한국   대만   중국   일본 
Rock 'n' roll - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Rock 'n' roll

Eus Wikipedia
Kentpatrom ar Fender Esquire , 1949
Ur Fender Stratocaster , arouez ar rock 'n' roll
Ur Gibson Les Paul , an arouez all

Ar rock 'n roll (svrivet rock and roll ha rock & roll ivez, "bransellat ha ruilhal") zo un doare sonerezh a zo bet ganet e Stadou-Unanet Amerika war-lerc'h an Eil brezel-bed , e derou ar bloavezhiou 1950 , goude ijinadenn ar gitar tredan . Dont a ra ar bomm rock 'n' roll eus luc'haj ar sonerien blues a rae an anv-se eus an darempredou revel .

E derou al luskad rock 'n' roll e veze savet toniou diwar re ar blues sonet buanoc'h, evel ar ganaouenn That's All Right, Mama gant Arthur Crudup ( 1905 - 1974 ), pa voe kanet gant Elvis Presley ( 1935 - 1977 ). Abred avat e voe azasaet toniou country music kanet buan, evel Jambalaya Hank Williams ( 1923 - 1953 ) hag a voe adkemeret gant Jerry Lee Lewis ( 1935 - 2022 ), pe Rock Around the Clock Bill Haley ( 1925 - 1981 ), a zo savet war ton Move It All Over Hank Williams.

E-keit-se e klaske ar yaouankizou du ur sonerezh laouenoc'h eget ar blues, hag unan o lakafe da zansal.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gitarou tredan

Ne vefe ket bet eus ar rock 'n' roll hep ijinadenn ar gitar tredan.

Ken abred ha 1911 , da heul ijinadenn an amplaer elektronek, e voe breouet ur paker tredanwarellek evit ar piano ha forzh pe venveg-senin gant kerdin metalek . Gitarou klev amplaet dre an ardivink-se a voe fardet gant ar soner hag ijinour Lloyd Loar ( 1886 - 1943 ) evit Gibson Guitar Corporation kent 1924 [1] . E 1928 e voe lakaet ur gitar klev amplaet war ar marc'had gant an embregerezh Stromberg-Voisinet e Chicago [2] . E 1935 e voe breouet gant L. Loar ur paker tredanwerellek nevez, henvel ouzh ar re a zo breman, "evit binviou-senin dre gerdin evel ar gitar, ar vandolinenn , ar violin hag all" [3] .

Adalek ar bloavezhiou 1930 ivez e voe lakaet gitarou tredan hep kef-dasson ( solid body ) war ar marc'had gant an embregerezhiou Audiovox ha Rickenbacker [4] . Clarence Leonidas "Leo" Fender ( 1909 - 1991 ) ha Clayton Orr "Doc" Kaufmann ( 1901 - 1990 ) a lakaas er c'henwerzh o gitar tredan kentan e 1950 , ar Fender Esquire Solid-Body , a roas lans d'ar rock 'n' roll er Stadou-Unanet hag er bed a-bezh d'o heul [5] .

Er Stadou-Unanet

Kempred gant donedigezh ar gitar Fender war ar marc'had e voe al lazou rock 'n' roll kentan er Stadou-Unanet. Ganto e voe kendeuzet ar blues, ar c'hountry hag ar jazz kent krouin nouspet is-rummad sonerezh rock a-hed dekvloaziadou. An teir mammenn-se o-unan zo deveret diouzh meur a zoare sonerezh, en o zouez an toniou hengounel deuet eus Afrika , Europa ha Suamerika , ha toniou ar sonerezh klasel. Enbroidi deuet eus ar bed a-bezh en em stalias er Stadou-Unanet en ur zegas o sonerezhiou hag o binviou-senin. An holl levezonou sevenadurel -se a lakaas ar Stadou-Unanet da sturierien ar sonerezh-pobl betek breman.

Evit d'ar rock 'n' roll bezan bet ganet er Stadou-Unanet ne c'heller ket lavarout ez eo ur sonerezh rannvroel, pa ne c'heller ket kavout e orin e nep takad ; gant ar skingomz ez eo bet ganet e gwirionez, da gentan dre abadennou an disc-jockey a orin rus -ha- kembreat Albert James "Alan" Freed ( 1921 - 1965 ) a skignas rhythm and blues ha ≪ rock 'n' roll ≫ ? gantan e voe dibabet an anv ? adalek Cleveland ( Ohio ) a-hed ar bloavezhiou 1950.

Stag c'hoazh ouzh doare swing [6] ar sonerezh jazz sonet gant Benny Goodman ( The King of Swing , 1909- 1986 ) e oa al lazou rock 'n' roll kentan.

Elvis Presley e voe ar c'hentan kaner rock 'n' roll o c'hounez brud er bed a-bezh, petra bennak ma voe berzet e abadennou skinwel kentan ; stek e soner gitar tredan, Scotty Moore ( 1931 - 2016 ), a levezonas ar rummadou sonerien a voe war e lerc'h. Pouezus-tre ivez e voe ar gitarour Chuck Berry ( 1926 - 2017 ) : diwar stek T-Bone Walker ( 1910 - 1975 ), ar c'hentan gitarour o senin blues gant ur benveg tredan, ec'h ijinas Chuck Berry digorou ha luskou diazez toniou ar rock 'n' roll.

E Breizh-Veur

Goude lans ar rock 'n' roll stadunanat er bloavezhiou 1950 e voe tro hini Breizh-Veur da ren war ar bed er bloavezhiou 1960  ; ar British Invasion a reer eus ar mare a zo bet adalek The Beatles ( 1960 - 1970 ) betek Led Zeppelin ( 1968 - 1980 ). The Beatles e voe ar c'hentan laz estren d'ar Stadou-Unanet o levezonin sevenadur SUA, pa gasjont da get kement aspadenn eus ar blues, ar c'hountry hag ar jazz dre zegas un doare son nevez.

En hevelep mare avat e voe ul luskad all hengouneloc'h, ar British Blues Boom , a grouas ar blues saoz diwar sonerezh Howlin' Wolf (1910- 1976 ), Muddy Waters ( 1913 - 1983 ), B.B. King (1925- 2015 ), Bo Diddley (1928- 2008 ), Freddy King ( 1934 -1976) ha Buddy Guy (bet ganet e 1936 ). E penn al luskad-se e voe Eric Clapton (bet ganet e 1945 ) ; goude endevout sonet gant John Mayall (bet ganet e 1933 ) hag al lazou The Yardbirds, Cream, Blind Faith ha Derek & the Dominos e renas e respet dezhan e-unan betek hiziv an deiz hag e troas da unan eus gitarourien bennan ar blues hag ar rock 'n' roll. Ur gitarour hepken a voe par dezhan e Londrez , ha stadunanat e oa : Jimi Hendrix ( 1942 -1970), a voe ken krenv all e levezon war ar rock 'n' roll koulz dre e stek hag e doniou.

Ne baouezas ket The Beatles a zegas kemmadennou er roc'k 'n' roll a-hed ar bloavezhiou 1960 ; o albom Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band ( 1967 ) a levezonas ar marc'hed betek dibenn ar bloavezhiou 1980 . Diwar an albom-se e voe ganet al luskad progressive rock dre al lazou Pink Floyd e 1965, Genesis e 1967 ha Yes e 1968.

D'ar mare-se ivez e teuas war wel daou laz eus ar re bouezusan en Istor ar rock 'n' roll : Led Zeppelin ha Black Sabbath , o-daou e 1968. Gant ar gitarour Jimmy Page (bet ganet e 1944 ) e voe krouet Led Zeppelin goude bezan bet soner e studioiou ha bet lakaet da unan eus gwellan sonerien gitar tredan a-viskoazh ; brudet e voe Led Zeppelin evit degas liviou nevez war ar blues ha rein lans d'al luskad hard rock , tra ma voe krouet al luskad heavy metal gant Black Sabbath.

35 vloaz KLT ! ( The Rock Station )
Bloavezhiou 1970

Goude an darvoudou sevenadurel ha politikel a c'hoarvezas e dibenn ar bloavezhiou 1960 ( Summer of Love e San Francisco e 1967, trubuilhou en Europa e 1968) e voe mantret un darn vras eus yaouankizou ar bed : marvet e oa al luskad hippie , marvet ivez e oa Jimi Hendrix, Brian Jones (1942- 1969 , penn The Rolling Stones ), Janis Joplin ( 1943 -1970) ha Jim Morrison (1943- 1971 , The Doors ) ? an holl da 27 vloaz, ha ne oa bet dispac'h ebet. Ar rock 'n' roll avat a gendalc'has gant e hent, hag e dibenn an dekvloaziad e oa meur a luskad ennan : progressive rock (The Beatles, The Beach Boys ), hard rock (The Rolling Stones, The Who ), heavy metal (Led Zeppelin, Black Sabbath, Deep Purple ), blues rock (The Doors, Janis Joplin), country rock ( Buffalo Springfield , The Byrds ), southern rock ( Lynyrd Skynyrd , ZZ Top ) hag all, hag all, hep na glaskfe laz pe laz krouin un doare nevez ; ne raent nemet senin ar pezh a blije dezho tra ma veze peget liketennou ouzh o c'hein gant ar c'hazetennerezh arbennik.

E dibenn an dekvloaziad e tiforc'has rock 'n' roll Breizh-Veur diouzh hini ar Stadou-Unanet. Beuzet e voe Breizh-Veur el luskadou punk rock ( Sex Pistols , The Clash ) ha new vave ( Duran Duran , Spandau Ballet ) tra ma chome ar Stadou-Unanet feal da "ene" ar rock 'n' roll ( Van Halen ).

Blovezhiou 1980

Eus ar Rouantelezh-Unanet avat e teuas nevezadur al luskad hard rock er bloavezhiou 1980 , a-drugarez d'al lazou Iron Maiden , Judas Priest ha Motorhead  ; buan e voent heuliet er Stadou-Unanet gant Metallica , Slayer , Megadeath hag Anthrax , a droas nebeut-ha-nebeut an hard rock d'an trash metal . E dibenn an dekvloaziad e voe ganet an alternative rock en daou du eus ar Meurvor Atlantel , dre un distro d'ar pezh a veze anvet pop music er bloavezhiou 1960 : sonerezh eeun a c'heller senin aes ha toniou a chom en envor an dud, evel re R.E.M. (SUA) ha The Cure ( Bro-Saoz ).

Bloavezhiou 1990

Un doare son nevez a voe er Stadou-Unanet da heul an alternative rock  : al luskad grunge (anvet post-punk ivez), gant e stek eeun, hep gitarourien dreistdonezonet o soloiou hirbadus ; Nirvana e oa al laz grunge pennan. Buan e voe ur respont e Breizh-Veur, gant Britpop al lazou Blur , Oasis ha Pulp .

Diwezhatoc'h

Bepred e kendalc'h ar rock 'n' roll da emdrein, daoust d'e steredenn bezan bet dilufret un tamm mat, hogen kement ha skourrou hag is-skourrou zo ennan ma'z eo aet an anv ≪ rock 'n' roll ≫ da re zispis. Classic rock a reer breman eus ar sonerezh a voe enrollet er bloavezhiou 1960 ha 1970, met anavezet mat eo c'hoazh gant yaouankizou an XXIvet kantved ? ar pezh a zo reizh, pa oar an holl dud pe dost ez eus c'hoazh eus sonerezh Johann Sebastian Bach ha Wolfgang Amadeus Mozart .

Breman

Biskoazh n'eus bet un doare sonerezh par d'ar rock 'n' roll a-fet ijinusted hag an niver a vailhed, evit daou abeg : kalz lazou a oa da "oadvezh aour" ar rock 'n' roll, neuze re oa ret d'ar sonerien bezan er vegenn evit padout ; al lazou a groue o sonerezh hag an tier-embann a rae war-dro brudan al lazou. Kensonadegou a veze e pep lec'h, diezhomm e oa ar skinwel evit ma teufe mailhed nevez war-c'horre.

Aesoc'h eo kompren an anadenn-se pa selaouer penaos ez eo bet savet ha sonet pevare albom Led Zeppelin (1971), Sabbath Bloody Sabbath gant Black Sabbath (1973) ha The Dark Side of the Moon gant Pink Floyd (1973) a-douez degadou a bennoberennou. Biken ken moarvat ne vo kavet o far, rak kemmet eo bet an amzer (kenwerzheloc'h a-galz eo hiziv) hag ar sonerezh (ken mat e vo, hogen dishenvel).

Doareou rock 'n' roll [ kemman | kemman ar vammenn ]

Setu aman ul listenn diglok eus an anviou a zo bet roet da skourrou niverus ar rock 'n' roll. Diglok eo, evel-just : n'eus nemet 95 anezho aman, hag eman ar rod o trein c'hoazh.

  • Acid rock
  • Alternative metal
  • Alternative rock
  • Art punk
  • Art rock
  • Avant-punk
  • Beatdown hardcore
  • Blues rock
  • Boogie rock
  • California sound
  • Christian rock
  • College rock
  • Country rock
  • Crossover thrash
  • Dance-rock
  • Death metal
  • Death rock
  • Electronic rock
  • Emo
  • Emo pop
  • Emo revival
  • Experimental rock
  • Funk rock
  • Garage rock
  • Groove metal
  • Grunge
  • Hard rock
  • Hardcore punk
  • Heartland rock
  • Heavy metal
  • Horror punk
  • Industrial rock
  • Instrumental rock
  • Jangle pop
  • Jersey Shore sound
  • Mathcore
  • Neo-psychedelia
  • New wave
  • New Weird America
  • New York hardcore
  • No wave
  • Noise pop
  • Noise rock
  • Nu gaze
  • Nu metal
  • Occult rock
  • Outlaw country
  • Paisley Underground
  • Pop rock
  • Pop-punk
  • Pornogrind
  • Post-grunge
  • Post-hardcore
  • Post-metal
  • Post-rock
  • Power pop
  • Powerviolence
  • Progressive metal
  • Progressive metalcore
  • Progressive rock
  • Proto-punk
  • Psychedelic folk
  • Psychedelic pop
  • Psychedelic rock
  • Psychobilly
  • Punk rap
  • Punk rock
  • Rap metal
  • Rap rock
  • Red dirt
  • Reggae rock
  • Riot grrrl
  • Rock and roll
  • Rockabilly
  • Roots rock
  • Sadcore
  • San Francisco sound
  • Screamo
  • Shock rock
  • Skate punk
  • Sludge metal
  • Soft rock
  • Southern rock
  • Stoner rock
  • Straight edge
  • Sunshine pop
  • Surf music
  • Swamp rock
  • Thrash metal
  • Thrashcore
  • Tropical rock
  • Tulsa sound
  • Wizard rock
  • Yacht rock
  • Youth crew

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. (en) Duchossoir, Andre, Ginson Electrics , Mediapress, 1981 ( ISBN 978-2-903648-00-8 )
  2. (en) Stromberg Electro
  3. (en) U.S. Patent 2020557A, 12/11/1935
  4. (en) Audiovox Electric Guitars
  5. (fr) Kelly, Martin & al., Fender ? L'Age d'Or 1946-1970 , Grund, 2010 ( ISBN 978-2-7000-2935-2 )
  6. En un ton 4/4 e lakaer an eil hag ar pevare pred da grenv (ta-TA-ta-TA), padal e vezont gwan e sonerezh broiou ar C'hornog (TA-ta-TA-ta).