Spagn Nevez

Eus Wikipedia
Spagn Nevez en he brasan, pa oa Louisiana e dalc'h Rouantelezh Spagn .
Spagn Nevez hervez Feur-emglev Adams-Onis e 1819 ( hep an douarou er Meurvor Habask ).

Spagn Nevez , pe ≪ Nueva Espana ≫ e spagnoleg, a oa ur rann eus impalaeriezh trevadennel Spagn , pe, resisoc'h, ur vesrouantelezh e dalc'h rouaned katolik Spagn, savet en 1525 en-ofisiel, hag a badas betek dizalc'hted Mec'hiko en 1821. A-wechou e vez lavaret ≪ Mec'hiko gozh ≫ anezhi. Kentan besroue e voe Antonio de Mendoza y Pacheco , hag e Ciudad de Mexico e voe ar ger-benn, e ker gozh Tenochtitlan .


En em astenn a rae douarou ar vesrouantelezh e Kreizamerika en he fezh, hogozik, eus Mec'hiko da harzou kreisteiz Costa Rica , hag en hanternoz e douarou zo breman e SUA , California , Arizona , New Mexico , Texas , ha betek er Filipinez er c'hornog. Douarou all a oa c'hoazh pelloc'h en hanternoz, evel an Oregon Country, met ne oant ket bevennet splann.

Rannou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Rannet e oa ar vesrouantelezh etre rouantelezhiou ha kabiteniezhiou ( capitanias generales ). Sed anviou ar rouantelezhiou:

Sed anviou ar c'habiteniezhiou:

Orin an anv [ kemman | kemman ar vammenn ]

Hernan Cortes an hini a ginnigas an anv-se en e eil lizher d'an impalaer Carlos Ian Spagn ha d'ober Nueva Espana eus an douarou ergerzhet ha sujet da gurunenn Spagn e-pad aloubidigezh an impalaeriezh aztek .