한국   대만   중국   일본 
Lezvamm - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Lezvamm

Eus Wikipedia

Al lezvamm eo gwreg an tad intanv , en ur gevredigezh ma ne oa ket a dorr-dimezin , pe an hini he deus kemeret lec'h ar vamm , hervez savboent ur bugel .

N'eo ket henvel ouzh ar vamm-gaer eta.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gwechall e teue ur plac'h da lezvamm en un ti pa zimeze gant un intanv . Abaoe m'az eo aotreet an dizimezin e teu ar plac'h da lezvamm pa zimez d'ur paotr a zo tad dija.

Al lezvamm drouk [ kemman | kemman ar vammenn ]

E mojennou kozh Hellaz , hini Ino da skouer, evel e kontadennou ar Grennamzer, pe e gwerziou Breizh, e vez diskouezet al lezvamm evel ur vaouez drouk, o klask kaout an dizober eus bugale kentan he fried, pe oc'h ober vil dezho.

En un doare all e weler al lezvamm oc'h orgedin ouzh he lezvab , evel e mojenn Faedra , pe en istor Parisina Malatesta .


E lec'h al lezvamm drouk e weler hiriv skeudenn al leztad drouk o kemer he lec'h, abalamour d'ar c'hemmou er gevredigezh.

Oberennou ma'z eus kaoz enne eus ul lezvamm [ kemman | kemman ar vammenn ]

Liamm diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger lezvamm er
wikeriadur , ar geriadur frank.