한국   대만   중국   일본 
Diego Maradona - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Diego Maradona

Eus Wikipedia
Diego Maradona e 2012

Diego Armando Maradona , bet ganet d'an 30 a viz Here 1960 e Lanus ( Arc'hantina ) hag aet da Anaon e Tigre d'ar 25 a viz Du 2020 , a zo bet ur melldroader etrebroadel arc'hantinat, aet da c'hourdoner da-heul e amzer c'hoarier.

Meur a lesanv a voe roet dezhan a-hed e vicher : D10S , El 10 , El Diez , El Pelusa , El Pibe de Oro , Barrilete Cosmico . A orin galizat e vefe e anv-tiegezh [1] .

Kib vell-droad ar bed (evel c'hoarier) [ kemman | kemman ar vammenn ]

Argader pe greizer e bost dezhan war an dachenn, kemeret en devoa perzh e pevar dalc'h :

Kib vell-droad ar bed (evel gourdoner) [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 2008 e voe anvet da zibaber La Albiceleste [2] , skipailh mell-droad Arc'hantina, ha gantan e kemeras perzh e Kib vell-droad ar bed 2010 a voe dalc'het e Suafrika . Skubet e voe e skipailh er-maez 0-4 gant hini Alamagn e kardgourfenn hag erlec'hiet Maradona gant Sergio Batista kerkent ha miz Gouere 2010 .

Notennou ha daveennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. https://www.lavozdegalicia.es/noticia/deportes/2020/11/25/mil-vinculos-maradona-galicia/00031606324257469561771.htm Maradona ha Galiza, La Voz de Galiza , 2020
  2. En abeg d'ar c'hrez gwenn ha glas-oabl a vez douget gant melldroaderien skipailh broadel Arc'hantina.