Hitited

Eus Wikipedia
Lec'h keriou pennan an Hitited en Anatolia

An Hitited a oa anezho ur bobl eus Anatolia hag a ziazezas ur rouantelezh en-dro da Hattusha (hititeg URU ?attu?a ) e kreiz Anatolia adalek an XVIII vet  kantved kt JK . Er XIV vet kantved edo an impalaeriezh hitit en he barr. Ren a rae war Anatolia , gwalarn Siria hogos ken pell er su ha genou ar ster Litani (un dachenn anvet Amqu ), ha betek Mezopotamia-uhel er reter. goude 1180 kent J.-K. e tarzhas an impalaeriezh e keodedou-Stad hitit. Lod anezhe a chomas en o sav betek an an VIII vet kantved kt JK .

An arkeologourien hag a zizoloas Hitited Anatolia en XIX vet kantved a hevebelekaas anezhe da gentan gant Hitited ar Bibl . Hiziv an deiz ez eus rendael diwar hevelebekadenn pobl ar Bibl pe ouzh pobl an impalaeriezh renet gant Hattusa pe ouzh pobl ar rouantelezhiou hitit nevez [1] .

Doueez ha bugel hitit, Anatolia XV vet - XIII vet kantved kent J.-K..

Daoust dezhe da vevan en oadvezh an arem , an Hitited a oa diaraogourien eus Oadvezh an houarn . Barrek-kenan e oant da sevel traezou en houarn ken abred hag ar XIV vet kantved kent J.-K., pa ziskler lizhiri kaset d'ar renerien estren e oa sav war o marc'hadourezh en houarn. Ne oa ket an Hitited ar re gentan, koulskoude, da labourat an houarn, hag an houarn a chomas ur metal prizius a-hed istor o impalaeriezh. Brudet e oa an Hitited ivez evit o barregezh da sevel ha da implijout kirri . Kalz eus gouiziegezh hag hengouniou ar Reter-Nesan kozh a c'hallfe bezan deuet betek ar C'hresianed dre hanterouriezh an Hitited.

Anvadurezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

An termen Hittite , e saozneg , a zeu, dre v Bibl ar Roue Jakez , eus ??? ( HTY , ?itti ) anv hebraek ur werin, diskennidi Heth . E lost-ger -ite , “a-du gant” e ster, a glot gant -ita e latin . ?itti zo bet liammet gant ?ati e nesaneg. Gant dizoloadennou an henoniezh en deus kemeret an termen saoznek un dalvoudegezh nevez. Tremenet eo e galleg gant ar ster diwezhan, ha brezhonekaet eo bet da heul.

Ar rouantelezh hitit a veze anvet Bro Hatti da gustum gant an Hitited o-unan. An droienn glok a oa "Bro ker Hattusa". Hervez ar c'henarroud e c'halle an deskrivadenn-se bezan implijet evit an impalaeriezh en he fezh, peotramant en un doare strishoc'h evit kalon ar rouantelezh. Ar ger "Hatti" zo un Akkadolun e gwirionez, kentoc'h evit hititeg ; morse ne vez displeget hervez reolennou ar yezhadur hititek. Daoust da implij "Hatti", e tleer lakaat kemm etre an Hitited hag an Hatied , ur bobl goshoc'h a vevas er memes bro betek derou an eil milved kent J.-K., hag a gomze hateg , ur yezh na oa ket indezeuropek . Graet e veze Nesili (pe ur wezh hepken, Kanesili ), eus o yezh gant an Hitited, ur furm adverbel a dalvez "e doare (Ka)nesa."

Diskouez a ra moarvat e oa stank-kenan an hititegerien e ker gozh Kanesh ( Kultepe , e Turkia , hiziv), pe e veze priziet komz e doare ar vro-se. Kalz eus an anviou keriou a vreman e Turkia zo bet anavezet da gentan gant o anv hititek, evel Sinop hag Adana , ar pezh a ziskouezh n'eus ket a droc'h etre Anatolia a vreman hag e amzer dremenet.

Dizoloadennou arkeologel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dor al Leon en Hattusa , kerbenn an Hitited, hiziv Bo?azkoy , Turkia

Gant lizherennnou gennhenvel e rae an Hitited. Ergerzhadennou arkeologel o deus dizoloet diellou roueel klok e tablezennou gennhenvel e Hattushash, skrivet pe e Babiloniaeg , yezh diplomatel an amzer, pe en unan eus rannyezhou niverus ar c'hengevredad hitit [2] .

Ar c'hentan prouenn arkeologel eus bezans an Hitited a gaver e tablezennou kavet en trevadenn asiriat anvet Kultepe ( Karum Kanesh gwechall), enne e kaver testeni eus kenwerzh etre marc'hadourien asiriat hag ur serten "Bro eus Hatti ". Un nebeud anviou en tablezennou ne oant ket asiriaeg, met indezeuropek .

An enskrivadenn war ur monumant e Bo?azkoy gant ur "Bobl eus Hattusas" dizoloet gant William Wright e 1884 a glote gant enskrivadennou hieroglifek iskis eus Aleppo ha Hamath e norzh Siria . E 1887 , furchadennou e Tell El- Amarna en Egipt a zizoloas al lizhiri diplomatel kaset gant Amenhotep III hag e vab Ac'henaton . Daou eus al lizhiri a-berzh ur "rouantelezh C'heta "?a oa war a seblant er memes bro, dre vras, hag an hini meneget e skridou a orin eus Mezopotamia diwar-benn ur "vro Hatti "?a oa skrivet e skritur gennhenvel akkadek , met en ur yezh dianav. Daoust ma oa gouest ar ouizieien da lenn anezhan ne oant ket kat da gompren anezhan. Nebeut goude e kinnigas Archibald Sayce e vefe henvel Hatti pe C'hatti en Anatolia ouzh "rouantelezh C'heta " meneget en testennou egiptat -se, ha gant Hitited ar Bibl. Dont a reas sonj Sayce da vezan degemeret gant ar brasan niver e derou an XX vet kantved hag an anv "Hittit" zo deuet da vezan stag ouzh ar sevenadur dizoloet e Bo?azkoy.

Ar Skrid-emglev peoc'h egiptat-ha-hitit (war-dro 1258 kent J.-K.) etre Hattousili III ha Ramses II zo ar skrid-emglev peoc'h ar gwellan anavezet e-touez ar re gentan skrivet. Mirdi arkeologiezh Istanbul

E-pad furchadegou e Bo?azkoy ( Hattusa ) a grogas e 1906 e tizoloas an arkeologour Hugo Winckler diellou roueel enno 10 000 tablezenn, skrivet e skritur gennhenvel akkadek hag er memes yezh dianav a lenned el lizhiri egiptat C'heta ? ar pezh a gadarnae hevelebiezh an daou anv. Prouin a rae ivez e oa eus dismantrou Bo?azkoy aspadennou kerbenn un impalaeriezh c'halloudus a gontrole Siria, poent zo bet.

Dindan renerezh Sko-uhel arkeologouriezh Alamagn, furchadennou a oa graet en Hattusa abaoe 1907 , gant ehanou e-pad an daou vrezel. Kultepe a oa furchet en un doare frouezhus gant ar c'helenner Tahsin Ozguc (aet da anaon e 2005) abaoe 1948. Furchadennou bihanoc'h o ment a oa renet e trowardroiou Hattusa, en o zouez re santual Yazılıkaya , a zo ennan un niver a izelvosou kizellet er roc'h a zeskriv ar renerien an Hitited ha doueed ar pantheon hitit.

Yezhou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Meur a yezh a veze komzet gant an Hitited. Adkavet eo bet teuliou hitit e yezhou ragindezeuropek, an hateg en o zouez, hag e yezhou indezeuropek , an nesaneg , al louviteg hag ar palaeg, da skouer.

Yezh alouberien an Hatied e oa an nesaneg. An hateg a veze komzet a-raok ar mare hitit dreist-holl. Ha da vare an impalaerezh hitit e teuas da vezan yezh relijiel an Hitited.

Douaroniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

An impalaeriezh hitit (ruz) e barr he galloud war-dro 1290 kent J.-K., hag an impalaeriezh henegiptat (glas)

Kreiz ar rouantelezh hitit e oa ar broiou en-dro da Hattusa ha da Ne?a , anavezet evel "Bro Hatti " ( URU Ha-at-ti ). Goude ma deuet Hattusa da vezan ar gerbenn, an tolead gronnet gant pleg ar ster Halys (a anvent Marassantiya) a veze sellet outi evel kalon an impalaeriezh, ha lod eus al lezennou hitit a laka kemm etre "an tu-man eus ar ster" hag "an tu all eus ar ster". Da skouer, ar gopr roet da vezan tapet ur sklav dindan dec'h pa oa deuet a-benn da achap en tu all d'an Halys a oa uheloc'h evit an hini roet evit ur sklav paket kent ma vije bet tizhet gantan ar ster.

Er c'hornog hag er su da greiz ar vro edo ar rannvro anavezet evel Luwiya en testennou hitit kentan. Kemeret e oa lec'h an anv-se gant hini div rouantelezh nevez pa voent savet : Arzawa ha Kizzuwatna [3] . Koulskoude e talc'has an Hitited d'ober anv eus ar yezh a oa diwanet eno evel al louviteg . Kent krouidigezh Kizzuwatna , kalon ar vro-se e Cilicia a veze anvet Adaniya da gentan gant an Hitited [4] . Adalek e emsavadeg a-enep an Hitited e-doug ren Ammuna , [5] e kemeras an anv a Gizzuwatna ha klask a reas en em ledan gant berzh etrezek an norzh to encompass the lower Anti-Taurus meneziou as well. En norzh, er meneziou, e veve ur bobl anvet Kaskianed . E gevred impalaeriezh an Hitited edo impalaeriezh Mitanni . En he barr, dindan ren Moursili II e oa ledet an impalaeriezh hitit eus Arzawa er c'hornog betek Mitanni er reter. Ren a rae kalz eus an dachenn Kaskiat en norzh, en o mesk Hayasa-Azzi er gwalarn, hag Kanaan er su, ken pell ha bevenn su al Liban .

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

Rannet e vez istor an impalaeriezh an Hitited e tri frantad, diwar ziviz, an henimpalaeriezh hitit (1750 kent J.-K.;1500 kent J.-K.), ar grennimpalaeriezh hitit (1500 ; 1430 kent J.-K.) hag an nevezimpalaeriezh hitit 1430?1180 kent J.-K.).

Ar c'hentan ezel anavezet eus un tierniezh hititeger, Pithana , a rene war ker Kussara . En XVIII vet kantved Anitta , e vab hag e her, a reas eus ker Ne?a, e lec'h ma komzed hititeg, unan eus e gerbennou hag a implijas an hititeg evit an enskrivaduriou eno. Koulskoude e chomas Kussara kerbenn an dierniezh e-doug ur c'hantved a-raok ma kemeras Labarna II Hattusa da gerbenn e dierniezh. Marteze a-walc'h e kemeras an anv roue a Hattusili, "Gwaz eus Hattusa", d'ar mare-se.

Erruout a reas an henimpalaeriezh, a oa he c'hreizon en Hattusa, en he barr e-pad ar XVI vet kantved. Dont a reas a-benn zoken da breizhan Babilon d'ur mare bennak, met ne reas esae ebet evit derc'hel ar vro eno, ar pezh a roas o zu d'ar Gasited da gemer ar stur haa da ren e-pad 400 vloaz.

E-pad ar XV vet kantved e kouezhas ar galloud hitit en denvalijenn, re-emerging dindan ren Toudhaliya I an adalek. 1400 kent J.-K.. Dindan Souppilouliouma Ian ha Moursili II en e m ledas an impalaeriezh d'ar pep brasan eus Anatolia ha da lodennou eus Siria hag eus Canaan , ha war-dro 1300 kent J.-K. en em gave an Hitited tal-ouzh-tal gant sferenn levezon Henegipt , ar pezh a gasas d'ar brezel ha da Emgann Kadesh e 1274.

Ar brezel sivil, hag ar stourmou evit an tron, mesket gant tagadennou Poblou ar mor a wanaas an Hitited ha war-dro 1160 e oa kouezhet an impalaeriezh en he foull. Stadou nevezhitit, rouantelezhiou bihan dindan galloud Asiria , a c'hall bezan chomet betek 700 kent J.-K., hag hititeg oavezh an arem hag ar rannyezhou louvitek a emdroas er lidieg , nebeut testeiekaet, el lisieg hag er c'harieg. Dilerc'hiou ar yezhou-se a deuzas da vare an impalaeriezh persat hag aet e oant da get pa en em ledas ar sevenadur hellenek.

Mitologiezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Levezonet-krenv e oa relijion ha mitologiezh an Hitited gant mitologiezh Mezopotamia, ha kement-se muioc'h-mui a vuzul ma tremene an amzer. En derou e c'haller spurmantin elfennou eus ar vitologiezh Indezeuropat en un doare sklaer, da skouer Tarhunt doue ar c'hurun, hag e stourm gant an naer Illuyanka .

En ur skrid-emglev etre an Hitited hag ar Mitanni, an doueed Mitra , Varuna , Indra , ha Nasatia ( Ashvins ) a oa pedet.

Ar gouarnamant hitit [ kemman | kemman ar vammenn ]

Izelvos eus Suppiluliuma II , roue anavezet diwezhan eus an impalaeriezh hitit

Gwall zishenvel e oa rouanez an Hitited diouzh lod eus monarkiezhiou ar bed er mare-se, diouzh rouanez Henegipt , ar faraoned , peurgetket. Er c'hontrol d'ar faraoned, ne veze ket sellet ouzh ar roue evel un doue pa oa bev. Perc'henn e oa an doueed war douarou an Hitited, o dileuriad e oa ar roue ha meran a rae anezhe en o anv. Goude e varv hepken e teue ar roue da vezan un doue, hag e veze lakaet e zelwenn e-kichen re e hendadou. Ar ger implijet evit komz eus marv ar roue a dalveze ivez ≪ dont da vezan doue ≫.

E garg a veleg meur an hini e oa an hini bouezusan. Dileuriad an doueed e oa hag anvet e veze gant Tarhunt , doue an arnev. A-wezhiou e lakae ar roue un termen d'an ergerzhadennou brezel, ha pa vefent pell diouzh kalon ar vro, evit derc'hel e lec'h el liderezh .

Ouzhpenn an div garg-se, ar roue a veze ivez penn ar galloud barn , hag evel se e oa an hini diwezhan a c'halled en em erbedin outan er justis. E karg e oa ivez eus an diplomatiezh .

Graet e veze gant kalz geriou en testennou hitit evit komz eus ar roueed. Dianav eo distagadur ul lodenn anezhe ganimp rak an Hitited, hag a implije ar skritur gennhenvel , o deus implijet a-wezhiou ar sumeroluniou hag an akkadoluniou hep kemm anezhe evit skrivan o geriou dezhe o-unan :

  • LUGAL a dalvez evit ar rouanez bihan : pennou rouantelezhiou o gwizien pe re keriou an impalaeriezh ;
  • LUGAL GAL, ≪ Roue Bras ≫, a vez implijet evit roue an Hitited, roue ar rouanez. Talvezout a ra ivez evit ar rouanez estren vras (egiptat, babiloniat hag a-wezhiou zoken akean) ;
  • labarna (rakhititeg) pe tabarna ( hititeg ), ≪ heolel ≫, eus an doue heol, titl enorus roet d'ar roueed ;
  • hassu  ;
  • UTU ≪ Heol ≫.

Sonjal a reer o dije bet an Hitited ar c'hentan monarkiezh vonreizhel . Evezhiet e veze obererezh ar roue gant ar pankus . Diorroet-kenan e oa lezennou ha justis an Hitited ivez. Ral a wezh e implije al lezennou hitit ar marv da gastizan an torfedou. da skouer e vez kastizet al laeronsiou dre redian an den kablus da resteuler ar sammad laeret.

Roll rieien an Hitited [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mojennel
Henimpalaeriezh
Rouantelezh Hatta
Krennimpalaeriezh
Nevezimpalaeriezh

Hitited ar Bibl [ kemman | kemman ar vammenn ]

Bibl an hebreed a ra anv eus "Hitited" e meur a arroudenn, a ya eus ar C'heneliezh betek ar post-Ermaeziadeg Ezra-Nehemiah . "Taolenn ar broadou" ( Geneliezh 10) a liamm anezhe ouzh Heth, un hendad anver , a oa diskennad Ham dre e vab Kanaan . Kontet e oa eta an Hitited e-touez Kanaaniz, annezidi orin an Douar prometet. Deskrivet eo an Hitited da gustum evel ur bobl zo o vevan e-touez Israeliz - Abraham a resev digante tachenn bez Machpelah, hag Hitited a zo ofiserien uhel en arme da vare ar Roue David . En Eil levr ar Rouaned 7:6, koulskoude, ez eo ur bobl gant he rouantelezhiou dezhi hec'h-unan (anv a ra an arroudenn eus "roueed" el liester), a oa er-maez Kanaan war a seblant, ha galloudus a-walc'h da lakaat un arme siriat da dec'hout.

Kalz a vreut a zo a-benn gouzout hag en Hitited ar Bibl a oa :

  • an Hatied orin eus Hatti ;
  • o alouberien indezeuropat (Nesumna), a zalc'has an anv "Hatti" evit kreiz Anatolia , hag a vez anvet "Hitited" hiziv an deiz (danvez ar pennad-man);
  • ur bobl eus Kanaan a vije bet pe na vije ket bet liammet da unan eus ar strolladou anatolian pe d'an daou, hag a vije pe ne vije ket henvel ouzh ar rouantelezhiou nevezhitit ( Louvited ) [6] .

Neuz an Hitited, orin, ha genetik [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar Faraon Ramses II a ra dave d'an Hitited alies gant ar ger humty a dalveze "maouezed-soudard" en henegipteg , rak giz brezelourien an Hitited a oa mirout blev hir [7] . Gouizieien zo o deus sellet ouzh an Hitited evel ur "strollad etnek kreizdouarel" [8] . An dielfennadur eus livadennou Hitited savet gant Henegiptiz, gant an arkeologour Henry Heras, a glot gant an deorienn-se rak seblantout a reont kaout perzhiou korf dibar eus ar poblou kreizdouarel [9] . Kredin a ra lod eus ar ouizieien e c'hallfe lakaat da sonjal en un orin e biz Afrika rak sonjal a reer o doa an hevelep perzhiou korf o orin en tolead-se [10] , [11] . Perzhiou korf henvel o doa an Henc'hresianed , ar pezh a laka da sonjal ivez e c'hallfe diskenn Henc'hresianed ha Hitited eus ar memes poblansou ragistorel er Reter-Nesan hag en Enezvor [12] . N'haller ket fizian e dielfennadur antropologel perzhiou korf ar poblansou, avat, evit bodan tud en ur "ouenn", kadarnaat divroadegou ha rentan kont eus orin ar poblou kozh abalamour da galz faktoriou re gemplezh [13] , [14] .

Orin resis an Hitited zo kevrinus abaoe pell. Lavaret ez eus bet e oa diorroet ar sevenadur hitit hag an hititeg en Anatolia [15] , [16] , met sonjal a reer peurliesan e oa deuet an Hitited eus an diavaez. Broiou orin er c'hornog ( Balkaniou ), er reter (en tu all pe a-hed d'ar Mor Kaspian pe da uheldiriou Armenia ), hag en norzh (a-dreuz ar Mor Du ) n'int nemet lod eus ar re zo bet kinniget [17] . Deskrivet eo bet an argerzh evel un aloubadeg kaset da benn gant strolladou bihan deuet e penn a broiou aloubet [18] pe ivez evel un divroadeg peoc'hus gant un hevelebekadenn graet tamm-ha-tamm [19] . Diouzh gwel an arkeologiezh ez eo bet studiet al liammou etre an Hitited ha sevenadur Ezero er Balkaniou ha sevenadur Maikop er C'haokaz [20] .

Ur studiadenn c'henetek diazezet war ar c'hromozom Y e TDN gwazed Anatolia a-vreman en deus diskleriet redou genou, dezhe meur a orin, ar pezh a c'hall klotan gant an divroadegou niverus a-hed an amzer en Anatolia. Perzhiou pennan gwazed Anatolia zo ar memes re ha re gwazed Europa ha re poblansou ar Reter-Nesan (94.1 %). Ligneziou liammet ouzh kreiz Azia, India, hag Afrika ne oant ket ken niverus e-touez ar standilhon gwazed studiet. Ne oa anavezet lignez ebet evel "hitit", koulskoude an haplogroup G-M201 er c'hromozom Y a c'hallfe bezan liammed gant an Hatied [21] .

Er sevenadur poblek [ kemman | kemman ar vammenn ]

Lennegezh ha bandennou-treset [ kemman | kemman ar vammenn ]

Eus holl an oberennou lennegel a-vreman a ra anv eus an Hitited, an hini ar muian anavezet eo ar romant istorel brudet An Egiptad gant Mika Waltari , embannet e Finneg da gentan e 1945 ha troet buan e meur a yezh er bed.

Deskrivan a reer an Hitited ennan evel tagerien didruez ha digernez o klask aloubin ar bed a-bezh. Daoust m'en deus graet Waltari stank gant ar mammennou istorel, o deskrivadur en deus muioc'h da welet gant ar fed ma oa skrivet e-pad an Eil brezel bed , hag an impalaeriezh hitit zo deskrivet ennan a oa dezhi da bal, anat, deskrivan an Trede Reich nazi - gant ar roue Suppiluliuma I an diskouezet evel un Hitler kozh, hag ar govelierezh hag an implij eus kirri-emgann taolennet evel traou kevatal da dankou ar Wehrmacht .

War un dachenn dishenvel e anad ur stumm faltaziet eus mab hag her ar roue Suppiluliuma I an , Mursili II er manga japanat anvet Red River . "Kail Mursili" eo e anv, ar pezh a vefe, hervez Beal, ur c'hammamzeriad - rak ne oa ket bet anvet "Mursili" e nep testenn savet kent e ren, hag anvet e oa mod all moarvat. Kail zo unan eus an tudennou pennan eus ar manga ha livet eo evel nobl ha kalonek.

En ur manga all damhenvel ouzh Red River , anvet Ouke no Monshou , zo un heuliad istoriou a vez atav embannet e Japan (Digouezhet eo breman en 53 vet levrenn), e reer anv eus an impalaeriezh hitit, eus he brezeliou gant Egipt hag ar broiou amezek. Er bannou-treset-se ur prins Izmil faltaziet a zeu da gaout karantez evit ur plac'h eus an XX vet kantved anvet Carol (evel Mursili e Red River ).

C'hoariou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar c'hoarierien a c'hall c'hoari roll an Hitited er c'hoari strategiezh Civilization III gant Mursili II da rener.

Filmou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Er film Deadly Blessing , gant Wes Craven , deuet er-mez e 1981, an tudennou pennan zo ur seurt Hitited a-vreman, ur seurt stumm Amished mirour-tre.

Er film savet e 1984, Ghostbusters , gant Ivan Reitman , 'Zuul', an tasmant enebour, a oa un hanterzoue azeulet gant an Hitited, Mezopotamiaiz hag ar Sumeriz .

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Gwelet, da skouer, Singer, Itamar "The Hittites and the Bible Revisited" in Maeir, A.M. and de Miroschedji, P. ed., I Will Speak the Riddle of Ancient Times, Archaeological and Historical Studies in Honor of Amihai Mazar on the Occasion of His Sixtieth Birthday (2006, Eisenbrauns).
  2. The Hittite Empire ranbennad V - gant Vahan M. Kurkjian.
  3. A Short Grammar of Hieroglyphic Luwian , John Marangozis (2003).
  4. Beal, Richard H.,"The History of Kizzuwatna and the Date of the ?una??ura Treaty", Orientalia 55 (1986) pp. 424ff.
  5. ibid. p. 426.
  6. Sellet ouzh Marten H. Woudstra, New International Commentary on the Old Testament: Book of Joshua , p.60, fn.33 and Trevor Bryce, The Kingdom of the Hittites , p.389 ff.
  7. Healy, M. and Mcbride, A. 1992. New Kingdom Egypt (Elite). Opsrey: Elms Court.
  8. p. 141 Racial Theories in Fascist Italy gant Aaron Gillette.
  9. P. 447 Studies in Proto-Indo-Mediterranean Culture By Henry Heras.
  10. P. 144 The Mediterranean Race: A Study of the Origin of European Peoples By Giuseppe Sergi.
  11. P. 266 Myths of Babylonia and Assyria. (Myth and legend in lit. and art). By Donald Alexander Mackenzie.
  12. P. 126 Man By Royal Anthropological Institute of Great Britain and Ireland.
  13. Jordan-Bychov, T. and Jordan B., 2002, The European Culture Area . Lanham, MD: Roman and Littlefield Publishers, Inc.
  14. Mallory, J. and D.Q. Adams (eds.), 1997, Encyclopedia of Indo-European Culture , London: Fitzroy Dearborn.
  15. Renfrew, C. 1999, "Time Depth, Convergence Theory, and Innovation in Proto-Indo-European: 'Old Europe' as a PIE Linguistic Area.", Journal of Indo-European Studies . 27 (3 & 4): 257-294.
  16. Renfrew, C. 1987. Archaeology and Langauge. The puzzle of Indo-European Origins. , Cambridge University Press.
  17. Steiner, G. 1990. "The Immigration of the First Indo-Europeans into Anatolia Reconsidered.", Journal of Indo-European Studies . 18 (1 & 2): 185-214.
  18. Puhvel, J. 1994. "Anatolian: Autochton or Interloper.", Journal of Indo-European Studies , 22 (3 & 4): 251-264.
  19. Steiner, G. 1990. "The Immigration of the First Indo-Europeans into Anatolia Reconsidered.", Journal of Indo-European Studies , 18 (1 & 2): 185-214.
  20. Mallory, J. 1989. In Search of the Indo-Europeans. New York, NY: Thames and Hudson.
  21. C. Cinnioglu et al. (2004), Excavating Y-chromosome haplotype strata in Anatolia, Human Genetics 114(2):127-48.

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • M.Desti, Les civilisations anatoliennes ,, Coll. Que sais-je?, P.U.F. 1998.
  • I.Klock-Fontanille, Les Hittites , P.U.F.
  • Les Hittites, Civilisation indo-europeenne a fleur de roche , Les Dossiers d'archeologie , n°193, mai 1994.
  • (de) H.Klengel, Geschichte des Hethetische Reiches , 1999.
  • (en) T.Bryce, The Kingdom of the Hittites , Oxford, 1998.
  • (en) G.Beckman, Hittite Diplomatic Texts , Atlanta, 1996.
  • (en) Akurgal, Ekrem , The Hattian and Hittite Civilizations  ; Publications of the Republic of Turkey; Maodierndi ar sevenadur ; 2001; 300 pajenn; ISBN 975-17-2756-1 .
  • (en) Trevor R. Bryce , "Life and Society in the Hittite World," Oxford (2002).
  • (en) Trevor R. Bryce, The Kingdom of the Hittites, Oxford (1999).
  • (en) C. W. Ceram, The Secret of the Hittites: The Discovery of an Ancient Empire . Phoenix Press (2001), ISBN 1-84212-295-9 .
  • (en) Hans Gustav Guterbock, Hittite Historiography: A Survey, in H. Tadmor and M. Weinfeld eds. History, Historiography and Interpretation: Studies in Biblical and Cuneiform Literatures , Magnes Press, Hebrew University (1983) pp. 21?35.
  • (en) J. G. Macqueen, The Hittites, and Their Contemporaries in Asia Minor , adwelet ha kresket, Ancient Peoples and Places series (emb. G. Daniel), Thames and Hudson (1986), ISBN 0-500-02108-2 .
  • (en) George E. Mendenhall, The Tenth Generation: The Origins of the Biblical Tradition , The Johns Hopkins University Press (1973), ISBN 0-8018-1654-8 .
  • (en) Erich Neu, Der Anitta Text , ( StBoT 18) , Otto Harrassowitz, Wiesbaden (1974).
  • (en) Louis L. Orlin, Assyrian Colonies in Cappadocia , Mouton, The Hague (1970).
  • (en) The Hittites and Hurrians in D. J. Wiseman Peoples of the Old Testament Times , Clarendon Press, Oxford (1973).
  • (en) O.R. Gurney, The Hittites, Penguin (1952), ISBN 0-14-020259-5 .
  • (en) Kloekhorst, Alwin (2007), Etymological Dictionary of the Hittite Inherited Lexicon, ISBN 90-04-16092-2 .
  • (en) Patri, Sylvain (2007), L'alignement syntaxique dans les langues indo-europeennes d'Anatolie , ( StBoT 49) , Otto Harrassowitz, Wiesbaden, ISBN 978-3-447-05612-0 .

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .