한국   대만   중국   일본 
Dorn - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Dorn

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Daouarn )
Dorn kleiz un den
Dek dorn

Ar rann eus an ezel krec'h a zo e dibenn pep brec'h an dud hag ar primated , hag a zo pemp biz warnan, eo an dorn . Dre ma vez daou zorn gant pep den peurliesan e komzer eus daouarn un den.
Organ ar c'hemer eo an dorn a-drugarez d'ar biz-meud a zo keharpus ouzh ar bizied arall, hag organ pennan ar stekin eo ivez.

Ar bizied eo an izili spisan da-genver lec'hiadur, hag enno eman lod takadou kizidikan ar c'horf, alese o ferzh pennan er c'hemer hag er stekin. Evel a c'hoarvez gant an daouorganou arall evel an daoulagad pe an treid ez eo pep dorn reoliet dre vras gant an hanterenn empenn a zo keharp outan : an hanterenn gleiz a vestrogn an dorn dehou.

Korfadur diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dorn kleiz un den

Teir fennrann zo en un dorn.

  • An arzorn , a zo etre ar vrec'h hag an dorn e-unan.
Seul an dorn a reer eus tu diabarzh an arzorn.
  • Ar c'hreizdorn , a zo etre an arzorn hag ar bizied.
Ar palv eo tu diabarzh an dorn, etre an arzorn hag ar bizied.
Kil an dorn eo tu diavaez ar c'hreizdorn.
  • Ar pemp biz , pe ar bizied , a zo e penn an dorn. War ar skeudenn aman a-zehou, eus al laez d'an traon :
Ar biz-meud , ar biz nemetan daou oens hepken ennan e-lec'h tri, a c'haller keharpan ouzh ar bizied arall a-benn kemer, derc'hel pe stardan traezou.
Ar biz-yod .
Ar biz kreiz , anvet biz-bras ivez peogwir ez eo ar biz hiran.
Ar biz-gwalenn , anvet biz-bizou ivez ; hiroc'h eget ar biz-yod e vez peurliesan.
Ar biz-bihan  ; kalz nerzh a vez kollet er stardan pa vank ar biz-se en dorn.

Korfadur diabarzh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Eskern dorn un den
(palv un dorn dehou)

Alc'hwez [1]
1 : Oensou
2 : Kreizdorn
3 : Arzorn
4 : Oensou pellek
5 : Oensou krenn
6 : Oensou hogozek
7 : Eskern ar c'hreizdorn
8  : Pizenn
9 : Askorn krogek
10 : Piramidenn
11 : Kreskenn-loar
12 : Trapezennig
13 : Trapezenn
14  : Askorn bras
15  : Skafenn

|- |}

Eskern [ kemman | kemman ar vammenn ]

Bez' ez eus 27 askorn da nebeutan e dorn un den ; a-wezhiou e vez eskern sezamek ouzhpenn, da lavaret eo eskern a zo enframmet en ur stirenn  ; alies e vez daou askorn sezamek enframmet en drapezenn, a-us ar biz-meud, hag unan er c'hreizdorn a-us ar biz-yod.

Doubl eo roll eskern an arzorn : pevar anezho (ar skafenn , ar greskenn-loar , ar biramidenn hag ar bizenn ) a zo kenvellet gant eskern an arvrec'h  ; gant eskern ar c'hreizdorn ez eo kenvellet an drapezenn , an drapezennig , an askorn krogek hag an askorn bras .
Gant an oensou kentan ez eo kenvellet eskern ar c'hreizdorn d'o zro.

Eus I betek V e vez niverennet eskern ar bizied, eus ar biz-meud betek ar biz bihan. Tri oens zo da bep biz : an oens hogozek eo an tostan d'ar c'hreizdorn, an oens krenn d'e heul, hag an oens pellek e penn pep biz ; daou oens hepken zo d'ar biz I, ar biz-meud, n'en deus oens pellek ebet.

Niverus eo kenvellou an dorn : e pep biz etre an oensou, etre ar bizied hag ar c'hreizdorn, etre ar c'hreizdorn hag an arzorn, hag en arzorn e-unan, a zo kenvellet gant ar c'hreizdorn hag eskern an arvrec'h.

Kigennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Palv un dorn, diskejet
Alc'hwez [2]
1 Talmerenn a-werzhid ha nervenn greiz betek ar gourbozennou - 2 Nervennou ar biz-meud - 3 Faskienn dreist kigenn nesaer ar biz-meud - 4 Gaol ar c'hourbozenn - 5 Kentan kigenn etreeskernel - 6 Sont eus gaol ar c'hourbozenn a-gein betek nesaer ar biz-meud - 7 Speurenn etre ar c'hourbozenn ha kreiz ar palv - 8 Talmerenn voutin ar palv hag ar bizied - 9 Talmerenn ha nervennou ar palv - 10 Gouin gwiennek dreist gouin ar stirenn bleger - 11 Penn stirenn bleger zon ar biz - 12 Penn stirenn bleger c'horreel ar biz - 13 Gaol greiz ar palv - 14 Gouin stirenn ar biz bihan - 15 Gouin ar pleger boutin - 16 Gouvozennou - 17 Skourr boutin nervennou ar bizied - 18 Talmerenn ha nervennou a-helmo

Daou strollad kigennou zo e dorn un den : ar re ziabarzh, a zo penn-da-benn en dorn, hag ar re ziavaez a zo staget en dorn diouzh an eil tu hag en arvrec'h diouzh an tu arall.

Kigennou diabarzh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar gourbozennou eo kigennou ar biz-meud, hag ar gouvozennou re ar biz bihan.
Bez' ez eus ivez peder c'higenn etreeskernel a-gein etre eskern ar c'hreizdorn diouzh tu ar c'hil, ha teir arall a-balv diouzh tu ar palv. Peder c'higennig arall, anvet buzhughenvel , zo etre kil an dorn hag an arvrec'h ; a-ziforc'h eo ar c'higennou buzhughenvel-se, pa n'int stag da askorn ebet.

Kigennou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

(*) Ar "voest-vutun"

Div gigenn hir bleger stag ouzh tu diabarzh an arvrec'h zo d'ar bizied. Da oensou ar bizied int staget dre stirennou : ar gigenn bleger c'horreel d'an oens pellek, ar gigenn bleger zon d'an oens kreiz. Da blegan ar bizied e servijont.
Div gigenn bleger, unan hir hag unan verr, zo d'ar biz-meud e-unan er c'hourbozenn. Dre gigennou arall ar c'hourbozenn, unan bellaer hag unan geharper, e c'hall ar biz-meud keharpan ouzh ar bizied arall evit ma c'hallfer tapout traezou.

Kigennou astenner zo en arvrec'h ha stag ouzh kil ar bizied evit ma c'hallfer digerin an dorn dre astenn ar bizied. Div stirenn zo etre ar biz-meud hag an arvrec'h ; gwelet e vezont splann, ar voest-vutun a reer eus ar c'hleuz a zo etrezo dindan ar c'hroc'hen.
Ur gigenn astenner ouzhpenn zo d'ar biz-yod ha d'ar biz bihan.

Gwaregou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gwaregou an dorn
M Unan eus ar gwaregou a-veskell
M Unan eus gwaregou diahed ar bizied
M Gwareg diadreuz ar c'hreizdorn
M Gwareg diadreuz an arzorn

Gouest eo tammou difinv ha tammou finvus an dorn da azasaat ouzh rediou ar vuhez pemdez dre stumman gwaregou askornek tri zoare dezho : gwaregou a-veskell , gwaregou diahed ha gwaregou diadreuz . Dre studian gwaregou an dorn ez eus bet merzet mestroniezh ar biz-meud war ar bizied arall.

Gwaregou a-veskell [ kemman | kemman ar vammenn ]

Peder anezho zo, etre ar biz-meud ha pep biz arall. Ar wareg stummet gant ar biz-yod eo an hini bouezusan evit resisted ar c'hemer ; kevret gant ar wareg etre ar biz-meud hag ar biz kreiz ez aoz un dribizegezh a ro tro da gemer traou hep ober gant nerzh krenv.
N'eo ket ar biz-gwalenn hag ar biz bihan ken finvus hag ar bizied arall, met pouezus int pa vez ret rein nerzh d'ar stardan ; pouezus dreist-holl eo ar wareg etre ar biz-meud hag ar biz bihan evit kement-se.

Gwaregou diahed [ kemman | kemman ar vammenn ]

Etre pep biz hag an arzorn ez eus gwaregou diahed, hini ar biz-meud o vout an hini finvusan. Da heul eman ar wareg etre ar biz bihan hag an arzorn ; reut eo an teir gwareg arall, met finvus drezan e-unan e chom ar biz-yod a-drugarez d'ar c'higennou pleger hag astenner a zo stag ouzh e oensou.

Gwaregou diadreuz [ kemman | kemman ar vammenn ]

Div wareg ziadreuz zo, pep hini anezo o vout e tu diabarzh an dorn, diouzh tu ar palv.

Gwareg ziadreuz an arzorn

Reut eo, abalamour ma rank askorn bras an arzorn finval kevret gant an eskern arall ; a-drugarez da stagellou an arzorn ez eo e wareg stabiloc'h pa vez pleget eget pa vez astennet.

Gwareg ziadreuz ar c'hreizdorn

Gwenvoc'h eget hini an arzorn eo, a-drugarez da finvusted an eskern a zo etre an arzorn hag ar biz-meud diouzh an eil tu, etre an arzorn hag ar biz bihan diouzh an tu arall. Pa strisha ar wareg etre an daou askorn-se e kleuz ar palv da stumman un doare traonienn, ar strad anezhi o vout askorn ar biz kreiz er c'hreizdorn.
Dizalc'h diouzh eskern ar c'hreizdorn eo ar biz-meud, pa 'z eo stag ouzh an drapezenn.

Nervennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Teir nervenn a erru en dorn da lakaat e gigennou da vont en-dro :

  • an nervenn a-werzhid a zeu eus an trebez-skoaz dre ar vrec'h ;
  • an nervenn greiz a heuilh an hevelep hent ? an nervenn nemeti eo a erru en dorn dre ganol an arzorn  ;
  • an nervenn a-helmo , eus an trebez-skoaz a-hed an helmo betek an arzorn, ma c'haol da dizhout kigennou ar bizied.
Nervaouin al loc'han

Dre an nervenn a-werzhid e c'haller nesaat ha plegan ar biz-meud, hag astenn ar bizied arall.
A-drugarez d'an nervenn greiz e c'haller plegan an arzorn hag ar bizied, nesaat ha keharpan ar biz-meud. Gant an nervenn a-helmo e c'haller lakaat ar c'higennou all da labourat.

Nervaouin ar c'hroc'hen

Gant an nervenn a-werzhid ez eo nervaouet kil an dorn, eus ar biz-meud betek ar biz-gwalenn ; kil ar biz-yod, ar biz kreiz hag oens hogozek ar biz-gwalenn zo nervaouet ganti ivez.
Gant an nervenn greiz ez eo nervaouet tu-palv ar biz-meud, ar biz-yod, ar biz kreiz hag an hanter eus ar biz-gwalenn.
Gant an nervenn a-helmo ez eo nervaouet ar biz bihan hag an hanterenn arall eus ar biz-gwalenn ; un drederenn eus palv ha kil an dorn, diouzh tu an arzorn, zo nervaouet ganti ivez.

Evit an darn vrasan eus an dud e talvez kement-se avat : e lod anezho e vez nervaouet ar biz-gwalenn en e bezh gant an nervenn a-helmo, pa vez graet henvel gant an nervenn greiz e tud arall.

Kroc'hen [ kemman | kemman ar vammenn ]

Bizlouc'hadou

Tev ha divlev eo kroc'hen ar palv ; moanoc'h eo a-hed linennou plegou an dorn, el lec'h m'eman stag ouzh ar gwiadou diabarzh hag an eskern.
Sklaeroc'h eget hini peurrest ar c'horf eo kroc'hen ar palv, evel kroc'hen seul an troad. Ne c'hall ket rouzan en heol , abalamour da c'henennou a harz ouzh ar c'henderc'han melanin el lodennou-se eus korf mab-den.
Goloet a vegennou derm eo ar palv hag ar bizied (" bizlouc'hadou " a reer anezho) a-benn aesaat ar rimian.

Tanav, blevek ha flour eo kroc'hen kil an dorn. Gwenv eo, evit ma c'hallfe en em zastum pa vez astennet ar bizied : war-dro 3 cm eo an diforc'h a hirder e kroc'hen kil an dorn etre ar bizied astennet hag ar bizied dastumet en ur meilh-dorn.

Bevedouriezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Divneuziegezh revel

Handuelezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

En darn niverusan eus an dud ez eus un dorn a zo mibinoc'h eget egile, an doarn dehou peurliesan ; 8 % hepken eus an dud zo kleizidi, paotred aliesoc'h eget merc'hed, gant muioc'h pe nebeutoc'h a gleizidi hervez ar pobladou [3] . E-pad pell, hag e meur a sevenadur , ez eo bet rediet ar gleizidi da ober gant o dorn dehou.
Lod tud zo ken ampart gant o dorn kleiz ha gant o dorn dehou, daouzehouiat int ? ar pezh a dalvez o deus daou zorn dehou, un doare all c'hoazh da lakaat un dorn dreist egile.

Divneuziegezh revel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Dishenvel eo daouarn ar merc'hed diouzh re ar baotred. War-dro 17 cm eo hirder re ar merc'hed, 19 cm re ar baotred. Henvel evit a sell ouzh o ledander : 7,5 cm evit ar merc'hed, 8,5 cm evit ar baotred. Flouroc'h eo kroc'hen daouarn ar merc'hed, ha sklosennekoc'h re ar baotred. Krenvoc'h e vez daouarn ar baotred er stardan peurliesan.

Emdroadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Tupaia javanica , ur Scandentia, e dorn un den

Un emdroadur eus daouarn finvus ar spesad Scandentia a veve 100 milion a vleadou zo eo daouarn an dud, ha daouarn ha treid ar primated. E-kerzh an emdroadur-se e c'hoarvezas kemmou bras en empenn, hag an daoulagad en em gavas e kreiz an dremm, kement-se a-benn kaout ur gweled stereoskopek ( i.e. e bos) evit aesaat ar c'hemer. Dre ar biz-meud o trein da geharpus e voe resisoc'h ar c'hemer ivez.
War-dro 3,6 milion a vleadou zo e savas ar spesad Hominidæ da gerzhet war e zaoudroad hepken, ar pezh a roas tro d'e zaouarn da vout finvusoc'h ha resisoc'h. Diwezhatoc'h ez emdroas an daouarn c'hoazh, a-benn azasaat ouzh implij ar binviou kentan.

Petra bennak ma 'z eo daouarn ar primated uhelan, evel ar gorilhed hag ar chimpanzeed , damhenvel ouzh re an dud a-fed korfadurezh, n'int ket ker mibin : reizhiad nervel an dud eo pennabeg kement-se, p'he deus emdroet betek ma vije an dorn un benveg eus emskiant mab-den ; dorn mab-den eo ar benveg pennan evit etrewezhian gant e endro, ha dre e resisted er jestrou ez eus anezhan un eztaol eus personelezh an den.

Kevredigezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Muzulian gant an dorn
1) Palv [4] ? 2) Rahouenn ? 3) Palv an dorn
Daouarn un den o pedin, gant Albrecht Durer (1508)

Pedin [ kemman | kemman ar vammenn ]

Er gristeniezh e vez pedet alies o juntan an daouarn.

Stekin pe stardan dorn [ kemman | kemman ar vammenn ]

Stardan an dorn a vez graet da saludin an dud. Doareou nevez zo da saludin mignoned e-touez ar yaouankizou, diwar skouer morianed SUA , dre stekin dorniou serret. Stekin dorniou digor a vez graet ivez da donkan marc'hadou. Pokat d'an dorn a vez graet ivez gant tud zo, e degouezhiou zo.

Komz [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gant an dud a zo bouzar , ha gant re all ivez, e vez implijet da gomz pe da zisplegan traou ha ne vezont ket displeget dre ar gomz.

Muzulian [ kemman | kemman ar vammenn ]

Gant an dorn e vez muzuliet ar rahouenn .

Kartou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Pa vez freuz-dorn , er c'hoari-c'hartou, ne c'hoarier ket an taol, hag e vez adroet ar c'hartou.

Mirdi [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ur mirdi skiantel zo anvet Musee de la main er Centre hospitalier universitaire vaudois (CHUV) e Lausanne , en Suis . Eno ez eus bet dastumet binviou implijet gant an daouarn.

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Yann Ezel, Askornouriezh , Hor Yezh, 1983
  2. Martial Menard (2012), Dictionnaire francais-breton , Palantines ISBN 978-2-35678-069-0
  3. Les gauchers (fr)
  4. Francis Favereau (1992), Dictionnaire du breton contemporain , Skol Vreizh, ISBN 978-2-903313-41-8
    Ur muzul eo ar palv aman, a vez gant ar bizied juntet peurliesan. Dishenvel eo neuze diouzh 3, a zo palv an dorn.

Pennad kar [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Dorn er
wikeriadur , ar geriadur frank.