The Doors

Eus Wikipedia
The Doors
Jim Morrison , kaner ar strollad

Bro orin Stadou-Unanet
Doare(ou) Acid rock
Blues-rock
Rock psikedelek
Bloavezhiou oberiant Eus 1965 da 1973
Label(iou) Elektra Records
Lec'hienn ofisiel thedoors.com

Izili Jim Morrison
Robby Krieger
Ray Manzarek
John Densmore

The Doors a oa ur strollad rock stadunanat savet e miz Gouere 1965 e Los Angeles , Kalifornia ha divodet e 1973 , daou vloaz goude marv e ganer Jim Morrison .

Daoust d'e vuhez berrbad a-walc'h ez eo The doors unan eus strolladou heverkan istor ar rock, ha levezonet ez eus bet un toullad arzourien gant e sonerezh. Brudet-kenan e-pad o bloavezhiou oberiant a-drugarez da ditlou evel Break On Through pe Light My Fire e teuas ar pevar soner da vezan brudetoc'h c'hoazh goude ma voe divodet ar strollad, gant an azeulerezh hag ar vojenn a savas en-dro da Jim Morrison , barzh ha kaner leun a garism. Buhez diroll ha marv abred ar c'haner-se a voe lodek e krouidigezh ar vojenn hag an azeulerezh a savas da heul e varv.

Ar sonerien [ kemman | kemman ar vammenn ]

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Savet e voe The Doors e 1965 goude ur gejadenn etre Jim Morrison ha Ray Manzarek, daou zen diplomet eus an UCLA . Kanet en doa Morrison un nebeud kanaouennou evit Manzarek, Moonlight Drive ha reou all. Bez' oa Manzarek e-barzh ur strollad all dija (Rick and The Ravens), pa oa Krieger ha Densmore o senin gant The Psychedelic Rangers, met anavezout a rae an daou-man Manzarek dre vignoned boutin dezho.

Evit ar re a blij The Doors dezhe, e teue an hoal pennan eus ar c'homzou skrivet gant Jim Morrison. A-hend-all : ar son jazzy gant Densmore, mailhoni ha saouzanidigezh degaset gant klavier Ray Manzarek (dre ma sone gitar-boud gant e zorn kleiz ha piano gant e zorn all), ha stil ar gitarour Robby Krieger gant levezonou a-bep seurt, sort d'ar flamenco , ar sonerezh indian, ar blues hag ar gitar klasel : an holl draou-se a ya d'ober ur stil hag ur son hep e bar.

Orin anv ar strollad [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dont a ra an anv ≪ The Doors ≫ eus titl ul levr bet skrivet gant Aldous Huxley , The Doors of Perception , amprestet a-raok c'hoazh digant ur barzh eus an XVIII vet kantved , William Blake  : ≪ If the doors of perception were cleaned, everything would appear as it is: infinite ≫ (≪ Mar befe naetaet doriou ar merzout, en em ziskouezfe pep tra d'an den evel m'eman e gwirionez : divevenn. ≫)