한국   대만   중국   일본 
Janed Ark - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Janed Ark

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-man ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuin.
Gallout a rit skoazellan Wikipedia dre glokaat anezhan
Janed Ark
den
Reizh pe jener plac'h   Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Rouantelezh Bro-C'hall   Kemmañ
Lealded Rouantelezh Bro-C'hall   Kemmañ
Anv ganedigezh talvoud dianav   Kemmañ
Anv-bihan Jehanne   Kemmañ
Deiziad ganedigezh 6 Gen 1412   Kemmañ
Lec'h ganedigezh Domremy-la-Pucelle   Kemmañ
Deiziad ar marv 30 Mae 1431   Kemmañ
Lec'h ar marv Rouan   Kemmañ
Doare mervel Kastiz ar marv   Kemmañ
Abeg ar marv death by burning   Kemmañ
Killed by Geoffroy Therage   Kemmañ
Tad Jacques d'Arc   Kemmañ
Mamm Isabelle Romee   Kemmañ
Breur pe c'hoar Catherine d'Arc , Jacques of Arc , Jean d'Arc , Pierre d'Arc   Kemmañ
Yezh vamm krennc'halleg   Kemmañ
Yezhou komzet pe skrivet krennc'halleg   Kemmañ
Yezh implijet dre skrid krennc'halleg   Kemmañ
Kondaonet evit heresy   Kemmañ
Exonerated of heresy   Kemmañ
Penalty Kastiz ar marv   Kemmañ
Micher milour   Kemmañ
Relijion Iliz katolik roman   Kemmañ
Stad ar c'hanonizasion sant katolik   Kemmañ
Gouel 30 Mae   Kemmañ
Klenved drougsant   Kemmañ
Darvoud-alc'hwez interrogation , interrogation , Trial of Joan of Arc , Retrial of Joan of Arc   Kemmañ
Priziou resevet Godfather promotion of Special Military School of Saint-Cyr   Kemmañ
Charge heresy   Kemmañ
Statud e wiriou aozer Ar gwiriou aozer ne dalvezont ket ken   Kemmañ
Documentation files at SAPA Foundation, Swiss Archive of the Performing Arts   Kemmañ
Ar poltred nemetan eus Janed Ark
Kreiz ar XV vet kantved
Centre historique des Archives nationales ,
Pariz, AE II 2490

Janed Ark ( Johanna Dark en alamaneg , Jeanne d'Arc e galleg , Joan of Arc e saozneg ) zo ur soudardez c'hall eus derou ar XV vet kantved bet ganet e Domremy (e Kontelezh Bar d'an ampoent, war an harzou etre Rouantelezh Bro-C'hall hag an Impalaeriezh santel roman german ) e 1412 ha marvet e Rouen (Normandi, Rouantelezh Bro-Saoz ) d'an 30 a viz Mae 1431 , e servij ar roue gall Charlez VII . Ur roll a bouez he deus c'hoariet e dibenn ar Brezel Kant Vloaz . Prosez a voe graet dezhi evel sorserez gant eskob Beauvais Pierre Cauchon ha devet e voe en he bev e Rouen, eil ker saoz vrasan d'ar mare-se.

Lakaet eo bet da harozez veur ar Romant Broadel gall, ha da santez katolik war un dro gant ar pab Benead XV e 1920 .

Ha lorenat e oa Janed Ark ? [ kemman | kemman ar vammenn ]

Genidik eus Domremy e oa Janed Ark. D'ar mare-se ne oa ket ar geriadenn-se e Loren met e Rouantelezh Bro-C'hall. Pa oa lakaet Janed Ark da santez an Iliz hag ar Republik e derou an XX vet kantved e oa deuet da vezan e Loren avat, kantvedou war-lerc'h mare ar vrezelourez eta. Kollet e oa bet Elzas hag ul lodenn eus Loren gant Bro-C'hall abaoe Brezel 1870 hag o lakaat da lorenat an harozez vroadel nevez a oa un doare evit ar C'hallaoued da embann ne oa ket alaman Loren, met gall. Abegou politikel-tre a oa da ginnig anezhi evel lorenat eta.

Diwar he fenn [ kemman | kemman ar vammenn ]

Miliadou a ilizou, mirdiou, delwennou, levriou, livaduriou, kanaouennou, timbrou, filmou, bannou-treset, c'hoariou video hag all hag all, zo bet graet diwar e fenn, adalek ar IIIe Republik c'hall dreist-holl, da skouer :

  • meur a ≪musee johannique≫ (sic) zo bet digoret e Domremy, Rouen (1953), Orleans (1974), Vaucouleurs...
  • tudenn bennan oberenn a-bezh ar skrivagner gall Charles Peguy eo
  • ilizou, chapeliou, delwennou, pennilizou Jeanne-D'Arc e Pariz ha Domremy
  • livaduriou zo bet urzhiadet ha lakaet e mirdiou Louvre, Orsay, er Pantheon, e Mirdi an Arzou-kaer Rouen hag er mirdiou Jeanne D'Arc
  • Jeanne d'Arc , c'hoarigan gant Charles Gounod e 1873
  • Орлеанская дева (Orleanskaya deva pe Gwerc'hez Orleans), c'hoarigan gant Piotr Ilitch Tchaikovski e 1878
  • La vie de Jeanne d'Arc romant gant Anatole France e 1908
  • Saint Joan (1957), film gant Otto Preminger, aktourez Jean Seberg , diwar ar pezh-c'hoari Saint Joan gant ar skrivagner iwerzhonat George Bernard Shaw (1924)
  • Jeanne au bucher pezh-c'hoari gant Paul Claudel (1939)
  • Domremy pezh-c'hoari gant Robert Brasillach (1943)
  • Jeanne d'Arc film gant Luc Besson e 1999
  • Jeanne d'Arc, jeune fille de France brulee vive romant gant Max Gallo (2014)
  • un arvest a zo er Puy du Fou
  • Marine Le Pen he deus anvet he mikro-strollad Jeanne , ha prosez zo bet savet outi war tammalladuriou bogod arc'hant

E Breizh ivez :

  • Janed Ark , pezh-c'hoari e pevar arvest, skrivet gant an aotrou Joanno (1857-1935), embannet e Sant-Brieg e 1909
  • an iliz Santez-Janed-Ark e Roazhon , savet adalek 1914
  • ha delwennou zo bet lakaet en holl ilizou koulz lavaret

Un asteroidenn zoken zo bet anvet diouzh he anv e 1872 : (127) Johanna .