Munchen

Eus Wikipedia
Munchen

Banniel Skoed
A gleiz da zehou :
Frauenkirche ? Nymphenburg Palace
Sez BMW ? An ti-ker ? Hofgarten
Allianz Arena

Riez Alamagn  Alamagn
Stad kevredet
Land
Bavaria Bavaria
Ganedigezh 1158
Lec'hiadur
Ledred 48° 08' N
Hedred 11° 34' R
Douaroniezh
Gorread 310,7 km ²
Uhelder 520 m
Poblans 1 450 381
(31/12/2015)
Stankter 4 668 ann./km²
Melestradur
Maer
Oberburgermeister
Dieter Reiter ( SPD )
Kodou post 80331?81929
85540
Kod pellgomz (49) 89

Internet stadt.muenchen.de

Munchen (distaget /?m?nc?n/ en alamaneg, Minga er rannyezhou bavarek ) eo ker-benn Bavaria ha trede ker vrasan Alamagn . Lec'hiet eo e su Alamagn, war riblennou an Isar .


Kerbenn bro Bavaria eo. 1 590 859 a annezidi zo o chom e diabarzh ar gurunenn kreiz ha 2 351 706 a annezidi en takad kerel.

Trede ker a-fed ment eo da c’houde Berlin hag Hamburg. Sevel a ra ar veurger betek 5 million a dud, en ur genvodan Augsburg hag Ingolstadt. E rannbarzh Bavaria-uhel eman, nebel eus ar ragalpou, (troad an alpou). Ar ger Munchen a zeufe eus ar ≪ venec’h ≫, en alamaneg standard arnevez Monchen, en arbenn da vanati benediktian a oa bet savet el lec’h-man.

Adalek 1255 e teuas Munchen da vezan krenvlec’h duged Bavaria hag e 1255 e oa annez an impalaerour germanek Loeiz IV. Goude daou gantved a enebiezh diabarzh, e voe unvanet ar brinselezh a-benn sevel Bavaria. Ker gatolik gant iliz Introun-Varia. Dont reas da vezan ur greizenn pinvidik a-fed arzou, skiantou alaman en 19 vet kd, dindan broud Loeiz 2 Bavaria.

En eil lodenn an XXvet kd, e voe ur c’hresk ekonomikel krenv ha dont da vout kentan takad ekonomikel Alamagn federal (1949-1990).

Sez Siemens, Allianz, BMW, Munich Re, Linde, Infineon, MAN, Airbus Deutschland hag HypoVereinsbank a gaver enno.

117,6 miliard a euro PIB a vez produet e meurger Munchen, dirak Hambourg, Berlin ha Francfurt. Gant ur PIB dre annezad a sav da 53 073 euro, unan e touez ar re binvidikan eo en Europa. Ur greizenn pinvidik gant an arzou, skiantou, teknologiezh, arc’hant, embann, sevenadur, nevezin, ha kelenn, kenwerzh ha touristelezh.

Brudet eo da vezan unan eus plijusan ker ar bed da vevan enni: ≪ Lebensstadt der Welt ≫, gant ur c’halite bevan, hag un endro buhez a-feson. Kalz tachennou glas, ster an Danau, biergarten, gwez, natur, normal koa.  A-hervez eo ar c’hentan er bed, hag an trede hervez "Mercer 2018 Survey". An eilvet lec’h da vezan gweladennet gant an douristed eo, goude Berlin, a drugarez daouel brudet an Oktoberfest a dremen bep bloaz e dibenn miz Gwengolo betek derou miz Here. Ouzhpenn an iliz-veur a c’heller gweladennin, gant ur glad istorel puilh, gant kastell Nymphenbourg, an Hofgarten hag an Englischer Garten.


Ar c’hoariou Olimpek a oa bet aozet enno e 1972, a voe leurenn c’hoari ur skrapadeg ostaj ar sportourien juzev. Ur film neus danevellet se. Brudet tre eo ar skipail melldroad Bayern Munchen, a c’hoari en Allianz Arena e norzh ar c’hreiz-ker.


1618

Gant reuziadou ar brezel 30 vloaz, e voe lakaet e grabanou gant roue Sweden Gustav II Adolphe warni,  2/3 ar boblans a steuzias gant ar vosenn. A drugarez Ferdinad-Marie a Vavaria ha d’e wreg Henriette-Adelaide a Savoi, e voe savet a bep seurt monumanchou iliz an Treatin, kastell Nymphenburg... gant ur stil barok italian.

E-pad brezel herez Bro Spagn, en doa kemeret Maximilian 2, tuadur ar Vourboned, distrein a reas ker deus tu an Habsbourged... Savet e voe akademiezh ar skiantou bavarian, e 1759.

E 1700, ne oa poblet gant 24 000 annezad hepken, daougemented e veze bep tregont vloaz.

Hag e tremenas eus 170 000 annezad, da 840 000 evit ar prantad etre 1870 ha 1933.

Deuet e voe da vezan ur greizenn arzel brudet dindan renad Loeiz 1an a Vavaria (1825-1848).

Eus an 19 vet kd eman darn vrasan ar savaduriou ker, dreist-holl dindan renad Maximilian 2 : an tisavourien klasel evel Leo von Klenz ha Friedrich von Gartner o deus lakaet sevel al Ludwigstrasse, ar C’honigsplatz, ar Ruhmeshalle hag ar Rezidans. Prinzregentenstraße ha Prinzregententheater a voe savet dinadan renad Luitpold (1886-1912),

Karter Schwabing e fin an 19 vet kd, a oa unan a roe bod d’ul lodenn stank a arzourien, skrivagnerien, livourien brudet. E 1896 e voe embannet ar gelaouenn sevenadurel, eus Munchen Jugend, koulz hag an hini lu Simplicissimus.

Frank Wedekind a oa o chom enni, unan a lansas an emsav Dada un toullad bloavezhiou diwezhatoc’h e Zurick. Diouzh ar c’hiz e oa al lec’hiou kabaret, hag enno e voe kroget gant ar c’hiz da lenn ar varzhoniezh a vouezh uhel, e lec’h bezan lennet a vouezh izel. Gant Frank Wedekind e veze lennet reou a-bouez-penn, e kabared an 11 Bourev.

Monumantou heverk [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kreiz-ker Munchen Kolonenn Maria
  • Frauenkirche (Iliz an Itron Varia)
  • Altes Rathaus (Ti-ker kozh)
  • Theatinerkirche (Iliz an Teatined)
  • Salvatorkirche (Iliz ar Salver)
  • Maximilianeum
  • Alte Pinakothek
  • Lowenturm (Tour al Leoned)
  • Alter Hof (Palez kozh rouaned Bavaria)
  • Residenz (Palez nevez rouaned Bavaria)
  • Sendlinger Tor

Gevellin [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gevellet eo Munchen gant ar c'heriou-man :

Porched Alamagn  ? Adkavit pennadou ha rummadou Wikipedia a denn da Alamagn.