한국   대만   중국   일본 
Daelerezh - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Daelerezh

Eus Wikipedia
Platon
Aozer an "Divizou"

Daelerezh a reer eus hollad an araeziou kefredel a implijer en argerzh ar breutaat poellek etre daou zen, pe vuioc'h, o deus mennozhiou dishenvel, a-benn anataat kealiou, dizarbenn an arguzennou enep ha kendrec'hin an dud pe c'hoazh dizolein ur wirionez [1] , [2] .

Arabat eo droukveskan daelerezh ha breud , rak breutaat a c'haller a-zivout un dodenn na sell ket war-eeun ouzh an den ha bezan diresis en argerzh abalamour da drivliadou a zo e-maez perzhiou poellek arguzenn pe arguzenn. An daelerezh a implijer da brouin gwirionez un arguzenn ha falsentez an arguzenn enep.
Ne dalvez ket daelerezh kement ha dareulerezh kennebeut : heman diwezhan ne gemer ket perzh er breutaat, klask a ra gounez ur vodadeg selaouerien dre dizhout o foell ( λ?γο?, logos ), o zrivliadou (π?θο?, pathos ) pe o skiant divezel (?θο?, ?thos ).

E prederouriezh Henc'hres , hini Sokrates (~470 - ~399 KJK) ha Platon (~428 - ~348 KJK) pergen, e oa an daelerezh arz ar breutaat dre c'houlennou ha respontou.
Pelloc'h, er Grennamzer , e oa an daelerezh par d'ar boelloniezh, evel enebet ouzh an dareulerezh.
Diwezhatoc'h, da heul Georg Wilhelm Friedrich Hegel ( 1770 - 1831 ), e voe lakaet an daelerezh da argerzh ar preder ma ne c'haller ket disrannan sonjou dislavarus (an dodin hag ar gourzhdodin ) hogen ma c'haller o unvanin er c'hendodin .
Danvezelouriezh daelerezhek a reer eus prederouriezh Karl Marx ( 1818 - 1883 ), ha diazez an natur eo an daelerezh hervez Friedrich Engels ( 1820 ? 1895 ).

Tu zo da lavaret ez eo istor ar brederouriezh hini an daelerezh.

Gerdarzh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Brezhoneg [ kemman | kemman ar vammenn ]

Nevez eo ar ger daelerezh , pa n'eo testeniet nemet abaoe 1992 . Deveret eo diouzh dael , a zo testeniet abaoe 1732 hag a zeu eus an henvrezhoneg dadl . Evel ar cherneveureg dathel , ar c'hembraeg dadl hag ar gouezeleg dail e teu dadl eus an hengeltieg datl? a dalvez "bodadeg" [3] , [4] .

Yezhou indezeuropek nann-keltiek [ kemman | kemman ar vammenn ]

Eus ar wrizienn latin dialectica , diwar an henc'hresianeg διαλεκτικ? dialektike , "arz ar breutaat", e teu ar geriou kevatal da zaelerezh er yezhou indezeuropek nann-keltiek. Ar perseg ( farsi ) ???????? a lenner dyyalektik ivez.

Un nebeud yezhou all [ kemman | kemman ar vammenn ]

En arabeg e lavarer ????? (d)jadalyya , "breutadenn", diwar ar wrizienn ??? (d)jadal , "tabut" [5] . Henvel eo ster ????????? en hebraeg , ur yezh semitek all. Henvel ivez eo ster ar ger er yezhou nann-indezeuropek all : breutadenn, tabut.
Resisoc'h eo ar ger sinaek ??法 , pinyin bian zheng f? , "doare da vreutaat ha prouin" [6]
Kement ha "prezeg a brou al lezenn" e talvez ar ger japanek べんしょうほう / 弁?法 benchouhou [7] , [8] , a hanval bezan kar d'ar c'horeaneg 辨證法 byeon jeum beop , "brasaat tu al lezenn" [9] .

Pennaennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Plaenaat diemgleviou dre vreudou poellek eo pal an daelerezh ; pelloc'h ez eo e bal klask ar wirionez.
Kent Sokrates e veze ar boaz gant ar brederourien kemer un diogeladenn ha prouin e oa gwir dre ziskouez e kase an diogeladenn enep d'un disoc'h diwir pe ziboell [10] .
Un hentenn all a oa bet dibabet gant Sokrates : kemer ur c'houlakadenn ha diskouez e kas d'un dislavar, ha dre-se tennan ar vartezeadenn-se diouzh tachenn ar wirionez.
Un trede doare da blaenaat diemglemviou eo diarbennin diazez an diogeladenn ha hini an diogeladenn enep ha treuzkas an div d'un trede diogeladenn a zo dreist dezho ha tostoc'h d'ar wirionez. Alies e sav un diemglev all dre an hentenn-se, pa nac'h dalc'hidi an diolegadennou kentan distrein war o sonj.

Tostoc'h d'hon amzer e voe diazezet un daelerezh nevez a anver daelerezh Hegel , pe daelerezh Fichte  ; pevar meizad a ya da ober ar sichenn anezhan :

  1. bevennek hag ardreuzat eo pep tra, dre ma n'eus anezhan nemet e red an amzer ;
  2. savet diwar nerzhiou kontrol eo pep tra ;
  3. tamm-ha-tamm e kemm pep tra, ar pezh a gas da enkadennou pa vez un nerzh o kemer an tu krenv war ar re all ? kemmou en niver a nerzhiou a gas da gemmou e perzhiou an nerzhiou ;
  4. a-droellennou e ya ar c'hemmou, ned eont ket a-gelc'hadou ? dislavar an dislavar n'a ket en-dro.

Bez' e oa dija eus ar pennaennou-se e meizad an daelerezh da vare Herakleitos (~ 535 - ~ 475 KJK), pa zisklerie heman e oa pep tra o kemman bepred dre c'hoari enebiezh an nerzhiou a zo e pep tra [11] .

An Henamzer [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kent Sokrates [ kemman | kemman ar vammenn ]

En Henc'hres , da heul ar prederour Parmenides (~544 - ~450 KJK) a lavare n'eus gwirionez ebet e meno den pe zen, e selled alies ouzh an daelerezh evel ouzh "poell an touell" : arz ar vrizhouizieien a lavar gaou, hep gouzout dezho a-wezhiou, a embannont evel gwirionez dre zrevezan doareou ar poell gwirion, ar poell-se o kuzhat goullonder o frezeg. [12] Hervez Sokrates e voe ijinet an daelerezh gant ar prederour Zenon ag Eleates (~490 - ~430 KJK).
Pelloc'h, er pezh a anver predouriezh klasel Henc'hres, e troas an daelerezh d'un doare poellata a zo diazezet war ar c'hendiviz etre arguzennou (an dodin) hag arguzennou kontrol (ar gourzhdodin). Diarbennadur an dodin e vez disoc'h an hentenn-se a-wezhiou ; gwezhiou all e teu an dud a-benn da gendeuzin an arguzennou er c'hendodin, da lavaret eo en un diogeladenn a zo tostoc'h d'ar wirionez ; dibaot a wezh e tro ar breud da enebiezh krenn, ha hep disoc'h bastus ebet zoken e vez alies laouen an dud o vezan gwellaet live ar breud.

Sokrates : goulennou ha respontou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Sokrates
Arzour dianav, en The history of philosophy ,
Thomas Stanley, 1655

Boas e oa Sokrates da ensellet meno ha kredennou an dud, ha zoken pennaennou ar sonjal hag ar poellata, dre atersin den pe zen a-benn anataat un dislavar pe ur gwander en arguzennou an den-se. Gwellaat an dud e oa ar pal, dre o disamman diouzh faziou ne oant ket emskiant anezho ? bez' e c'haller lavaret ivez e klaske Sokrates lakaat an dud da ziskulian ur ouiziegezh a oa enno hep gouzout dezho.
Dre Blaton, a voe unan eus diskibled Sokrates, ez anavezer atersadennou e gelenner ? kendivizou a reer eus skridou Platon, a roas lans d'un hentenn nevez e-touez ar brederourien. Alies avat ne gas ar c'hendiviz nemet d'un hent-dall, a anver aporiezh , hogen faziou ha treuzveizadennou zo bet skarzhet war an hent.

Platon : eus ar c'hendiviz d'ar wirionez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Un hentenn da dizhout ar wirionez eo an daelerezh hervez Platon : dre genverian hag ensellet meur a ali e c'haller mont dreist meno ar brasan eus an dud ha diskulian ar ouiziegezh wirion. Dre an daelerezh eta e c'haller sevel diwar bed an diavaeziou ha tizhout hini ar ouiziegezh, hag alese kompren ar meizadou hollek kent kompren pennaennou hor bed.

Aristoteles : ar poellata daelerezhek [ kemman | kemman ar vammenn ]

Evel Platon e selle Aristoteles (~384 - ~322 KJK) ouzh an daelerezh evel ouzh arz ar poellata diwar-benn mennozhiou a greder bezan par d'ar wirionez. Hervezan ez eo hollret tremen dre an daelerezh evit anataat pennaennou prederouriezh ar skiantou ? ha pennaennou ar brederouriezh hec'h-unan ? rak mar klask un den en e unan prouin unan eus ar pennaennou-se ne gasje nemet d'ur "poellata kelc'hiek" difrouezh ; ar pezh nemetan a c'haller ober eo ensellet meur a arguzenn gant meur a zen betek kavout a-stroll un arguzenn na c'haller ket enebin outi [13] .
En tu all da genveriadur ar mennozhiou ez eus ur c'houblad meizadou, pe reolennou poelloniel, a ra an diforc'h etre arguzennou un den en e unan ha re ur strollad tud o ren un dael :

  • an arguzennin ex concessis ( latin evit "diwar ar pezh a zo bet goulezet"), a implijer evit gwirian onestiz an arguzer e-kenver ar mennozhiou en deus eztaolet pe zegemeret abretoc'h ? arabat eo avat lakaat e arguzennou da ziwir en abeg da bersonelezh an arguzer e-unan a-fed orin, metou, dere, relijion hag all, rak ur sofegezh e vije an emzalc'h-se neuze [14]  ;
  • an arguzennin onus probandi (latin evit "bec'h ar brouenn"), ma rank unan eus an arguzennerien kregin gant an dael dre zisplegan e veno. Mar deu a-benn e tremen ar vec'h d'e zislavarer. Neb eus an arguzennerien a baouez da samman ar vec'h en deus kollet an dael [15] .

Goude Aristoteles [ kemman | kemman ar vammenn ]

Diogenes Laertios , e derou an Patrom:IIIde kantved , a roas div zespizadenn eus an daelerezh hervez ar stoikourien en e levr Buhez ha kelennadurezh ar brederourien veur (VII, 41-44) [16]  :

  • skiant ar breutaat reizh, da lavaret eo dre ur prezeg helavar, ur yezh spis, goulennou ha respontou ;
  • skiant ar pezh a zo gwir, ar pezh a zo diwir, hag ar pezh n'eo na gwir na diwir.

Ar Grennamzer [ kemman | kemman ar vammenn ]

Anicius Manlius Torquatus Severinus Boethius (~ 480 - ~ 525 ), ur prederour italian , e voe ar gouizieg kentan o labourat war oberennou Aristoteles er Grennamzer .
Ar yezhadur , an daelerezh hag an dareulerezh kendeuzet eo an daelerezh hervez termenadur kentan Diogenes Laertios eta. Trivium skoliou an Henamzer e oa, da lavaret eo kentan derez an deskadurezh ; "galloud ar yezh" e oa an trivium , ha diazez an eil derez anvet quadrivium  : ar sonerezh , an niveroniezh , ar ventoniezh hag ar steredoniezh . Ar seizh arz frank a raed eus trivium ha quadrivium . [17]

Ar brederouriezh hag ar seiz arz frank
gant Nicolas Xavier Willemein (1763-1833)
Universitatsbibliothek Johann Christian Senckenberg , Frankfurt

E derou an VIII vet kantved ez erruas ar seiz arz frank er C'hornog kristen dre ar manac'h Beda Venerabilis hag an eskob Isidoro de Sevilla . Adkemeret e voent gant ar manac'h saoz Alcuin , kuzulier Karl Veur , evit diazezan reizhiad deskadurezh impalaeriezh ar Garolingidi ( 800 - 887 ).

En abeg da aloubadegou ar Vikinged , an Arabed ha Hungariz en IXvet ha Xvet kantved e voe paouezet pe dost da gelenn ar sonerezh, an niveroniezh, ar ventoniezh, ar steredoniezh hag an daelerezh. Gant ar manac'h Gerbert d'Aurillac, a voe ar pab Jelvestr II diwezhatoc'h, e voe adlakaet an daelerezh da zanvez-kelenn en Iliz katolik a-c'houde e veajou-studi e Katalonia ( 963 - 971 ) ma lennas diwar-benn Aristoteles : quadrivium ha daelerezh a gelennas e skol an eskopti e Reims [18] .

Adalek an XI vet kantved e voe adtroet oberennou Aristoteles, ar pezh a roas lans d'un tabut en Iliz etre dalc'hidi an daelerezh, e sonje dezho e c'halle hentenn Aristoteles rein un displegadenn boellek d'ar c'hevrinou kristen, hag enebourien an daelerezh, o devoa aon e vije kollet ar c'hevrinou relijiel, hag a zalc'he da aotrouniezh Tadou an Iliz .

War gresk ez eas an daelerezh en XII vet kantved en Iliz : kevret gant ar yezhadur hag ar boelloniezh e teuas da vezan ur benveg rekis evit an doueoniourien . D'ar mare-se e savas ur mestr war an daelerezh, an doueoniour, prederour ha sonaozour breizhat Pierre Abelard ( 1079 - 1142 ).
Er c'hantved-se ivez e voe troidigezhiou latin nevez eus skridou Aristoteles, o tont eus Toledo e Spagn hag eus Italia  ; addisplegerien Aristoteles a voe troet ivez, en o zouez reou o tont eus Arabia , evel ??? ???? Ibn Sina ( Avisenna ).

En XIII vet kantved e c'hanas prederouriezh Aristoteles un diskiblezh nevez, ar skolastik , ar pal dezhi lakaat prederouriezh Aristoteles da glotan gant an doueoniezh kristen. Gant Tommaso d'Aquino e voe embannet an disoc'h, Summa Theologiæ , "Pennober doueoniel" [19]

"Ar poell e servij ar feiz" hag "Ar brederouriezh e servij an denoniezh" e voe geriou-stur e metou doueoniourien ar Grennamzer , pa dalveze an daelerezh da zisplegan lod eus kelennadurezhiou ar gristeniezh, ha da blaenaat tabutou-diabarzh dre ar c'hendiviz.
Setu aman pazennou an daelerezh evel ma oant e dibenn ar Grennamzer :

  1. termenin dodenn ar c'hendiviz dre an diogeladenn gentan ;
  2. termenin an arbennadenn bennan d'an diogeladenn gentan ;
  3. termenin an arguzenn bennan a-du gant an diogeladenn gentan hag a-enep an arbennadenn bennan ;
  4. adtermenin an diogeladenn goude bezan pouezet war an anatadennou ;
  5. arguzennin enep pep arbennadenn da heul.

Ar brederouriezh arnevez [ kemman | kemman ar vammenn ]

En o stad e chomas an traou a-hed an Azginivelezh ha betek dibenn an XVIII vet kantved . E derou an XIX vet kantved , e 1809 , e voa ar prederour alaman Johann Gottlieb Fichte ( 1762 - 1814 ) anvet da gelenner e Skol-Veur Berlin , ma voe brudet evit e helavarded hag e zoare da gelenn dre an argerzh dodin > gourzhdodin > kendodin da heul labouriou Immanuel Kant ( 1727 - 1804 ).
E 1814, goude marv J. G. Fichte, ez eas kador ar brederouriezh e Skol-veur Berlin da Georg Wilhelm Friedrich Hegel, a roas ul lans nevez d'an daelerezh dre e veizad daelerezhek eus Istor mab-den.
Pelloc'h, e kreiz an XIXvet kantved, e voe lakaet an daelerezh e pleustr er bed danvezel gant Karl Marx ha Friedrich Engels.

Georg Wilhelm Friedrich Hegel [ kemman | kemman ar vammenn ]

Georg Wilhelm Friedrich Hegel
Poltred gant Jakob Schlesinger (1831)
Alte Nationalgalerie , Berlin

Pelloc'h eget argerzh ar c'hendiviz kefredel e voe kaset an daelerezh gant ar prederour alaman : kendeuzet gant ar boelloniezh eo bet gantan, ha lakaet da ziazez natur ar bed gwirion.
Da heul J. G. Fichte e labouras hervez un argerzh teirfazennek [20]  :

Das Logische hat der Form nach drei Seiten :

α) die abstrakte oder verstandige ;
β) die dialektische oder negativ-vernunftige ;
γ) die spekulative oder positiv-vernunftige.

Tri zu zo d'ar boelloniezh :

α) an tu goubar pe gizidik ;
C an tu daelerezhek pe boellel dre nac'h ;
γ) an tu tebouezel pe boellel diarvar.

Par d'an argerzh "dodin - gourzhdodin - kendodin" eo hentenn Hegel, hogen dishenvel eo e meur a genver.

  • Da gentan, iskis e kave ar prederour ne vije gwezh ebet displeget perak e rankje an dodin kas d'ar gourzhdodin dre ret. Gant e zoare da zisplegan ar poent α) e c'houlaka e vez bepred ur mank e kement arlakadenn a zo, abalamour da vevennou spered an dud : diaes eo dezho meizan an traou difetis, ha levezonet e vez o foell gant o zrivliadou.
  • Gant ar poent β) e klask reizhan ar si-se dre an daelerezh : dav eo arguzennin enep an arlakadenn a-benn hec'h amprouin.
  • Gant ar poent γ) e laka ar prederour ar pouez war ar pezh a zo gwir er bed : dre an daelerezh e teuer a-benn da dermenin ar pezh a zo gwerc'hel, ar pezh a zo anezhan er bed-man evit gwir.

Penaos tremen eus β) da γ), eus an tu poellel dre nac'h d'an tu poellel diarvar ? Dre an Aufhebung "freuzidigezh (ul lezenn)", eme Hegel, da lavaret eo dre grennan ur meizad d'e damm talvoudusan ha, war an dro, mont dreist e vevennou.
Ur skouer eus an Aufhebung eo ar c'hendiviz a-zivout an hanvoud ("ar bezoud", ar fed da vezan, e geriou nann-prederourel) [21]  :

α) perzh pep boud bev eo an hanvoud, gwerc'hel eo an hanvoud neuze, n'eo ket netra ;
β) mont da netra eo perzh pep boud avat, pa rank pep boud bev mervel ;
γ) ne c'haller ket diforc'han etre hanvoud ha netra ; neuze : dont da vezan eo an hanvoud.

Aze eman gwele kelennadurezh Georg W. F. Hegel : estreget un hentenn evit prederian eo an daelerezh, anien ar veziadelezh eo ivez. Un dra hepken eo bezan ha sonjal, pep tra er bed-man a ya en-dro en unaniezh an enebou, buhez an hollved eo al lusk-se. Danvez ar relijion, an arz , ar brederouriezh hag istor mab-den eo. Meizan al lusk-se eo e gompren dre an diabarzh, peogwir ez eus boudou bev ac'hanomp.

Karl Marx ha Friedrich Engels [ kemman | kemman ar vammenn ]

Karl Marx
e 1875
Friedrich Engels
e 1877

Kontrol-mik da "anien ar veizadelezh" hervez G. W. F. Hegel e savas Karl Marx, evel m'en displegas e gourfennskrid eil embannadur e oberenn vrudetan, Das Kapital e 1873  : [22] , [23]

N'eo ket hepken ez eo dishenvel ma hentenn daelerezhel diouzh hini Hegel, kontrol-mik dezhi eo. Hervez Hegel ez eo argerzh buhez empenn mab-den, i.e. argerzh ar sonjal, a dro-en d'un dodenn distag zoken peogwir e ra "ar Mennozh" anezhan, demiurg ar bed gwerc'hel, ha n'eo ar bed gwerc'hel nemet an anadenn diavaez eus "ar Mennozh". Hervezon, en eskemm kaer, n'eo ar Mennozh nemet adsked ar bed danvezel e spered mab-den, ha troet e doareou da sonjal.

Danvezelouriezh daelerezhel a voe graet eus arlakadenn K. Marx gant ar prederour alaman Joseph Dietzgen ( 1828 - 1888 ) ; diwar an arlakadenn-se e voe ganet an danvezelouriezh istorel , an hentenn danvezelour da zielfennan an Istor dre an armerzh, heuliet gant Marx, Friedrich Engels ha Vladimir Lenin .
Ar vuhez danvezel eo diazez pep tra, emezo ; stummet e vez spered an den gant e endro zanvezel, diwar e endro e teu skiant hag emskiant an den, kevredigezhiou denel ar bed ha, pelloc'h, "Mennozh" Hegel ? n'eo mab-den nemet un adsked eus e endro, hervez Lenin. Dre an danvezelouriezh daelerezhel e c'haller displegan diorroadur ar c'hevredigezhiou ha, dre vras, ar sokialouriezh .
Sichenn ar politikerezh marksour eo an daelerezh ; "daelerezhel eo an natur" a skrivas F. Engels en Herrn Eugen Duhrings Umwalzung der Wissenschaft ("Eman an ao. Eugen Duhring o reveulzian ar skiant") e 1878 . [24] , hag en ha rein teir lezenn daelerezhel an natur :

? lezenn an tremen eus ar c'hementad d'ar berzhded

Ur c'hemm er berzhded a c'hoarvez pa dro un dra bennak en un dra bennak all dishenvel-krenn diouzh an dra orin. Hervez al lezenn-se, pa gresk pe zigresk ar c'hementad a zanvez e kemm pep tra, danvezel pe get, en un dra all. Tamm-ha-tamm e kemm ar c'hementad danvezel, hogen ne c'hoarvez kemm er berzhded danvezel nemet dre an dispac'h. Dre al lezenn-se e tispleger diorroadur an dud, an darvoudou naturel hag an darvoudou kevredigezhel.

? lezenn kenintradur an enebou

An dislavar eo anien ar bed, eme Herakleitos ha G. W. F. Hegel ; a-du ganto e savas K. Marx hag F. Engels. An disoc'h eus emgann elfennou kontrol eo kement anadenn a c'hoarvez er bed, an elfennou-se o vezan unanet en anadenn nevez hag o tegas luskou ha kemmou nevez er bed ? en natur, er c'hevredigezhiou hag er mennozhiou. Dre al lezenn-se e c'haller displegan kement luskad a zo er bed.

? lezenn nac'hadur an nac'hadur

An diogeladur eo kentan pazenn argerzh an daelerezh : bez' ez eus eus an dra-man-tra er bed gwirion. An nac'hadur eo an eil pazenn, pa bouezer war oberiantiz an dra gontrol, a gas an dra gentan da get. Nac'hadur an nac'hadur eo trede pazenn an daelerezh : kendeuzin a ra ar c'hentan hag an eil dre anzav ar pezh a zo gwir en div. An teir lezenn-se a ziskouez lusk ar bed ; an anadenn a zo bet ganet en trede pazenn a heulio an hevelep argerzh betek genel un anadenn nevez all.

Dre an argerzh daelerezhel eta e ya an natur war-raok, o kas ganti ar c'hevredigezhiou denel ha mennozhiou mab-den, war-du stummou klokoc'h, kevanekoc'h ha perveshoc'h.

En Das Kapital adarre e tisplegas Karl Marx an danvezelouriezh daelerezhel :

Ur gwarzh hag un euzh eo stumm poellel an danvezelouriezh daelerezhel dirak daoulagad ar vourc'hizelezh ha re he c'helennadourien, abalamour ma ranker, evit e gompren, anzav stad vedel an traou, ar c'hontrol eus ar stad-se war an dro, hag he diskar ret ; peogwir e sell ouzh pep stumm kevredigezhel bet diorroet en Istor evel ouzh ul luskad, o terc'hel stad neuze koulz eus e natur ardreuzat hag eus e vezans verrbad ; peogwir ne bleg dindan beli ebet, ha peogwir ez eo an dezvarn hag an dispac'h e anien.

Emgann ar renkadou eo ar gudenn bennan a glaskjod dirouestlan dre zaelerezh Karl Marx, pa 'z eus un diforc'h anat etre al labour kefredel hag al labour dorn, etre bevan e ker ha bevan war ar maez, etre ar greanterezh hag al labour-douar. Dre zislavarou an daelerezh e klaskas Marx, Engels ha Lenin displegan n'eus bet biskoazh eus un urzh naturel digemm er gevredigezh, daoust d'ar pezh a hanval bezan anat, e ranker bepred mont buanoc'h en argerzh ar c'hemman dere an dud evit ma vevjent gwelloc'h, petra bennak ma ne wel an dud araokadenn ebet en o dere, hag ez a ar gevredigezh war-raok tamm-ha-tamm daoust da giladennou bet degaset gant reveulziou, gwallzarvoudou hag all. Stag ouzh kement tra all eo pep tra, hag e pep tra eman an dra gontrol.
Alies eta e voe lakaet daelerezh Karl Marx da venveg rendaelin ha brudan, evit harpan dibabou politikel ar Stadou marksour.
Kement-se a gasas da zarrizhad Trofim Denisovitch Lysenko en URSS da vare Jozef Stalin , pa voe lakaet da haroz ar skiant soviedel eus ar bloavezhiou 1930 betek 1964 daoust d'e labouriou fazius war an hiloniezh er gounezerezh . Hervez Trofim Lysenko e c'halled kemman natur hilel ar plant dre gemman o endro, daoust da labouriou Gregor Mendel  ; pelloc'h c'hoazh ez eas, pa c'hovelias arlakadenn "bevoniezh ar renkadou". Er bed a-bezh e savas prederourien ha skiantourien enep an danvezelouriezh daelerezhel, kent distrein war o c'hiz a-wezhiou, ha diskaret e voe labouriou T. D. Lysenko gant an Akademiezh ar Skiantou soviedel e 1965 .

Dezvarnadenn Jean-Paul Sartre [ kemman | kemman ar vammenn ]

En e levr Critique de la raison dialectique embannet e 1960 e klaskas ar prederour gall Jean-Paul Sartre penaos sevel un "denoniezh strukturel hag istorel" na gasje ket louerelezh danvez ar studi d'ur reizhiad digemm a veizadou. Hervezan, an denoniezh hervez Karl Marx hepken ? an danvezelouriezh daelerezhel ? a oa gouest da dizhout ar pal, gant ma sujje d'an {| width="80%" align="center" bgcolor="#FFFFF0" cellpadding="10px"nemet daelerezh hervez Sartre : daelerezh anadennoniel ar Bezan hag an Netra [25] . Mard eo gwir danvezelouriezh istorel Karl Marx ez eo an daelerezh anien an Istor, hogen ret eo gouzout hag ur poell daelerezhel zo, a vije e c'halloud dreist hini ar skiantou evit studian bezans mab-den.
Siwazh, ned eas ket Jean-Paul Sartre pelloc'h, pa ne reas nemet sevel ar goulenn, feal ma chomas d'e veno : dre an daelerezh hepken e teu an anaoudegezh, ha kemmou emskiant er gevredigezh.

An daelerezh er skiantou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Un nebeud skiantourien a zistroas war o c'hiz neuze, hag a anzavas e c'halle an daelerezh talvezout en o studiou, en o zouez ar poelloniour Rusian Aleksandr Zinovyev ( 1922 - 2006 ), ar bevoniour ha hiloniour amerikan Richard Lewontin (bet ganet e 1929 ), ar bevoniour amerikan Stephen Jay Gould ( 1941 - 2002 ), hag ar gouiziadoniour gall Patrick Tort (bet ganet e 1952 ). En XXIvet kantved ivez e kendalc'h an daelerezh da vevan er skiantou dre oberou an daelerezhour amerikan Bertell Ollman (bet ganet e 1936 ), ar c'hevredadour ha denoniour gall Jean-Marie Brohm (bet ganet e 1940 ) hag ar jedoniour gall Evariste Sanchez-Palencia (bet ganet e 1941 ).

Dre an daelerezh ez eo aesoc'h kompren an dislavarou a gaver a-wezhiou en arnodennou skiantel. En e levr Les principes de la dialectique ez adkemer Jean-Marie Brohm argerzh an daelerezh hervez Hegel ha Marx [26] .
Kemmet eo bet an argerzh-se abaoe ar bloavezhiou 1980 , evel m'en displeg E. Sanchez-Palencia en e levr Promenade dialectique dans les sciences [27]  : arsellet ez eus bet ur "reustl savelegour" en anadennou ma vez teir elfenn da nebeutan oc'h emdrein war an dro, pep hini anezho o levezonin emzalc'h ar re all, alese ur bazenn nevez a anver "emzalc'hiou kantredidik war an desacher".
War dachenn ar vevoniezh ez eo bet arveret an danvezelouriezh daelerezhel, pa vez kemm-digemm kennevid hag emdroadur pep bev daoust d'e framm bezan termenet gant e DDN [28] .

Daelerezh ha stlenneg [ kemman | kemman ar vammenn ]

Abaoe un nebeud degadou ez eus kenlabour gant poelloniourien eus ar bed a-bezh evit kavout un diazez jedoniel d'an daelerezh. A-douez o andoniou e voe labouriou gant ar prederour breizhveurat Stephen Edelston Toulmin ( 1922 - 2009 ) [29] ha re ar prederour amerikan Nicholas Rescher (bet ganet e 1928 ) [30] .

Ar poellata azgweladus , un doare da boellata a zo diazezet war abegou a c'haller kemman ? ne glasker ket prouin tra pe dra, o klask ur c'hempouez efedus e vezer bepred, zo bet arveret da sevel reizhiadou stlennel a zo diazezet war arguzennou rakstummet, war reolennou arguzennin ha reolennou all a ra war-dro ar c'hemmou er stlennou a ranker kewerian.
An doare stlenneg-se a vez implijet en enklaskou diwar-benn an naouegezh kalvezadel a-benn sevel urzhiataeriou a vije gouest da gemer disenteziou ha, pelloc'h, reizhiadou-labour harpet gant urzhiataeriou [31] . , [32]

Kemmus eo an daelerezh abaoe 2 500 vloaz, ha kemman a ra c'hoazh a-benn stumman an degadou da zont.

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. VAN EEMEREN F. H., en Anyone Who Has a View ? Theoretical Contributions to the Study of Argumentation (Argumentation Library) , Springer, 2003 ISBN 978-1-4020-1456-7 (en)
  2. PINTO Robert C., Argument, Inference and Dialectic ? Collected Papers on Informal Logic (Argumentation Library) , Springer, 2010 ISBN 978-90-481-5713-6 (en)
  3. DESHAYES Albert, Dictionnaire etymologique du breton , Chasse-maree, Douarnenez, 2003 ISBN 978-2-9142-0825-1 (fr)
  4. MacLENNAN Malcolm, A Pronouncing and Etymological Dictionary of the Gaelic Language , 1925 (orin), Mercat Press, Edinburgh, 1979 ISBN 978-1-873644-11-9 hag Acair Ltd., Stornoway, 1997 ISBN 978-0-86152-171-5 (en)
  5. REIG Daniel, Dictionnaire arabe-francais, francais-arabe , Larousse, Paris, 2008 ISBN 978-2-03-584217-6 (ar) (fr)
  6. Chine Nouvelle (fr) (zh)
  7. Kantango (ja) (en)
  8. Dictionnaire japonais (ja) (fr)
  9. Lexilogos (ko) (fr)
  10. RESCHER Nicholas, Reductio ad Absurdum , 2005, Internet Encyclopedia of Philosophy (en)
  11. WILLIAMS Howard L., Hegel, Heraclitus and Marx's Dialectic , Prentice-Hall, 1989 ISBN 978-0-7450-0527-0 (en)
  12. KANT Immanuel, Kritik der reinen Vernunft ( 1781 ), Anaconda Verlag, 2009 ISBN 978-3-86647-408-6 (de) ? Projekt Gutenberg-DE (de)
    ? Critique of Pure Reason , Dover Publications Inc., 2004 ISBN 978-0-486-43254-0 (en)
    ? Critique de la raison pure , Gallimard, 1990 ISBN 978-2-07-032575-7 (fr)
  13. Gwelit pennad 4 levrenn Γ (pe IV) ARISTOTELES, Metaphysique , Flammarion, 2008 ISBN 978-2-08-070563-1 (fr)
  14. Les Sceptiques du Quebec (fr) OK 01/02/2013
  15. Unan eus sturiennou ar gwir en Impalaeriezh roman e oa affirmat, probat ("Neb a ro da wir, ra brouo").
  16. Vies et doctrines des philosophes illustres , Livre de Poche, 1999 ISBN 978-2-253-13241-7 (fr)
  17. Div werzhenn latin o deskrive :
    Gramm loquitur, Dia verba docet, Rhet verba colorat, Komz a ra ar yezhadur, kelenn a ra an daelerezh, livan ar geriou a ra an dareulerezh,
    Mus canit, Ar numerat, Geo ponderat, Ast colit astra. Kanan a ra ar sonerezh, kontan a ra an niveroniezh, pouezan a ra ar ventoniezh, war-dro ar sterennou e ra ar steredoniezh.
  18. RICHE Pierre, Gerbert d'Aurillac, le pape de l'an mil , Fayard, 1987 ISBN 978-2-213-01958-1 (fr)
  19. La somme theologique de saint Thomas , troet gant an abad Drioux, Elibron Classics, 2001 ISBN 978-0-543-81307-7 (levrenn 1) (fr)
  20. HEGEL, Georg Wilhelm Friedrich, Enzyklopadie der philosophischen Wissenschaften im Grundrisse (1830), Meiner, 1991 ISBN 978-3-7873-1032-6 (de)
    Encyclopedie des sciences philosophiques en abrege , Librairie Philosophique Vrin, 2012 ISBN 978-2-7116-2375-4 (fr)
  21. HEGEL, Georg Wilhelm Friedrich, Wissenschaft der Logik I. Die Lehre vom Sein (1832) , Meiner, 2008 ISBN 978-3-7873-1663-2 (de)
    Science de la logique ? La doctrine de l'etre , Editions Kime, 2007 ISBN 978-2-84174-434-3 (fr)
  22. Gourfennskrid Das Kapital (en) OK 04/02/2013
  23. MARX Karl, Das Kapital: Ungekurzte Ausgabe nach der zweiten Auflage von 1872. Mit einem Geleitwort von Karl Korsch aus dem Jahre 1932 , Anaconda Verlag, Koln, 2009 ISBN 978-3-86647-325-6 (de)
    Capital , Oxford University Press, 2008 ISBN 978-0-19-953570-5 (en)
    Le capital , Gallimard, Paris, 2008 ISBN 978-2-07-035574-7 (fr)
  24. ENGELS Friedrich, Herrn Eugen Duhrings Umwalzung der Wissenschaft ("Anti-Duhring") , Dietz, 1989, ISBN 978-3-320-00294-7 (de)
    Marxists.org ? Ar skrid e galleg (fr) OK 07/02/2013
  25. SARTRE Jean-Paul, Critique de la raison dialectique, precede de Questions de methode , Gallimard, 1985, ISBN 978-2-07-070493-4 (levrenn 1), ISBN 978-2-07-070525-2 (levrenn 2) (fr)
  26. BROHM Jean-Marie, Les principes de la dialectique , Editions de la Passion, 2003 ISBN 978-2-906229-57-0 (fr)
  27. SANCHEZ-PALENCIA Evariste, Promenade dialectique dans les sciences , Hermann, 2012 ISBN 978-2-7056-8272-9 (fr)
  28. CHAPOUTHIER Georges, Information, structure et dialectique chez les etres vivants , kelaouenn La Pensee , niverenn 200, Eost 1978, Gallica (fr)
  29. TOULMIN Stephen E., The Uses of Argument , Cambridge University Press, 2003 ISBN 978-0-521-53483-3 (en)
  30. RESCHER Nicholas, Dialectics ? A Controversy-Oriented Approach to the Theory of Knowledge , State University of New York Press, 1977 ISBN 978-0-87395-372-6 (en)
  31. PRAKKEN Henry, VREESWIJK Gerard, Logics for Defeasible Argumentation , 1998 (en) OK 10/02/2013
  32. CHESNEVAR Carlos, McGINIS Jarred, RAHWAN Iyad, REED Chris, MODGIL Sanjay, SIMARI Guillermo, SOUTH Matthew, VREESWIJK Gerard, WILLMOTT Steven, AIF: Argumentation Interchange Format ? Strawman Model , 2005 (en) OK 10/02/2013