An
RMS
Titanic
a oa ur mell batimant mordreizher hag a yeas d'ar strad d’ar
15 a viz Ebrel
1912
en donvor d'an
Douar-Nevez
e-kerzh he beaj kentan. Ar benseadenn vrudetan eus an Istor eo.
Etre
1909
ha
1912
e voe savet an
Titanic
er chanter Harland & Wolff e
Beal Feirste
(
Norzhiwerzhon
), evit ar gompagnunezh White Star Line.
Ur gwir lestr a-strons e oa evit e amzer : 269,1 m e hirder : 28,2 m a ledander ; 7 pont ; 892 implijad. Gouest e oa da zegemer 2 435 a dreizhidi.
D'an
10 a viz Ebrel
1912 e kuitaas
Southampton
war-du
New York
. Pevar devezh diwezhatoc'h e stokas ouzh un
isberg
p'edo 600 km er Su d'an
Douar-Nevez
; war-dro 1 500 den a voe kollet ha 700 bennak a saveteas o buhez. Antronoz e sankas al lestr meur.