Yuzevien

Eus Wikipedia
Yuzevien
ethnoreligious group , broad , pobl
Anv er yezh a orin ??????   Kemmañ
Yezhou komzet pe skrivet hebraeg   Kemmañ
Relijion yuzevegezh   Kemmañ
Anvet diwar Yehouda   Kemmañ
Stad Israel   Kemmañ
Bro orin Rouantelezh Yehouda   Kemmañ
Studiet gant Jewish studies   Kemmañ
Istor Jewish history   Kemmañ
Enebet ouzh Jentiled   Kemmañ
Roll elfennou lists of Jews   Kemmañ

Ar Yuzevien ( hebraeg : ????????? / yehoudim , gregach  : ?ουδα?οι / Iouda?oi , latin  : Iudaei ), a zo izili ur bobl dre o yuzevegezh , pe ur gumuniezh relijiel dre ar yuzeviezh .
Hervez o hengoun e tiskennont eus patriarked a zo meneget en Testamant Kozh evel Abraham , eus ur bobl semitek undoueour eus Palestina .
Strewet e voent dre ar bed a-bezh e-kerzh ar c'hantvedou (an diaspora ), heskinet alies ? an heskinadeg washan e voe ar Shoah e-kreiz an XX vet kantved ?, met kalzik anezho a zistroas da sevel stad Israel , hag un tammig en tu-hont da 40% anezho a zo o vevan eno.

Piv a zo Yuzev? [ kemman | kemman ar vammenn ]

N'eman ket an holl Yuzevien a-du war ar poent-se, met gallout a reer neoazh sevel roll ar poentou heverkan ha degemeretan:

  • Hervez gouarnamant Israel hag al lezenn war ar gwir d'an distro (hervez enkemmad 1970): Yuzev eo an den en deus ur vamm yuzevez, pe an den a zo troet ouzh ar yuzeviezh (ar relijion yuzev) ha n'en deus relijion all ebet [1] .
  • Dre vras e tegemer ar Yuzevien e vefe Yuzev kement diskennad eus Yuzevien ha pa ne heuilhfe ket ar relijion, ha war an tu all e tegemeront da Yuzev an dud troet ouzh o relijion ha pa ne vefent ket Yuzevien a-orin [2] .
  • Un identelezh a zo ivez, dishenvel diouzh ar relijion, gant ar santimant da vezan ezel eus ur bobl, ha dre an istor a-hed ar c'hantvedou, al liamm gant Israel, ouzhpenn ar sevenadur gant sonerezh, ar yezh, ar boued, ar mod bevan…; ar pep brasan eus ar Yuzevien, ha p’o dije dilezet o relijion, a chom stag ouzh o identelezh [2] .
  • N'eus ket eus ur "ouenn" yuzev pa gaver Yuzevien gant kroc'hen gwenn, gant kroc'hen du, gant kroc'hen melen; ouzhpenn se e vagont disfiz diouzh ar c'heal "gouenn"-se dreist-holl abaoe politikerezh an Trede Reich en o eneb, diazezet war ar c'heal-se [2] .

Ar Yuzevien dre ar bed [ kemman | kemman ar vammenn ]

Hervez Burev Kreiz Israel ar Stadegou e oa 13 421 000 a Yuzevien dre ar bed e 2009 , da lavaret eo war-dro 0,19% eus poblans ar bed [3] .

Hervez ar broiou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Bro Yuzevien (niver) Yuzevien (%)
Israel 5 916 200 [4] 75,52%
Stadou-Unanet 5 275 000 1,71%
Frans 483 500 0,77%
Kanada 375 000 1,11%
Rouantelezh-Unanet 292 000 0,47%
Brazil 207 329 0,10%
Rusia 205 000 0,15%
Arc'hantina 182 300 0,45%
Alamagn 119 000 0,15%
Aostralia 107 500 0,50%
Ukraina 71 500 0,16%
Suafrika 70 800 0,14%
Hungaria 48 600 0,49%
Mec'hiko 39 400 0,04%
Belgia 30 300 0,28%
an Izelvroiou 30 000 0,18%
Italia 28 400 0,05%
Bed 13 558 300 0,21%


Pennadou kar [ kemman | kemman ar vammenn ]

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

  1. [1]
  2. 2,0 2,1 ha 2,2 (en) Are Jews a Religious Group or an Ethnic Group? National Resource Center for Accurate Jewish Content in Schools
  3. (en) Poblans yuzev er bed hag en Israel (pdf)
  4. (en) Israel closes decade with population of 7.5 million Haaretz, 30/12/2009)