The Smiths

Eus Wikipedia
Morrissey, Johnny Marr, Andy Rourke & Mike Joyce

The Smiths a oa ur strollad pop / indie pop bet savet e Manchester e 1982 gant Morrissey (22 a viz Mae 1959 ) (kan), Johnny Marr (31 a viz Here 1963 ) (gitar), Andy Rourke (gitar boud) ha Mike Joyce (taboulinou). Marr ha Morrissey a gejas an eil gant egile d' an 20 a viz Mae 1982 e ti Morrissey (384 Kings Road, Stretford). Marr a oa o klask ur c'haner a ganfe war an toniou savet gantan. Divodet eo bet ar strollad e 1987 . Holl o fladennou a zo bet embannet gant Rough Trade . Peurliesan e vez gwelet evel strollad indie breizhveuriat pouezusan ar bloavezhiou 1980, ha votet eo bet strollad gwellan Breizh-Veur e 1984 . Lakaet o deus embann peder fladenn : The Smiths ( 1984 ), Meat Is Murder ( 1985 ), The Queen Is Dead ( 1986 ) ha Strangeways, Here We Come ( 1987 ). Teir dastumadeg a zo deuet er-maez ivez : Hatful of Hollow ( 1984 ), The World Won't Listen ( 1987 ) ha Louder Than Bombs ( 1987 ). Re all a zo deuet er-maez ur wech divodet ar strollad, met ne oa ton nevez ebet warno. Ur bladenn enrollet war al leurenn, Rank he zitl, a zo deuet er-maez e 1988 .