Edouarzh VII

Eus Wikipedia
Edouarzh VII

Edouarzh VII ( Edward VII e saozneg) a oa roue Rouantelezh Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon , Dominionou Breizh-Veur hag Impalaer Indez etre miz Genver 1901 ha miz Mae 1910. E vab George V a voe roue war e lerc'h.

Dimezin ha bugale [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dimezet e oa da Alexandra Danmark .

Serc'hed [ kemman | kemman ar vammenn ]

Brudet eo da vezan bet serc'hed niverus a-hed e vuhez. Kontet ez eus bet pemp ha hanter-kant, en o zouez aktourezed ha kanerezed, gisti ha prinsezed : Cora Pearl , Lillie Langtry ; Lady Randolph Churchill (ganet Jennie Jerome, mamm da Winston Churchill ); Daisy Greville , Kontez Warwick; Sarah Bernhardt ; Lady Susan Vane-Tempest ; Hortense Schneider , La Goulue , hag Yvette Guilbert , kanerezed gall; Giulia Beneni , ur c'hast anavezetoc'h evel "La Barucci"; Caroline Otero , ar vondianez Agnes Keyser ; Alice Keppel .