한국   대만   중국   일본 
Dispac'h Hungaria 1956 - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Dispac'h Hungaria 1956

Eus Wikipedia

Dispac'h Hungaria 1956 pe Emsavadeg Budapest (hungareg: 1956-os forradalom pe 1956-os felkeles ) a vez graet eus un emsavadeg kroget d'an 23 a viz Here betek an 10 a viz Du 1956 a-enep Republik Poblek Hungaria hag e sujidigezh d'an URSS . Pa grogas ne oa ket pennou d'an emsavadeg, unan pobl e oa. Ar c'hentan emsavadeg a-enep an URSS e oa bet abaoe donedigezh e nerzhiou lu o devoa skarzhet nerzhiou an Trede Reich e-fin an Eil Brezel-bed . Ur skouer e teuas da vezan evit an dud a venne stourm a-enep ar galloud komunour e-kreizh Europa.

Kroget eo an emsavadeg da gentan gant manifestadegou studierien o devoa desachet milierou a dud o vale dre kreizh-ker Budapest o vont war-zu ar parlamant. Gant sikour kamionou dafaret gant uhelgomzeriou e oa deuet tud e-leizh a na oant ket studierien anezho da harpan ar vanifesterien. Pal ar vanifesterien a oa ivez da vont tre savadur Radio Free Europe . Ur strolladig dileuridi studierien anezho a zeas tre ar savadur evit klask embann o c'houlenadennou met a voe harzet. Pa c'houlennas ar vanifesterien ma vefent dieubet e voe respontet dezho dre tennou fuzuilh adal ar savadur gant nerzhiou an Allamvedelmi HatosagState (aotrouniezh surentez polis). Ur studier a voe lazhet raktal, lod manifesterien a lakaas ar gorf en ur banniel hag a zougas ar c'horf uhel a-us d'ar mor a dud. Gant ar marv-se e krogas ar reveulzi da vat. Gant ma zeas ar c'helou eus ar fedou-se dre ar vro e emsavas an dud gant feulster dreist-holl er gerbenn Budapest .

Manifesterien o tibunan d'ar 25 a viz Here 1956 . Bannielou Hungaria a vez gwelet e-leiz

D'ar 4 Du e teuas tre al Lu Ruz er vro.

Un 200.000 a dud bennak a yeas kuit eus Hungaria.


Red an darvoudou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Nikita C'hrouchtchov

Pennadou kar [ kemman | kemman ar vammenn ]

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]