Sergey Prokofyev

Eus Wikipedia

Ur sonaozer rusian eo Sergey Sergeyevitch Prokofyev (e ruseg Сергей Сергеевич Прокофьев, Sergej Sergeevi? Prokof'ev ). Skrivet e vez Sergei Prokofiev alies ivez. Ganet eo bet d'an 23 a viz Ebrel 1891 e Sontsovka , en Ukraina hag eo bet d'an anaon d'ar 5 a viz Meurzh 1953 e Moskov gant ur taol gwad en e benn.

Marvet e oa 50 munutenn a-raok Jozef Stalin met er gazetenn Pravda e vo roet da c'houzout ar c'helou c'hwec'h devezh goude hepken. Pouezhet e oa bet krenv war e familh evit ma chomfent mut a-zivout e varv rak ret e oa e chomfe sellou an holl war hini Stalin . E-pad e obidou ne voe un 40 a dud nemetken.

Sergey Prokofyev.