Rann-eur

Eus Wikipedia
Ar bed rannet e rannou-eur.

Ur rann-eur [1] (liester: rannou-eur ), pe gwerzhid-eur [2] , pe gennad eur [3] a zo ur rann eus an Douar ma’z eo unvan an eur implijet evit an traou lezenn, kenwerzh, sokial... Da skouer evit an treniou, ar skoliou, ha kement 'zo. Techet eo ar rannou-se da heulian bevennou ar stadou. Rannet eo an Douar e 40 rann a ya eus pennahel an Norzh da bennahel ar Su , setu ma ledanaont bep ma tostaer d'ar c'heheder , eleze ar ger gwerzhid a vez graet gantan a-wechou ivez. Heulian a reont dre vras red an heol a ra ar c'helc'hiad noz/deiz, met chenchamantou bras a c'hall bezan. Broiou evel Galiza , ha Breizh un tamm nebeutoc'h, a zo kalz en a-raok war an "eur wir", dreist-holl pa vez an eur hanv (gant eur Europa ar C'hreiz emaint, tra ma ra Breizh-Veur hag Iwerzhon , a-genhed ganto, gant un dilans un eur. Ar broiou bras a vez rannet e meur a hini, evel Rusia pe Kanada . Koulskoude e ra stadou bras 'zo gant unan hepken, evel Sina . Pa vez kreisteiz e Peking (eur ofisiel) e vez an heol o sevel e Lhasa ( Tibet ).

Dre vras e chench ar rannou eus 1 eur da 1 eur. Broiou 'zo avat o deus dibabet ober gant un hantereur, evel India a zo gant UTC+5:30 .

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Lukian Kergoat / Eil Derez Diwan / Kreizenn ar geriaouin : Geriaoueg ar c'heografiezh , p. 9.
  2. Studiet gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg .
  3. Hervez Geriadur Medard, p. 619.

Gwelet ivez [ kemman | kemman ar vammenn ]