Hong Kong

Eus Wikipedia
Lec'hiadur Hong Kong e Sina
Banniel Hong Kong

Hong Kong ( sinaeg  : 香港, pinyin  : Xi?ngg?ng pe H?unggong , da lavaret eo  Porzh ar frondou  pe  porzh porfumet  ), Rannvro velestradurel arbennik Hong Kong eus Republik pobl Sina hec'h anv ofisiel , eo ar vrasan ha pobletan eus an div Rannvro velestradurel arbennik (RVA) eus Republik pobl Sina (RPC). Macao eo eben. Da 7 500 700 a annezidi e save poblans Hong Kong e 2019 .

Eman Hong Kong war ribl reter Ster ar Perlez (珠江 zh? ji?ng ), en aod Su Sina war vord Mor Sina ar Su . Stok eo ouzh provins Guangdong en norzh. Hong Kong eo ker binvidikan Republik pobl Sina. Hec'h ekonomiezh zo unan eus ar re frankizouran er bed. Ur greizenn vras arc'hanterezh ha kenwerzh er bed eo.

Douaroniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Un tiriad a 1 104 km² eo rannvro velestradurel Hong Kong. N'eman ket pell eus Trovan ar C'hrank . Meneziek eo ar vro.

Teir rann zo e tiriad Hong-Kong : Enez Hong Kong , kreizenn armerzhel ha politikel ar vro, Kowloon a-dal d'an enezenn, war an douar bras, hag an Tiriadou Nevez , ar peurrest eus ar vro.

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Adalek Skrid-emglev Nanjing e 1842 e teuas da vezan un drevadenn eus ar Rouantelezh-Unanet . Restaolet e voe da Sina e 1997  ; da Rannvro velestradurel arbennik kentan Sina e troas d'ar 1an a viz Gouere . Chom a ra Hong Kong dishenvel a-grenn diouzh ar peurrest eus Sina. Ul Lezenn diazez a reoilh e renad politikel. Heulian a ra ar bennaenn ≪  ur vro, div reizhiad  ≫, a ro an tu da Hong Kong da viret he reizhiad lezennou, he moneiz, he reizhiad politikel, he skipailhou sport etrebroadel hag he lezennou diwar-benn an embroerezh. Hervez diskleriadenn gumun Sina hag ar Rouantelezh-Unanet he deus prometet Republik pobl Sina e virfe Hong Kong un doare emrenerezh betek ar bloaz 2047 d'an abretan, da lavaret eo 50 vloaz goude ar chenchamant Stad.

Un 20 500 bennak a geodediz eus Breizh-Veur zo o chom e ker (25 500 e oant e 1996 ). Ar pep brasan anezhe zo divroidi implijet gant embregerezhiou etrebroadel pe embregerien zo o chom eno gant o ziegezh. Abaoe ar chenchamant Stad o deus miret ar straedou o anviou doubl, e saozneg hag e kantoneg . Bep 1an a viz Gouere e vez aozet manifestadegou evit difenn an demokratelezh. Un hanter milion a dud a oa er straedou e 2014 .

Manifesdadegou ha gourzhbonnaduriou e 2019 [ kemman | kemman ar vammenn ]

D'an 9 a viz Mezheven 2019 e oa ur milion a dud e Hong Kong evit manifestin a-enep an danvez-lezenn kinniget evit kas da Republik Pobl Sina an dud da vezan barnet. D'ar 16 a viz Even e voe 2 vilion a dud o tibunin er straedou. Dont a rejont a-benn da gaout digareziou ofisiel. D'ar 1an a viz Gouere e voe torret doriou ar Vodadenn Lezennou, ar parlamant lec'hel, gant manifesterien hag a yeas e-barzh a-raok bezan skarzhet gant ar polis. Nullet e voe an danvez-lezenn d'an 8 a viz Gouere gant gouarnamant Carrie Lam , met kenderc'hel a reaa Hongkongiz da vanifestin evit bezan emrenoc'h diouzh Sina ha difenn an argerzh demokratekaat. D'an 13 a viz Eost en em vodas tankou Arme Dieubidigezh Pobl Sina en ur stadion e Shenzhen , ur ger a zo stok ouzh Hong Kong.

D'an 28 a viz Mae 2020 , gant Bodadenn Vroadel ar Bobl, parlamant Republik Pobl Sina , e voes votet ul lezenn a-zivout "surentez ar vroad" hag a voe lakaet da dalvezout e Hong Kong, daoust d’an emrenerezh lec’hel a oa betek neuze.

Armerzh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ker binvidikan Sina a-bell eo Hong-Kong, gant ur PDK dre annezad a 42 422,9 US$ e 2015 . Trede plas arc'hantel ar bed eo.

Gweliou liesseurt eus an inizi [ kemman | kemman ar vammenn ]

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]