한국   대만   중국   일본 
Gouennlazh an Asirianed - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Gouennlazh an Asirianed

Eus Wikipedia
Ar rannvroiou eus an Impalaeriezh Otoman ma oa Asirianed o chom, a-raok ar gouennlazh

Gouennlazh an Asirianed a reer eus al lazhadeg a-vras a voe graet gant an Impalaeriezh otoman etre 1914 ha 1920 .
Kaoz zo bet eus 270 000 a dud lazhet gant lod ; hiziv avat e komzer kentoc'h eus etre 500 000 ha 750 000, da lavarout eo 70% eus an Asirianed en amzer-se.
C'hoarvezet eo er memes amzer evel Gouennlazh an Armenianed ha hini Gresianed Pontos . Nebeutoc'h anavezet eo eget Gouennlazh an Armenianed avat.