Dijon
eo anv pennlec'h
departamant gall
ar c'h-
Cote-d'Or
, e rannvro
Bourgogn-Frank-Kontelezh
. 158 002 annezad he doa ar ger e 2019, ha 245 895 an unvez kerel, ar pezh a ra anezhi an hini vrasan eus ar rannvro.
Divio
e oa anv ker pa oa dalc'het gant al
Lingoned
a-raok aloubadeg ar Romaned.
Taolennet e voe ker hag he mogeriad gant
Gregor Teurgn
er
VI
vet
kantved
.
Ker-benn
dugelezh Bourgogn
e voe adalek ar
XIV
vet
kantved
. Staget e voe Bourgogn ouzh Bro-C'hall e 1477.
- Itron-Varia Dijon
- Palez Duged Bourgogn
- Tour Sant-Nikolaz
- plasenn Darcy
- Ker an hevlezouriezh
Eman Dijon e
Bourgogn
, 190 km e Gwalarn
Geneva
, 190 km e Norzh
Lyon
ha 310 km e Gevred
Pariz
. Treuzet eo gant div ster : ar Suzon hag an Ouche, hag ivez Kanol Bourgogn.
E Norzh gwinieg Bourgogn eman.
[2]
Pemp kanton zo e Dijon. Kumuniezh tolpad-keriou Dijon zo deuet da vezan ur veurger d'an 28 a viz Ebrel 2017, o vodan 23 c'humun.
Prefedelezh departamant
Cote-d'Or
ha rannvro
Bourgogn-Frank-Kontelezh
eo war an dro. E Dijon eman sez ar C'huzul Departamant, sez ar Rannvro zo e
Besancon
avat.
Da vare
Dugelezh Bourgogn
e voe ganet e Dijon meur a zug :
Yann Dizaon
(1371-1419),
Fulup ar Mat
(1393-1467) ha
Charlez an Her
(1433-1477).
Adalek an Adinvidigezh e ganas kalz lennegourien, arzourien ha skiantourien evel ar skrivagner
Bossuet
(1627-1704), ar sonaozer
Jean-Philippe Rameau
(1683-1764), ar barzh
Aloysisus Bertrand
(1807-1841 - tremenet e yaouankiz e Dijon), an ijinour
Gustave Eiffel
(1832-1923).
En amzer a-vreman e c'haller menegin ar chaloni
Kir
(1876-1968) ha an aktourez
Claude Jade
(1948-2006).
Gevellet eo Dijon gant ar c'heriou da heul :
[3]
Roet eo bet al label
Keriou ha Broiou Arz hag Istor
d'ar ger.