Impalaeriezh trevadennel Spagn

Eus Wikipedia
Impalaeriezh trevadennel Spagn
bro istorel
Rann eus Iberian Union   Kemmañ
Deiziad krouin 12 Her 1492   Kemmañ
Anv ofisiel Imperio espanol   Kemmañ
Anv er yezh a orin Monarquia universal espanola(Monarquia hispanica /Monarquia de Espana /Monarquia espanola)   Kemmañ
Relijion Latin Church   Kemmañ
Perzhiad e Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz   Kemmañ
Diazezer Rouaned katolik   Kemmañ
Yezh ofisiel spagnoleg   Kemmañ
Kan broadel Marcha Real   Kemmañ
Kevandir Amerika , Azia , Europa , Afrika , Okeania   Kemmañ
Stad Spagn   Kemmañ
Ker-benn Madrid city , Toledo city , Valladolid city   Kemmañ
Renad politikel polysynodal monarchy , personal union , monarkiezh hollveliek   Kemmañ
Moneiz Spanish real , peseta , Spanish dollar   Kemmañ
Erlec'hiet gant Spagn   Kemmañ
Erlec'hian a ra Kurunenn Aragon , Kurunenn Kastilha   Kemmañ
Yezh implijet spagnoleg   Kemmañ
Darvoud-alc'hwez dynastic union of Aragon and Castile   Kemmañ
Deiziad divodadur 2 Mez 1899   Kemmañ
Relijion ofisiel Latin Church , Katoligiezh   Kemmañ
Sant paeron Ar Werc'hez Vari krouet dinamm   Kemmañ
Gregorian calendar start date 15 Her 1582   Kemmañ
Ar broiou zo bet dalc’het gant ar Spagnoled da vare pe vare, gant liv ruz, hag an douarou e dalc’h Portugal gant liv roz.

Impalaeriezh trevadennel Spagn a reer eus hollad an douarou tramor aloubet gant Spagnoled ha renet ganto e-pad pell. Unan eus an impalaeriezhiou trevadennel brasan zo bet en istor eo hini Spagn, e-kichen hini Portugal. Er XVI vet kantved hag er XVII vet kantved e voe aloubet e-leizh a zouarou gant ar Spagnoled, e pep lec’h dre ar bed. Kastilha zo bet, evel Portugal , unan eus ar broiou er penn a-raok evit ar beajou da zizolein ar bed hag evit an trevadennin . En he brasan e voe an impalaeriezh-se etre 1580 , pa voe staget Impalaeriezh trevadennel Portugal ouzh domani Spagn, ha 1800 , pa grogas Spagn da goll he zrevadennou e Suamerika .

Derou [ kemman | kemman ar vammenn ]

An douarou tramor kentan aloubet gant Spagnoled a voe an inizi Kanariez . Aloubet e voent ganto e 1491 - 1496 , ha lazhet e voe ar bobl a veve warno er XV vet kantved . An eil kammed a voe aloubidigezh Melilla , ur ger en arvor Maroko e 1497 . Rouantelezh Kastilha a stagas da vat da glask perc’hennan douarou tramor, pa oa bet echuet ar Reconquista , ar stourm a-enep muzulmaned kreisteiz Spagn, goude diskar Emirelezh Cordoba e miz Genver 1492 .

Kristol Goulm o touaran war enez Hispaniola .

Kristol Goulm , goude ma oa bet distaolet e ginnig gant roue Portugal , a voe degemeret mat e servij gant ar rouanez Izabel Kastilha hag ar roue Ferdinant Aragon . Asantin a rejont arc’hantan beaj ar moraer eus Genova a glaskfe tizhout an Indez hag o zenzoriou, en ur vont war-zu ar c’hornog. E miz Here 1492 e voe tizhet gant Kristof Goulm enez San Salvador (en enezeg Bahamas ), ha goude-se e voe diazezet gantan an drevadenn spagnol gentan en Amerika war enez Hispaniola . Graet e voe anezhan "besroue an Indez" ( 1493 - 1500 ) gant rouaned Spagn. Hogen drastus e voe e zoare da ren an Indez, ken evit an drevadennerien aet d’an enez, ken evit annezidi gentan Hispaniola a yeas o niver d’an traon buan. E-kerzh e deir beaj all e voe ergerzhet gant Koulm an inizi Antilhez hag aodou Kreizamerika . Met un den all eus Genova, Amerigo Vespucci , an hini a roas e anv d’ar c’hevandir nevez-kavet, Amerika , goude e veajou etre 1499 ha 1504 . Er XVI vet kantved e voe ergerzhet douarou e-leizh gant ar Spagnoled : adalek Kalifornia ha Florida betek Douar an Tan , hag er Meurvor Habask , betek an inizi Filipinez hag an inizi Salomon . Gant ar pab e 1493 ha gant Emglev Tordesillas e 1494 e voe kompezet an tabut a save etre Spagn ha Portugal, ha rannet e voe ar bed etre div lodenn : an hanter a c’hallje bezan trevadennet gant Portugal (Afrika, Azia) hag an hanter all gant Spagn (Amerika, nemet Brazil ma oa douaret Portugaliz dija, hag an tammou reteran eus Azia).

Ar g- Conquistadored [ kemman | kemman ar vammenn ]

Conquistadored (da lavarout eo ≪ alouberien ≫, e spagnoleg) a reer eus ar Spagnoled aet da aloubin douarou nevez Amerika. E 1511 e oa bet aloubet an inizi brasan, an Antilhez Bras ( Kuba , Hispaniola , Puerto Rico ). Tudjentil a renk izel e oant, ha gant ar mojennou a veze kontet diwar-benn an Eldorado , ar vro varzhus leun a aour a oa en tu all d’ar mor, e oant broudet da guitaat Kastillha da vont d’an ≪ Douar Nevez ≫, da redek an avantur. Gant Hernan Cortes , hag un nebeud kantadou a dud war e lerc’h, e voe aloubet Mec'hiko diwar-goust an Azteked e 1519 - 1521  ; Francisco Pizarro , en, a lakaas e grabanou war Perou , diwar-goust an Inkaed e 1532 - 1534 . Dre ma oa armou dreist gant ar Spagnoled, ha dre ma oa rannet an Amerindianed e voe aloubet kement a zouarou ken buan-se. Ur wech staliet mat en Amerika ez eas ar Spagnoled da drevadennin an inizi Filipinez , en tu all d’ar Meurvor Habask er bloavezhiou 1560  ; ha neuze e chomjont a-sav war harzou Impalaeriezh trevadennel Portugal , evel ma oa bet rakwelet gant Emglev Tordesillas e 1494 .

Meran an ≪ Douar Nevez ≫ [ kemman | kemman ar vammenn ]

An Impalaeriezh spagnol en Amerika e 1800
An Impalaeriezh spagnol en Amerika e 1800

E 1503 e voe savet gant ar rouanez Izabel La Casa y Audiencia de Indias , un aozadur anavezetoc’h dindan an anv Casa de Contratacion , karget da renkan ar c’henwerzh etre Spagn hag an trevadennou nevez. Sevel a rae taosou war ar marc’hadourezh deuet eus Indez ar c’hornog (ur bempvedenn eus o zalvoudegezh, Quinto Real ) ha dastum a rae gouiziegezh war an douarou ergerzhet gant ar Spagnoled. E 1524 e voe savet Kuzul an Indez ( Consejo de Indias ) d’ober war-dro melestradur an douarou nevez-kavet ; harpet e oa, en tu all d’ar mor, gant unnek audiencias (leziou-barn), an hini gentan anezho o vezan bet savet war Hispaniola e 1511 .

Splann e voe buan, gant al ledan ma oa an ≪ Douar Nevez ≫, e oa ezhomm da rannan an douarou-se e meur a vro evit gallout o meran. Neuze e voe divizet sevel bes-rouantelezhiou gant ur besroue e penn pep hini anezho. Da gentan e voe savet besrouantelezh Spagn Nevez (1535), ha goude-se hini Perou (1544), hini Granada Nevez (1717) ha hini ar Rio de la Plata (1776).

Pinvidik e teu an drevadennerien spagnol da vezan buan war-bouez an encomienda (ar c’humuniezhiou Indianed a veze lakaet da labourat evit o mistri spagnol). An tachennou bras anvet latifundia a voe savet, dreist-holl, adalek ar XVII vet kantved . A-hend-all e veze korvoet ar mengleuziou aour (e Kolombia ) hag arc'hant ( Zacatecas e Mec’hiko, Potosi e Bolivia ).

An Amerindianed [ kemman | kemman ar vammenn ]

Spontus eo ar priz a vo paeet gant an annezidi gentan. D’an traon ez a buan an niver a Amerindianed  : tremen a ra eus war-dro 80 milion e derou ar XVI vet kantved da war-dro 12 milion kant vloaz war-lerc’h. Gant al lazhadegou, al labour ret hag ar c’hlenvedou degaset eus Europa, dreist-holl, e voe diskaret ar poblou indian.

Torfedou ar g- conquistadored spagnol a voe diskuliet neuze gant ur manac'h , ar breur Bartolome de las Casas . E 1550 , goude breutaat gant ur beleg all, Juan Gines de Sepulveda , e teuas a-benn da lakaat degemer ar sonj e oa un ene gant an Amerindianed ( Breud Valladolid ). Roue Spagn, Karl V , a grogas ivez d’ar poent-se da lakaat harzou da reizhiad an encomienda .

Er XVII vet kantved e voe diazezet Misionou katolik gant ar Jezuisted . Un doare keriadennou e oa ar Reducciones -se, savet dreist-holl e Paraguay , gant Indianed Guarani , e Bolivia , e Perou pe e Brazil . Republikou bihan e oant, savet evit avielan an Amerindianed. Gant ar Jezuisted e veze savet keriou bihan war skouer ar re eus Spagn, nemet eno e tegemerent Amerindianed da rein ur plas dezho er gevredigezh spagnol ha kristen ha da warezin anezho diouzh ar sklaverezh. Kement-se ne blije ket nemeur d’an drevadennerien avat, hag a-benn ar bloavezhiou 1750 - 1760 e voe berzet ar Reducciones -se, gant ar pab, gant Spagn ha gant Portugal.

Dre ma oa digresket kalz an niver a Amerindianed e oa diouer a dud labour evit an drevadennerien. Kregin a reas ar Spagnoled neuze d’ ober kenwerzh sklaved eus Afrika , evel ma rae dija Portugaliz.

Daoust ma ne veze ket graet gwall vrav d’an Amerindianed na d’ar re Zu, e teuas Amerika latin , ha dreist-holl Brazil, da vezan ur skouer dibar eus ur gevredigezh hiron.

En Azia [ kemman | kemman ar vammenn ]

Fernao de Magalhaes , an ergerzher portugalat a oa e servij rouantelezh Spagn , a erruas en inizi Filipinez d’ar 16 a viz Meurzh 1521 . Anvet e voe an enezeg en anv daofin Spagn, Fulup II Spagn . Adalek 1565 eman an enezeg en Impalaeriezh trevadennel Spagn. E 1611 e voe savet Skol-Veur Santo Tomas , ar skol-veur gentan er vro, e Manila .

Daoust ma ne oa ket pinvidik ar vro a-fed aour pe spisou , e kave da Spagn e vije ur bazenn gentan da vont da avielan Sina ha Japan. Fransez Zavier , pa yeas da Japan a gasas gantan un den genidik eus Filipinez, Lorenzo Ruiz , zo bet lakaet da sant abaoe. Ne reas ket berzh ar visionerien gatolik e Sina ha Japan, met e Filipinez e teuas buan an iliz katolik da gaout ur pouez bras. Ha se e oa unan eus paliou pennan rouaned Spagn pa glaskent trevadennin broiou pell.

Diskar an impalaeriezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kregin a reas galloud trevadennel Spagn da vont war ziskar er XVII vet kantved , daoust (pe abalamour) ma kresk poblans an trevadennou. An aour kaset da Spagn a veze dispignet buan evit paean dleou d’ar vankerien a Alamagn pe Italia. Hag e-keit-se e kolle Spagn lod eus he zud a yae da redek bro en tu all d’ar mor. Gant ar brezeliou en Europa ( Brezel ar Pevar-Ugent Vloaz , Brezel Tregont Vloaz ) e voe dispignet nerzh hag arc’hant Spagn.

Dizalc’hiezh an trevadennou en Amerika [ kemman | kemman ar vammenn ]

Emgann Ayacucho e Perou .

Displijet e oa an dud eus ar vegenn (ar re wenn, bet ganet en trevadennou) gant pouez beli Spagn warno. Tud evel Simon Bolivar a gemeras skouer war an Dispac'h gall e dibenn ar XVIII vet kantved . Tennan a rejont splet eus aloubadeg Spagn gant Napoleon I an e 1808 evit embann dizalc’hiezh broiou Suamerika. Mouget e voe an emsavadegou-se gant feulster gant ar Spagnoled, pa zeuas ar roue Fernant VII war an tron en-dro e 1813 . Met daoust da se e teuas broiou Suamerika, tamm-ha-tamm, da vezan dizalc’h.

Emsavadegou a voe adarre a-enep rouantelezh Spagn, levezonet gant Brezel dieubidigezh ar Stadou Unanet , da sevel republikou dizalc'h. Kuba ha Puerto Rico a chomas dindan yev Spagn. Hogen, etre 1814 ha 1830 , trevadennou spagnol Amerika a yeas d'ober broiou dizalc'h nevez : Arc'hantina , Bolivia , Kolombia , Chile , Ecuador , Mec'hiko , Paraguay , Perou , Provinsou Unanet Kreizamerika , ar Republik Dominikan , Uruguay ha Venezuela .

Dibenn an impalaeriezh e trevadennou Afrika [ kemman | kemman ar vammenn ]

An douarou e dalc’h ar Spagnoled e Maroko, e 1912

Dirollan a reas ar brezel etre Spagn hag ar Stadou Unanet : e 1898 e voe kollet Kuba , Puerto Rico hag ar Filipinez gant ar Spagnoled, aloubet ma oa bet ar broiou-se gant an Amerikaned.

Ne chome mui nemet un nebeud trevadennou en Afrika gant Spagn, neuze. En o zouez e c’heller menegin ar Rif , e hanternoz Maroko , aloubet e derou an XX vet kantved , ha chomet spagnol daoust da emsavadeg Abd el-Krim , e 1921 - 1926 . E 1936 ez eo eus hanternoz Maroko, hag eus an inizi Kanariez , e loc’has soudarded Franco da vont d’en em gannan e Brezel diabarzh Spagn . E 1956 e voe roet ar braz eus an douarou spagnol-se da stad Maroko, war-bouez Ceuta ha Melilla zo chomet keriou e dalc’h Spagn. N’eo nemet e 1975 , goude marv Franco , e voe kuitaet Sahara ar C'hornog gant Spagn, ha goude-se e voe staget ouzh rouantelezh Maroko.

Ar broiou a zo bet e dalc’h an Impalaeriezh trevadennel spagnol [ kemman | kemman ar vammenn ]