Eswatini

Eus Wikipedia
Umbuso weSwatini
Kingdom of Eswatini
Rouantelezh Eswatini
Banniel Ardameziou

Sturienn vroadel  :
Siyinqaba ("Ur c'hrenvlec'h omp-ni")
Kan broadel :
Nkulunkulu Mnikati wetibusiso temaSwati
"A Zoue, pourvezer bennozhiou ar Swatied"
Gweledva
Melestradur
Ker-benn Mbabane (melestradurel)
Lobamba (lezennel ha roueel)
Ker vrasan Mbabane

Yezhou ofisiel Swatieg
Saozneg

Gouarnamant Unpenniezh hollveliek
parlamantel (2 gambr)
? Roue Mswati III
(25 Ebrel 1986 → breman)
? Pennmaodiern Russell Dlamini
(3 du 2023 → breman)

Distrigou Hhohho
Manzini
Shiselweni
Lubombo

Dizalc'hiezh diouzh ar Rouantelezh-Unanet
? Deroet 6 Gwengolo 1968
? Bonreizh 2005
Douaroniezh
Lechiadur 26°30'00" S ? 30°00'00" R
Gorread 17 364 km²
Poblans 1 136 281 ( 2018 )
Stankter 65,4 annezad/km²

Moneiz Lilangeni (SZL)
Rand suafrikat (ZAR)
Gwerzhid-eur UTC+2
Internet .sz
Pellgomz +268

Lechienn Internet
www.gov.sz

Eswatini , anvet ivez Umbuso weSwatini e swatieg ha Kingdom of Eswatini e saozneg , anvet Swaziland betek miz Ebrel 2018 , zo ur rouantelezh hag ur Stad dizalc'h en Afrika , etre Suafrika en norzh, kornog ha su dezhi, ha Mozambik er biz. Unan eus bihanan broiou Afrika eo, ha 200 km zo eus ar poent norshan d'ar suan, ha 130 km eus ar reteran d'ar c'hornokan.
Dont a ra an anv eus hini ar roue Mswati II , a rene en XIX vet kantved .

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

En XIX vet kantved ec'h erruas annezidi Eswatini en takad-man eus Afrika, da heul divroadeg ar Bantoued . D'ar memes koulz ec'h erruas an drevadennerien wenn kentan.

Goude Brezel ar Boers e teuas da vezan un drevadenn vreizhveuriat hag ur Stad dizalc'h d'ar 6 a viz Gwengolo 1968 .

Politikerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar strolladou politikel zo berzet gant ar Vonreizh .

Un unpenniezh hollveliek eo ar vro, daoust d'ar vonreizh nevez lakaet e pleustr e 2005 .

Distrigou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pevar distrig zo en Eswatini : Hhohho, Lubombo, Manzini ha Shiselweni.


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

Douaroniezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Liesseurt eo ar maeziou : meneziou a-hed an harz gant Mozambik, savanennou er reter, koadeier gleb er gwalarn. Treuzet eo ar vro gant meur a ster. Ker vrasan ar vro eo ar ger-benn Mbabane (94 874 annezad e 2010 ).

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]