anavezet an div vro-se da stadou dizalc'h evit ar mare.