한국   대만   중국   일본 
Meurzh (deiz) - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Meurzh (deiz)

Eus Wikipedia

Ar Meurzh eo an deiz etre ar Lun hag ar Merc'her . Hervez ar reizhiad a laka ar sizhun da gregin gant al Lun, ha homan eo ar reizhiad erbedet gant ISO 8601 , ez eo eta an eil devezh eus ar sizhun . Gant ar reizhiad a laka ar sizhun da gregin gant ar Sul , hengounel e meur a vro eus kornaoueg Europa, hag a-orin yuzev-kristen , pe er broiou arabek, ez eo an trede devezh.

Roet eo bet an anv diwar hini Meurzh , doue ar brezel gant ar Romaned . Anv ar blanedenn Meurzh eo ivez.

Roet en eus ivez e brezhoneg an adverb-amzer dimeurzh .

An anv-se a zo tennet diwar hini ar blanedenn,nemetken, ha neket diwar hini an doue.


Ar Meurzh er relijionou hag ar c'hredennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Sin fall e oa gwechall, pa groge miz Meurzh d'ur Meurzh, pa zegouezhe ar c'hentan a viz Meurzh d'ur Meurzh. Hervez ar c'hrennlavar:

  • Meurzh da Veurzh, chas klanv ha naered drouk . Meurzh da Veurzh a zo da gompren: pa zegouezh miz Meurzh d'ur Meurzh...

Meurlarjez, Meurzh al larjez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Meurlarjez , ur gouel graet d'ur Meurzh, daou-ugent devezh a-raok Pask , er broiou katolik.

Deiziou ar sizhun
Lun ? Meurzh ? Merc'her ? Yaou ? Gwener ? Sadorn ? Sul
Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Meurzh er
wikeriadur , ar geriadur frank.