Pireneou

Eus Wikipedia
Estanh dels Gorgs en okitaneg, Lac d'Arlet e galleg, e Bearn .

Ar Pireneou zo un aradennad-veneziou lec’hiet etre al Ledenez iberek hag ar peurrest eus kevandir Europa . En em astenn a reont eus ar Mor Kreizdouar , er reter , d’ar Meurvor Atlantel ( pleg-mor Bizkaia ), er c'hornog . Ledet int war hanternoz Katalonia , Aragon , Euskal Herria (Bro-Vask) ha war kreisteiz Okitania . Eman prinselezh Andorra a-bezh enno. Euskadi ha Katalonia , e pep hini eus an daou benn, zo a-c’haoliad war an aradennad. Mont a ra ar Pireneou d'ober an harzou, tamm pe damm, etre Frans ha Spagn . Daou gorn-bro zo lec'hiet diouzh un tu eus an aradennad, ent-douaroniel, ha stag ouzh an tu all, ent-politikel : Traonienn Aran , a red he douriou war-zu an hanternoz, zo stag ouzh Spagn ha lodenn norshan Cerdanya , a ya he douriou war-zu ar c'hreisteiz, zo stag ouzh Frans (departamant Pireneou-ar-Reter ), war-bouez enklozadur Llivia .

430 km eo hed aradennad ar Pireneou ha 100 km eo he ledander d'ar muian. Aneto eo ar menez uhelan (3 404 m), lec'hiet e Spagn.

An anv [ kemman | kemman ar vammenn ]

Chench a ra anv ar Pireneou hervez ar yezhou a gaozeer eno: Pirineus e katalaneg , Pyrenees e galleg , Pirineos e spagnoleg , Pireneus en okitaneg , Perines en aragoneg ha Pirinioak en euskareg .

Hervez mojennou Henc'hres e voe krouet ar Pireneou gant Herakles , evit douaran ar brinsez Pirene .

Ar Pireneou, diwar skeudennou tapet gant loarellou an NASA

Dremmvroiou [ kemman | kemman ar vammenn ]

N'eus ket lennou bras evel en Alpou. Ral hag uhel eo an odeou . Kalz froudou zo avat, hag a ra alies lammou-dour meurdezus. Alies e ra an traoniennou un hantergelc'h gant tornaodou serzh, anvet sirkou .

Lamm-dour Gavarnie (462 m) eo an hini uhelan, e-kreiz ar Pireneou e sirk Gavarnie (departamant Pireneou-Uhel , Gwaskogn ). E-barzh Park Broadel ar Pireneou eman.


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .