Sapporo

Eus Wikipedia
札幌市 Sapporo
Bukit war pep skeudenn da welet an alc'hwez
Ur sell war Sapporo
時計台 Tour an Horolaj サッポロビール博物館 Mirdi ar Bier
北海道大学 Skol-veur Hokkaido 札幌駅 Ar porzh-houarn
スタジアム Ar Stadiom 大通公園Odori Park
Banniel Siell

Melestradur
Riez Banniel Japan Japan
Rannvro Rannvro Hokkaido Hokkaid?
Prefedelezh Hokkaid?
(Isprefedelezh Ishikari)
Maer 秋元 克?, Akimoto Katsuhiro
(dilennet d'an 2 a viz Mae 2015 )
Douaroniezh
Lec'hiadur 43° 3′ 43.5″ N, 141° 21′ 15.8″ R
Lec'hiadur Sapporo
Lec'hiadur Sapporo
Sapporo (Japan)
Gorread 1 121,26 km²
Poblans 1 983832 ( 1 an  a viz  Meurzh   2021 )
Stankter 1760,37 den/km²
Hin Kerreizh Dfa  :
(Kevandirel gleb, hanvezhiou tomm)
Aroueziou
Evn Koukoug-Eurazia
Boked Louzaouenn-an-hanv
Gwezenn Synringa
Internet (en) www.city.sapporo.jp

Sapporo (札幌市; Sapporo-shi e japaneg ) zo unan eus keriou bras Japan . E miz Ebrel 2005 e oa 1 864 352 den o chom eno. Niver an annezidi a sav breman da 1 959 313 (1 Genver 2020) [1] . Eman Sapporo en enez Hokkaido e hanternoz Bro-Japan.

Anv Sapporo n'eo ket ur ger japaneg met ur ger deuet eus an ainoueg , evel kalz anviou-lec’h all eus Enez-Hokkaido. E-pad ar goanv e vez yen an amzer hag erc’h a ra bep bloaz. Setu perak e voe aozet C'hoariou Olimpek 1972 e Sapporo. A-drugarez d’ar yenijenn e vez lidet eno ivez fest an erc'h a zo brudet-tre e Bro-Japan. Kizelladuriou erc’h pe skorn a vez savet a-ratozh evit ar fest-man. Brudetoc’h c’hoazh eo bier melen Sapporo a vez ezporzhiet er bed a-bezh.


Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

A-raok diazezadur Sapporo e oa poblet ar vro gant Ainoued o chom e meur a gamp [2] . N'eo nemet e diwezh ar Marevezh Edo e 1866 e erruas ar c'hentan trevadennerien. E 1866 e krogas ar Stad da sevel ur ganol a-dreuz ar vro, ar pezh a vroudas kalz tud d'en em ziazezan en enezenn ha da sevel ur geriadenn anvet Sapporo [3] . Anv ar ger a zeu eus an ainoueg hag a dalvez ≪ ster vras a red a-dreuz ar gompezenn ≫.

E 1868 , gouarnamant nevez an Oadvezh Meiji a zivizas ober eus Sapporo ker-benn nevez rannvro Hokkaid?. Emsavoc'h e oa al lec'h ma oa da zifenn ha da ziorren evit hini ar ger-benn gozh, Hakodate .

Er bloavezhiou 1870 -1871, Kiyotaka Kuroda , besprezidant ar bodad evit diorren Hokkaid? ( kaitakushi ), a yeas e darempred gant ar gouarnamant amerikan . Gant skoazell Horace Capron , sekretour e karg eus al labour-douar dindan prezidant amerikan Ulysses S. Grant , hag a zeuas da vezan Oyatoi gaikokujin , eman o vont da ziorren Sapporo en-dro d'al Liorzh ?d?ri war patrom ar steunv hippodamek , un dra divoaz-kenan e Japan, memes hiziv.

Atizet gant ar c'haitakushi , e teuas kalz trevadennerien eus Honsh? da ziorroen al labour-douar (gwinizh, avalou-douar, maiz, asperjez) ar sevel chatal (denved ha moc'h) met ivez produadur danveziou krai (koad, glaou) ha breserezhiou .

E-pad an XX vet kantved e kendalc'has ker d'en em ziorren kalz dindan levezon tud a afer ha tud o klask goprou uheloc'h, kement ha ken bihan ma tremenas Sapporo en tu all d'ur milion a annezidi e 1970 .

E-pad an Eil Brezel-bed e voe meneget alies Sapporo e-giz un trede pal evit ur vombezadenn atomek , betek-gouzout n'en dije ket kodianet Bro-Japan.


Douaroniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Arondisamantou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Rannet eo Sapporo e dek arondisamant [4]  :

Niverenn Anv E japaneg Pob.
(2015)
Gorread Kartennn
1 Ch??-ku 中央? 230 415 46,42
2 Kita-ku 北? 283 403 63,57
3 Higashi-ku 東? 259 843 56,97
4 Shiroishi-ku 白石? 210 492 34,47
5 Atsubetsu-ku 厚別? 129 136 24,38
6 Toyohira-ku 豊平? 219 077 46,23
7 Kiyota-ku ?田? 115 022 59,87
8 Minami-ku 南? 140 814 657,48
9 Nishi-ku 西? 212 525 75,10
10 Teine-ku 手?? 141 200 56,77

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. 住民基本台帳人口?世?? | ?合政策部計?局統計課 .
  2. " Recognition at last for Japan's Ainu ". BBC News. 6 a viz Gouere 2008
  3. Error on call to Template:cite web : Parameters url and title must be specified.
  4. Ti-ker Sapporo, General Overview of Sapporo , www.city.sapporo.jp, 2011.



  日本と日本文化のポ?タル ? Porched Japan ha sevenadur Japan ? Adkavit ar pennadou a denn da Japan ha d'he sevenadur ? 日本とその文化についてのペ?ジを見つける