한국   대만   중국   일본 
Sujedigezh - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Sujedigezh

Eus Wikipedia
E New York edo paotr ar foto, bet sujet da zrammou ( 2014 )

Er c'horf pe er spered eman ar sujedigezh (skrivet sujidigezh ivez, pe an adiktadur [1] [2] ) hag a c'houlenn grons resev un danvez evit bezan mat.

Dont a ra ar sujedigezh dre zegas un danvez bennak er c'horf. Mont a ra gant red ar gwad , da lavaret eo en empenn hag all.

Sonjal a ra an den ez eo deuet laouen hag e fell dezhan resev an danvez ur wezh all ( drammou , butun , louzou , kafe ). Dre vras e vez graet ur sujedigezh eus ar c'hoariou pa zeu diaes buhez an den abalamour d'ar c'hartou , ar c'hoariou arc'hant , ar c'hursaaliou .

Torret e c'hell bezan mennerezh an den gant ar sujedigezh. Met douetans o devez an dud, evito e vez mennet un den sujet-grons d'un dramm da oberiou a-youl vat, diskar e damm drammou da gentan.

Gallout a ra un den dont klanv abalamour d'ar sujedigezh ha mont d'an ospital evit parean pe mont da welout ur mezeg evit komz d'an nebeutan.

A-wezhiou abalamour d'an doperezh e c'hell sportourien mervel yaouankoc'h ; abalamour d'un dreistdozenn mervel a-daol-trumm, evel ar ganerez Amy Winehouse , paouez da zebrin evel an aktourez Jenna Jameson .

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. "adiktadur" hervez TermOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)
  2. "adiktadur" pe "sujidigezh" hervez Geriadur ar Skiantou hag an Teknikou, brezhoneg21.com


Wikiarroud
Sellit ouzh ar pennad
Sujedigezh
e Wikiarroud ,
an dastumad menegou.



Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Sujedigezh er
wikeriadur , ar geriadur frank.