Mahmoud Abbas

Eus Wikipedia
Mahmoud Abbas
den
Reizh pe jener paotr   Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Stad Palestina   Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den ????? ????   Kemmañ
Anv ganedigezh ????? ??? ???? ????   Kemmañ
Anv-bihan Mahmoud   Kemmañ
Anv-familh Abbas   Kemmañ
Deiziad ganedigezh 15 Du 1935   Kemmañ
Lec'h ganedigezh Safed   Kemmañ
Pried Amina Abbas   Kemmañ
Bugel Yasser Abbas   Kemmañ
Yezh vamm arabeg   Kemmañ
Yezhou komzet pe skrivet arabeg   Kemmañ
Micher politiker , gwiraour   Kemmañ
Bet war ar studi e Damascus University , Peoples' Friendship University of Russia   Kemmañ
Diplom skol-veur Doktor Nauk in Philosophy , Doctor of Historical Sciences   Kemmañ
Strollad politikel Fatah   Kemmañ
Bet war ar renk da vezan dilennet 2005 Palestinian presidential election   Kemmañ
Relijion Islam sunnit   Kemmañ
Oberenn heverk The Other Side: The Secret Relationship Between Nazism and Zionism   Kemmañ
Ezel eus Executive Committee of the Palestine Liberation Organization   Kemmañ
Lec'hienn ofisiel https://president.ps   Kemmañ
Kunya Abu Mazen   Kemmañ

Mahmoud Abbas ( arabeg : ????? ????, distaget: Ma?m?d ?Abb?s) (bet ganet d’ar 26 a viz Meurzh 1935 ), a anavezer ivez dindan an anv " kounya " Abou Mazen (??? ????; Ab? M?zin), eo Prezidant Aotrouniezh Vroadel Palestina ha Prezidant an Aozadur evit Dieubin Palestina , war-lerc’h marv Yasir Arafat .

E vuhez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ganet e oa bet e 1935 e Safed , ur ger vihan eus Galile zo en Israel hiziv an deiz. E-kreiz ar stourmou e tremen Mahmoud Abbas e vugaleaj. Da drizek vloaz e tec’h war droad diouzh Palestina da vont da repuin da Siria .

E 1948 e kuita e di genidik gant e familh, ha ne zistroio di nemet c’hwec’h vloaz ha daou-ugent diwezhatoc’h, e miz Gwengolo 1994. Chom a ra ur reuziad da ziskenn ennan e-unan dirak ar savadur zo deuet da vezan ur yeshiva breman, eleze ur skol ma vez kelennet an Talmud.

E Damask , m’eman repuet gant e gerent nes, eman Mahmoud yaouank o labourat evel karreller evit paean e studiou. Tapout a ra e vachelouriezh e Skol-veur Damask a-raok mont da Egipt da studian ar gwir. A-benn ar fin ez a Abbas da skolaj ar reter da Voskov ma pak un doktorelezh war an istor.

E 1982 e sav Abbas e dezenn dindan renerezh Evgueni Primakov : ≪ Tu gin an daolenn : an darempredou kuzh etre an naziegezh hag ar sionegezh ≫. Enni e tiskred war an niver a dud a oa bet lazhet da-genver ar Shoah. Abeg a voe kavet en e dezenn ken e voe, ha tamallet e oa bet dezhan bezan nagennour. Respont a ray diwezhatoc’h, ha daskemm e vennozh en ur zegas da sonj an endro : ≪ A-benn neuze e oamp oc’h ober brezel ouzh Israel. Loskaberzh ar Yuzevien zo bet un torfed euzhus na c’haller ket ankouaat, un torfed enep an denelezh na c’hall ket bezan degemeret gant mab-den. ≫

E engouestl [ kemman | kemman ar vammenn ]

Er bloavezhiou 1950 e krog Abbas d’en em lakaat da vat er politikerezh palestinat. Mont a ra da annezan da g Qatar ma c’hoari ur roll pouezus e servij trevourel an emirelezhiou evel rener ar c’hoskor. Ober a ra krazadenn buan hep dilezel morse e engouestl evit ar gaoz palestinat. A-hend-all e kemer ar garg da duta ul lodenn vras eus ar re a zeuy da vezan tud pennan an Aozadur evit Dieubin Palestina .

Unan eus izili diazezerien ar Fatah eo Abbas ivez e 1957 ; pledin a ra gant an dastum arc’hant evit krouin anezhan a-drugarez d’an dud a anavez er Pleg-mor. Yasir Arafat ha Farouk Kaddoumi zo e-touez an izili diazezerien bennan all. N’emezel ent ofisiel ouzh ar strollad armet nemet e 1961 avat, ha kemer an anv brezel Abou Mazen (tad Mazen, e vab henan). Ar boaz eo er broiou arab ≪ adenvel ≫ evel-se an dud deuet.

E-pad ar bloavezhiou 1960, 1970 ha 1980, e heuilh Yasir Arafat d’al lec’hiou ma’z a d’an harlu. Sellet e vez outan evel un den moder. Tostaat a ra kuzhmuz d’an tu kleiz israelat hag enebin ouzh paotred ar penn pellan el luskadou palestinat. Lavaret a ra Mohammed Daoud Odeh , anezhan aozer ar skrap gouestlidi israelat e-pad C’hoariou olimpek Munchen e 1972, e oa tapet rouestlet Abbas en afer-se.

Bloavezhiou 1990 [ kemman | kemman ar vammenn ]

E-pad ar bloavezhiou 1990, gant skoazell Yasir Arafat , e ra Mahmoud Abbas an difraeou evit rein lans d’an emzivizou kuzh etre ADP hag Israel hag a zisoc’ho war emgleviou Oslo  : D’an 13 a viz Gwengolo 1993 e sin an emgleviou peoc’h. War e zistro da Balestina e 1995 e teu da vezan Pennskretour an aozadur.

Kerkent ha derou an eil Intifada , e teu e blegenn da vezan diaes pa c’houlenn e vefe paouezet an tagadennou enep Israel a sell outan evel ur c’hendivizer dereat. D’an 29 a viz Ebrel , da-heul gwask ar ≪ Pevarad ≫ ( Stadou-Unanet , Rusia , Unvaniezh Europa , ABU ), eo anvet da Gentan ministr gant Yasir Arafat. Skoazellan a ra da lakaat e plas ar ≪  follenn-hent evit ar peoc’h  ≫ hag a rakwel krouidigezh ur Stad palestinat. Sellet e vez outan evel un den pragmatek gant ar c’hostezennou. Abalamour ma ne fell ket d’ar Stadou-Unanet ha da Israel kendivizout gant Yasir Arafat, e teu da vezan ar c’hendivizer pennan. Enebin a ra muioc’h-mui ouzh an Hamas hag ouzh ar Jihad islamek palestinat . Abalamour d’ar gourdrouziou marv ha d’un dizemglev gant Yasir Arafat evit envel ministr ar Surentez, e ro Mahmoud Abbas e zilez eus e bost d’ar 7 a viz Gwengolo 2003. Kemeret eo bet e blas gant Ahmed Qorei .

E roll Kentan ministr [ kemman | kemman ar vammenn ]

E penn kentan ar bloavezh 2003, gant an Israeliz hag an Amerikaned o nac’h breutaat gant Yasir Arafat , e krog Abbas da vezan brudet evel danvez rener palestinat.

Mahmoud Abbas, evel unan eus izili diazezerien ar Fatah , a vez gwelet mat er gevredigezh palestinat. Seul grenvoc’h en em gav evel danvez Kentan ministr ma ne seblante bezan den all ebet evit ar post-se. E geveler pennan, Marwan Barghouti , anezhan un den laik eus tu ar c’hreiz skoazellet dre zindan gant un darn eus an anterinourien, hag a errue da eil er sontadegou, pell dirak ar pemp emstriver all, zo harzet gant Israel ha taolet en toull-bac’h.

Eman brud Abbas a-du gantan ha ret eo da Yasir Arafat sentin ouzh ar Vodadeg palestinat hag envel anezhan da Gentan ministr. D’an 19 a viz Meurzh 2003 e teu Mahmoud Abbas da vezan Kentan ministr an aotrouniezh palestinat.

Er penn kentan e klask Yasir Arafat izelaat ar post Kentan ministr, met ret eo dezhan, goude-se, lezel un tamm galloud da Abbas. Koulskoude, ar bevennet m’eo ar galloud etre daouarn Abbas evel Kentan ministr a gendalc’h da vezan kaoz da ziemglev etre Yasir Arafat hag en diwar-benn dasparzh ar galloud. Alies e rank Abbas kinnig dilezel e bost ma ne vez ket muioc’h a c’halloud gantan war an Aotrouniezh palestinat . E penn kentan miz Gwengolo 2003 e laka Abbas parlamant an Aotrouniezh palestinat a-dal d’e gudennou dezhan. Tamall a ra ar Stadou-Unanet hag Israel da Yasir Arafat izelaat Abbas hag e ouarnamant.

E-ser an dra-se e sav bec’h etre Abbas ha strolladou stourm palestinat evel ar Jihad islamek hag an Hamas . Enebet-kaer eo e zoare da welet ar politikerezh ouzh o hini, taer-mat an tamm anezhan. Er penn kentan e nac’h implijout an nerzh enep ar stourmerien evit en em virout diouzh ar brezel diabarzh. Kavout a ra gwelloc’h kendivizout ganto, ha berzh a ra evit darn rak en em glevet a ra an daou strollad evit doujan d’un harz-an-tan palestinat untu. Hogen adkregin a ra ar feulster hag an tagadennou en daou du, ha rediet eo Abbas da lakaat e plas bevennou d’ar strolladou-se a-benn kadarnaat saviad an Aotrouniezh palestinat war an argerzh evit ar peoc’h.

Kement-se a zisoc’ho war ur stourm etre Yasir Arafat hag Abbas diwar-benn renadur armeou ar servijou surentez palestinat.

Dilez [ kemman | kemman ar vammenn ]

D’ar 4 a viz Gwengolo 2003 e krog ar gourdrouziou marv da zont stank-ha-stank a-berzh an Hamas hag ar Jihad islamek evit Mahmoud Abbas. Tamall a ra an Hamas dezhan bezan un treitour evit bezan ≪ dilezet pennaennou sakr al luskad broadel ≫. Daou zevezh diwezhatoc’h, d’ar 6 a viz Gwengolo, e c’halv ar c’huzul lezennel palestinat hag e tispleg dezhan an abegou a laka anezhan da rein e zilez : an dic’halloud m’en em gav en e garg abalamour da enebiezh Yasir Arafat hag izili all an Aotrouniezh palestinat ha d’an diouer a skoazell a-berzh ar Stadou-Unanet hag Israel .

Kenderc’hel a ra d’ober war-dro ar standur betek ma’z ay en e garg e warlerc’hiad, Ahmed Qorei , dilennet d’ar 7 a viz Here 2003.

War-lerc’h bezan roet e zilez e klask Abbas chom didrouz, hogen e miz Genver 2004 eo bet gwelet e bandenn Gaza o toullan kaoz gant gwarded palestinat.

En ur pennad kaoz gant ar gelaouenn brudet Newsweek d’an 13 a viz Mezheven 2004, e tiskulio Mahmoud Abbas abegou pennan e zilez. Kemenn a ra en doa aon evit e vuhez abalamour d’ar c’hlemmou taeroc’h-taer ouzh e emzalc’h pa oa Kentan ministr. Pa c’houlenn ar c’hazetenner outan ≪ Pet klemm zo bet broudet gant ar prezidant Yasir Arafat  ? ≫, e respont, ≪ ne lavarin anv ebet a c’hallfe bezan stag ouzh ar c’hlemmou-se. Met komprenit ne’m eus bet darempred ebet gant ar prezidant e-kenver ma dilez en deiz a hiziv. ≫

Prezidant an Aotrouniezh palestinat [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pa varv Yasir Arafat e miz Du 2004 , ez a ar maout gant Mahmoud Abbas e dilennadeg ar prezidant d’an 9 a viz Genver 2005 . Tri devezh a-raok en doa diskleriet : ≪ Ret eo din kenderc’hel politikerezh Yasir Arafat. Liammet on ouzh prezegenn diwezhan Arafat dirak ar c’huzul aozan d’an 18 a viz Eost 2004. Ma’z eo ur brezegenn eus an tu pellan, evel ma lavar lod, ez on eus an tu pellan ivez, met e gwirionez n’on ket. Adlennet em eus anezhi ha gallout a ran lavaret deoc’h eo kempoell ha pragmatek komzou Arafat hag e savan a-du ganto penn-da-benn ≫. Mont a ra en e garg ken abred hag ar 16 a viz Genver. Disklerian a ra Ariel Sharon eman an amplegad da gendalc’h an argerzh politikel en ≪ arsav krenn ar sponterezh ≫, da lavaret eo kement stumm zo d’an harzerezh ouzh an alouberezh, en ur gontan ar stourm enep an arme aloubin hag enep an drevadennerien.

Kerkent hag an 13 a viz Genver, e sizhunvezh an dilennadeg end-eeun, ez eus lazhet c’hwec’h Israelad gant emsaverien balestinat en un dagadenn enep post-harzou Karni etre Israel ha bandenn Gaza . Brigadennou Izz al-Din al-Qassam , skourr milourel an Hamas , Batailhonou Saladin , Brigadennou merzherien Al-Aqsa , anezho ul luskad diwar ar Fatah , kostezenn Mahmoud Abbas end-eeun, a anavez a-gevret o deus aozet ar gwalldaol. Strategel dreist-penn eo post-harzou Karni, rak al lec’h mont e-barzh nemetan eo d’ar varc’hadourezh evit bandenn Gaza hag ar 1,5 a Balestiniz zo o vevan eno.

Mahmoud Abbas en doa diveulet ar gwalldaol. Lavaret a ra eman a-du gant paouez ar stourm armet ha disoudardan an intifada a zegas efedou kontrol d’ar re a oad o c’hortoz, rak hervezan n’eus bet gounezet netra e-pad ar pevar bloavezh hanter a walldaoliou ha tagadennou, nemet kresk pouez an dalc’herezh ha poan ar bobl balestinat. Lavaret a ray ivez da Sharon eman alc’hwez ar peoc’h e fin an dalc’herezh a bad abaoe tost eizh vloaz ha tregont. Ar stankou staliet gant Israeliz e pep lec’h e Sisjordania a ra d’ar vuhez bezan dic’houzanvus, a laka an dilabour da greskin eus 55% hag a redi an hanter eus pobl Palestina da vevan dindan treuzou ar baourentez.

D’ar 26 a viz Genver 2006 , eo trec’h an Hamas e dilennadeg parlamant Palestina dirak ar Fatah. Setu e c’houlenn Mahmoud Abbas digantan furmin ar gouarnamant kentan.

Skod e zilennadeg [ kemman | kemman ar vammenn ]

D’ar mare ma oa bet dilennet, ne felle ket d’an aozaduriou emsaverien dilezel an armou hep kaout un dra bennak en eskemm ha gwarantou, politikel peurgetket. Evit se o doa graet taoliou armet a-leizh a-hed ar stourm dilennel, ha tennan rokedou ha taoliou mortez ouzh Israel ha trevadennou yuzhev bandenn Gaza a-benn rein da gompren da Vahmoud Abbas ne vo ket e-unan o tivizout eo echu an intifada.

Hervez Samy Abou Zohri , unan eus pennbrezegerien an Hamas  : ≪ Dilennet eo bet Mahmoud Abbas da benn an aotrouniezh palestinat ha n’eo ket da benn pobl Palestina. Setu eo ret dezhan kaozeal an abretan ar gwellan gant ar c’hostezennou palestinat all, hag an Hamas en o zouez (…). An harzerezh palestinat n’en deus netra da welet gant an argerzh politikel. N’eo ket bet kroget an intifada gant un den hepken, ha ne vo ket paouezet gant un den hepken. A-stroll e vo graet an diviz-se, en-dro d’un daol, ha n’eo ket dre ober diskleriadennou dirak kameraiou. ≫

Evit doare ne oa ket enebet al luskadou islamek, evel an Hamas hag ar Jihad islamek palestinat , ouzh un dreverz gant Israel. Eman ar re-se tost d’ar bobl ha gouzout a reont penaos e teu an intifada da vezan startoc’h-start ha diaesoc’h-diaes da c’houzanv evit pobl Palestina. Met fellout a rae dezho n’eo ket hepken kemer perzh er breutadegou da zont, met ivez kaout ur plas politikel a-feson er Stad palestinat da zont. Se a virfe outo da vezan lezet a-gostez war-lerc’h fin an taoliou armet, hag evel-se e chomfent gwelet mat gant pobl Palestina.

Erfin e vefe dav d’ar Prezidant nevez, e-barzh ar Fatah , kregin gant un adreizh don d’an aozadur, rak debret eo abaoe bloavezhiou gant ar goubrenerezh hag ar stourmou diabarzh. Enebourien Mahmoud Abbas a-leizh o deus aon e vefe lamet o galloud hag o danvez diganto gant fin an intifada hag an disoudardan, ha da-heul o levezon e-barzh al luskad krouet gant Yasir Arafat .

Diouzh savboent Ariel Sharon , mont kuit eus bandenn Gaza ? evel m’eo bet diskuliet gant e aliour Dov Weisglass ? a dalvez rein ur statud pad da drevadennou Sisjordania a-benn ober e gerz anezho, padal evit Mahmoud Abbas n’eus ket tu d’ober ar peoc’h gant Israel ma vez kendalc’het an trevadennin ha savidigezh ar Voger war douarou ar Stad palestinat da zont gant ar pal lakaat hervez lezenn aloubidigezh douarou Sisjordania.

Savboent Israeliz [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dre vras, ez eus ≪ fizians a-walc’h ≫ gant Israeliz, ha spi o deus e c’hallo prezidant an Aotrouniezh palestinat, a reont Abou Mazen anezhan bepred, bezan ar ≪ Gorbatchev palestinat ≫. Hervez ministr ar Justis ar mare, Tzipi Livni  : ≪ dav eo dimp ober pep tra evit krenvaat statud rener Abou Mazen, gant ar sonj eo gouest da gontrollan ar strolladou sponterien ≫.

59% eus Israeliz a gav dezho e tle Israel skoazellan anezhan gant ma stourmo ouzh ar sponterezh. Hervez an ensavadur sontan israelat Smith : ≪ Emaint o c’hortoz kemmou war vat… met gortoz a reont da welet ar pezh a ray ent pleustrek… Evit poent e tiskouez bezan un den gwan, a-dal an holl strolladou armet. ≫

Hervez ar bolitikourien tost da Ariel Sharon , e oa tagadenn Karni ur c’hemenn hag a ziskouez ≪ ne c’haller ket dianavezout ar spont, c’hoari an dro dezhan evit skoulman emgleviou … Ret eo da Balestiniz stourm ouzh ar spont, anez e vo dibosupl mont war-raok ≫. Mennet eo Israel da vont kuit eus bandenn Gaza, pezh zo kadarnaet gant ar steunv en em dennan, met ar strolladou armet palestinat a ginnig liesaat o zagadennou gant ar spi e vo diskouezet pegen pouezus int ha pegen just eo kaoz an armou hag e-se. Sonjal a ra da ouarnamant Israel e c’hall Abou Mazen ober un nebeud divizou :

  • kemenn d’ar mediaou palestinat paouez da atizan ar feulster enep Israel ;
  • berzan an dougen armou dirak an holl ;
  • herzel an tennadennou rokedennou artizanel ouzh tiriad Israel hag an trevadennou yuzev ;
  • kas ar soudarded palestinat da lec’h all evito da enebin efedusoc’h ouzh ar stourmerien o c’hougouliou.

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]