Skridvarnerezh

Eus Wikipedia
skridvarnerezh
Rumm lennegel , branch of literature , obererezh mab-den
Iskevrennad eus burutellerezh   Kemmañ
Arvez literary studies   Kemmañ
Is the study of lennegezh   Kemmañ
Pleustret gant skridvarnouriezh   Kemmañ

Ar skridvarnerezh eo obererezh an hini a varn ar skridou lennegel , pe a lavar pegen talvoudus int.

Kavet e vez oberennou skridvarnerezh e kement stumm moulet , rak ne c'hell ket mont pell ar c'helaouenner-skridvarner a zispak e venozhiou er skingomz pe er skinwel . Ar skridvarnerezh gwellan a vez aozet gant skolveuridi e levriou pe e kelaouennou embannet gant ar skoliou-meur. Kavet e vez pennadou er c'helaouennou lennegezh 'zo pe er c'helaouennou boutinoc'h ivez.

Ar skridvarnerezh nevesan a c'hell bezan levezonet gant teorienn al lennegezhiou , met n'eo ket labour ar skridvarner hini an teorienner .

Skridvarnerezh brezhonek [ kemman | kemman ar vammenn ]

Rouez-tre eo ar pennadou skridvarnerezh brezhonek pa n'eus ket kalz a skrivagnerien, hag ar re-se n'o deus ket kalz a lennerien. Klemmet o deus un nebeud skrivagnerien ne glevent heklev ebet eus an degemer graet d'o levriou ( Youenn Drezen ha Mikael Madeg en o zouez). Strivou a zo bet graet gant skipailhou Aber , Al Liamm , Al Lanv ha Brud Nevez evit embann pennadou gwir skridvarnerezh. N'eus ket a skridvarnerezh brezhonek savet er skoliou-meur.
Un nebeud skrivagnerien vrezhonek o deus dalc'het da sevel skridvarnadennou diles : Youenn Olier , Reun ar C'halan , Pierrette Kermoal ... memestra.

Brud Nevez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Fanch Broudig a skriv pennadou skridvarnerezh en e gelaouenn Brud Nevez abaoe pell. Kamaraded dezhan o deus bet graet ivez: Kadiou, Merser, ha meur a hini all. Mikael Madeg en deus bet embannet pennadou hir, goude ma vezent alies diwar e benn e-unan.

Istor ar skridvarnerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]