Charles de Gaulle

Eus Wikipedia
Diwar-benn prezidant Bro-C'hall eo ar pennad-man. M'emaoc'h o klask ar barzh eus an XIX vet kantved, sellit ouzh Charles-Jules de Gaulle .
Charles de Gaulle
den
Reizh pe jener paotr   Kemmañ
Bro ar geodedouriezh Frans   Kemmañ
Anv e yezh-vamm an den Charles de Gaulle   Kemmañ
Anv ganedigezh Charles Andre Joseph Marie de Gaulle   Kemmañ
Anv-bihan Charles , Andre , Joseph , Marie   Kemmañ
Anv-familh de Gaulle   Kemmañ
Lesanv Charles de Lugale   Kemmañ
Deiziad ganedigezh 22 Du 1890   Kemmañ
Lec'h ganedigezh Lille   Kemmañ
Deiziad ar marv 9 Du 1970   Kemmañ
Lec'h ar marv Colombey-les-Deux-Eglises   Kemmañ
Doare mervel abeg naturel   Kemmañ
Abeg ar marv Anevrism   Kemmañ
Lec'h douaridigezh grave of Charles de Gaulle   Kemmañ
Tad Henri de Gaulle   Kemmañ
Mamm Jeanne Maillot   Kemmañ
Breur pe c'hoar Marie-Agnes de Gaulle , Jacques de Gaulle , Xavier de Gaulle , Pierre de Gaulle   Kemmañ
Pried Yvonne de Gaulle   Kemmañ
Bugel Anne de Gaulle , Philippe de Gaulle , Elisabeth de Gaulle   Kemmañ
Familh de Gaulle family   Kemmañ
Yezh vamm galleg   Kemmañ
Yezhou komzet pe skrivet galleg   Kemmañ
Yezh implijet dre skrid galleg   Kemmañ
Micher statesperson , memoirist , military theorist , ofiser , politiker   Kemmañ
Tachenn labour Politikerezh   Kemmañ
Bet war ar studi e Ecole Speciale Militaire de Saint-Cyr , College Stanislas de Paris , Ecole superieure de guerre   Kemmañ
Lec'h annez Elysee Palace   Kemmañ
Lec'h labour Ingolstadt , Wulzburg , Frans   Kemmañ
Dibenn ar prantad labour 1946   Kemmañ
Strollad politikel Union of Democrats for the Republic , Rally of the French People   Kemmañ
Bet war ar renk da vezan dilennet 1965 French presidential election , 1958 French presidential election   Kemmañ
Patient of Louis Guillaumat   Kemmañ
Relijion Katoligiezh   Kemmañ
Grad milourel jeneral brigadenn   Kemmañ
Korf an arme Tirlu gall , France libre   Kemmañ
Oberenn heverk Memoires de guerre   Kemmañ
Diellaouet gant ETH Zurich University Archives , Defence Historical Service , Louis Round Wilson Library   Kemmañ
Ezel eus Ordre Nouveau   Kemmañ
Levezonet gant Philippe Petain , Charles Maurras   Kemmañ
Darvoud-alc'hwez pilgrimage   Kemmañ
Bet kinniget evit Priz Nobel al Lennegezh   Kemmañ
Oberennou zo en dastumad NIOD Institute for War, Holocaust and Genocide Studies   Kemmañ
Statud e wiriou aozer Oberennou dezhe gwiriou aozer   Kemmañ
Roll elfennou Q28195738   Kemmañ
Charles De Gaulle e 1961.

Charles de Gaulle pe De Gaulle [1] a zo bet ganet d'an 22 a viz Du 1890 e Lille , e departamant an Norzh ( Bro-C'hall ) ha tremenet d'an 9 a viz Du 1970 e Colombey-les-Deux-Eglises , e departamant an Haute-Marne ( Bro-C'hall ). Soudard a-vicher bet tizhet an rez a vrigadennour, ur politikour gall a-bouezh eo bet etre ar bloavezhiou 1940 ha 1960. Ar c'haolouriezh a vez graet eus ar redenn bolitikel awenet gantan, bras he fouezh hiziv hon deiz c'hoazh e buhez politikel Bro-C'hall.

Bet e oa diouzh Londrez , tamm-ha-tamm, penn ar Rezistans diavaez a-enep Kenlabour etre Bro-C'hall hag Alamagn e-pad an Eil Brezel-bed (ar Frans dieub ). Bet eo mestr bras nemetan Urzh an Dieubidigezh . Savet en deus ar V vet  Republik e 1958 hag a stalias ur renad prezidantel e Bro-C'hall. Dont a reas da vezan he c’hentan prezidant eus 1958 da 1969 .

Skrivet en deus diwar ar strategiezh e "Le fil de l'epee" e 1932, "Vers l'armee de metier" e 1934 ha "La France et son armee". Skrivet en deus e envorennou ivez.

Tiegezh ha deskadurezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Bet ganet e Lille d’an 22 a viz Du 1890 en un tiegezh katolik a oa o chom e Pariz , Charles De Gaulle a oa mab Henri Degaulle, kelenner war al lizhiri ha war an istor, ha Jeanne Maillot.

Hendadou e dad Henri Degaulle a oa genedik eus Champagn ( Chalons-en-Champagne ), bet staliet e Pariz adalek fin an XVIII vet kantved . Flandrezek eo an anv-familh : De Walle a dalv ≪ ar voger-grenv ≫. An tiegezh Degaulle pe De Gaulle n'eo ket nobl e mod ebet eta.

Tiegezh e vamm, Jeanne Maillot, a oa a orin eus ar Flandrez c’hall. A-berzh al lodenn-se eus e diegezh e tiskenne De Gaulle eus hendadou iwerzhonat (ar MacCartaned, Jakobidi tec’het da Vro-C’hall goude an Dispac’h klodus), skosat (Ar Fleminged), hag alaman (ar gKolbed, a orin eus Dugelezh Baden ). Tad-kozh Charles De Gaulle a-berzh he mamm a oa ur patrom bras en Industriezh ar gwiadou e Lille .

Charles en doa tri breur hag ur c’hoar :

  • Xavier De Gaulle (1887-1955), hag a voe prizoner brezel, hag a voe ezel eus ar Rezistans goude e-pad an Eil brezel-bed .
  • Marie-Agnes De Gaulle (1889-1982).
  • Jacques De Gaulle (1893-1946), a chomo ampechet e 1926 goude un empennad.
  • Pierre De Gaulle (1897-1959) hag a voe ezel eus ar Rezistans, politikour, ha merour embregerezhiou.

Abred-kenan, e dad a lakaas Charles da zizoloin oberennou ar skrivagnerien c'hall Maurice Barres , Herri Bergson ha Charlez Peguy . Unpennelour e oa an tiegezh ha lenn a rae an tad L'Action francaise (betek kondaonidigezh luskad Charles Maurras gant ar Vatikan ). Sellet e vez ouzh e diegezh evel ur familh ≪ katolik ha frankizour ≫, dreyfusour e oant ha mont a rejont a-du gant an Trede Republik en doare goulennet gant ar pab. E dad en doe estlamm ouzh Louis Rossel , ≪ jeneral ≫ eus ar Gumun , fuzuilhet gant ar ≪ Versailhiz ≫.

Ul lodenn eus e studiou kentan derez a reas Charles De Gaulle e skol Frered ar Skoliou Kristen eus parrez Sant-Tomaz-Akin (hiziv lise Sant-Tomaz-Azin) e Pariz . Goude an enkadenn bolitikel a heulas disrann an iliz hag ar stad e 1905 , ez eas da genderc’hel e studiou da Velgia , ar c’hentan skiant-prenan eus an harlu eo ( Daveou a vank ) .

Mont a reas da Skol milourel Saint-Cyr e 1908 ha goude d'ar skolaj prevez katolik Stanislas e Pariz. Kuitaaat a reas anezhan e 1912 gant e skrid-testeni (er Rummad Fes, a oa an hini a zeufas da vezan ar marichal Juin ar major anezhan) ha choaz a reas da vont en droadegiezh. Kaset e voe d’an 33 vet rejimant troadeien en Arras , dindan urzhiou ar c’horonal Philippe Petain .

Brezel-bed kentan [ kemman | kemman ar vammenn ]

Letanant ar C’hentan brezel bed e voe anvet kabiten adalek 1915 . Gloazet e voe kerkent hag e gentan emgann e Dinant (reter Belgia ) d’ar 15 a viz Eost 1914 . Kaset e voe goude d’an 33 vet RI war dalbenn Champagn evit ren ar 7 vet kompagnunezh. Gloazet e voe a-nevez d’an 10 a viz Meurzh 1915 en dorn kleiz, e-pad Emgann ar Somme . Mennet d’en em gannan e tisentas d’e ofiserien o rein an urzh da dennan war fozellou an enebourien. Abalamour da se e voe torret diwar e garg evit eizhteiz. Un ofiser pizmigus, tuet da vezan dichek, e speredegezh hag e galonegezh dirak an tan a lakas anezhan da vezan merzet e-touez ar re all kement ha ken bihan ma kinnigas komandant an 33 vet RI kemer anezhan da eiler.

D’an 2 a viz Meurzh 1916 e voe taget e rejimant hag hogos distrujet gant an enebour pa oa o tifenn keriadenn Douaumont , e-kichen Verdun . Distrujet-naet e voe e gompagnunezh e-pad an emgann-se hag ar re oa chomet bev voe gronnet gant an Alamaned. Hervez Max Gallo e klaskje De Gaulle toullan linennou an enebourien ; rediet vije e-pad an emgann da lammat en un toull obuz evit klask goudor met Alamaned a rajent ar memes tra hag a c’hloazjent anezhan gant un taol baionetez en e vorzhed kleiz [2] . Prizoniet gant an Alamaned e voe pareet ha lakaet en ur c’hamp prizonierien. Hervez ur soudard eus e gompagnuniezh e vefe tremenet an traou en un doare all : ≪ Gronnet e oamp bet ha dindan urzhiou hor c’habiten De Gaulle e oamp rediet da godianan. ≫ [3]

Un ≪ distroer ≫ medalennet [ kemman | kemman ar vammenn ]

Da-heul un dec’hadenn c’hwitet e oa kaset da grenvlec’h Ingolstadt , e Bavaria , ur c’hamp distro-gwall evit an ofiserien disent ha diaes da zerc’hel. En em gavout a reas eno war un dro gant ar jeneral da zont Georges Catroux , ar c’hazetenner Remi Roure , an embanner Berger-Levrault hag ar marichal sovietek da zont Mikhail Toukhatchevski . Ul ≪ lamentable exil ≫, e-giz-se e teskrivas d’e vamm e donkad prizoniad. Evit diverran an amzer e aozas gant e genseurted displegadennou war stad ar brezel. Klask a reas dreist-holl tec’hout dre bemp gwezh, en aner. Dieubet e oa goude an Arsav-brezel an 11 a viz Du 1918 hag adkavout a reas e diegezh e miz Kerzu. Un envor c’hwerv a lavaras delc'her eus an daou vloavezh hanter-se en toull-bac’h, hag istiman a reas bezan un ≪ distroer ≫ (≪ tasmant ≫), ur soudard didalvoud n’en doa servijet da netra. Roet e voe dezhan neoazh, da-heul ar brezel bras, kroaz marc’heg al Lejion a enor , d’an 23 a viz Gouere 1919 hag ar Groaz-brezel 1914-1918 gant ar steredenn arem.

Diwar-benn ar prantad bac’hidigezh, goude e zaskor, en deus diskleriet ar jeneral Perre e 1966 : "Unan eus ma c’hamaraded a oa prizoniad gant De Gaulle en deus lavaret din ar pezh da-heul : ar Voched a rae an enor d’an ofiserien c’hall a oa en em gannet gant kalonegezh da rentan dezhe o sabrenn da genver lidou zo, e-giz an oferenn da skouer. N’o doa ket rentet e hini d’ar c’habiten De Gaulle. Heman, a grede e oa bet disonjet, a c’houlennas anezhan en un doare rok. Souezhet e oa an Alamaned gant e c’houlenn met betek gouzout e renjont un enklask diwar degouezhiou e zaskor. Goude an enklask-se ne rentjont ket e sabrenn dezhan" [4] .

Etre an daou vrezel [ kemman | kemman ar vammenn ]

E resped [ kemman | kemman ar vammenn ]

Kendelc’her a reas Charles De Gaulle e respet en arme ha tostaat a reas ouzh ar bolitikerezh.

Eus 1919 da 1921 e voe kaset e Polonia e lec’h ma kemeras perzh e stummadur an arme nevez a stourme gant berzh ouzh an Arme Ruz . Levezonet e oa gant an aergelc’h enepyuzev taer ha pogromour , evel m’en diskouez daou lizher kaset d’e diegezh hag embannet en eil levrenn Lettres, notes et carnets [5] . Pa zistroas ar c’habiten De Gaulle e voe karget a genteliou e Skol Sant-Cyr, kent bezan degemeret er Skol uhel brezel e 1922 .

Dimezin a reas gant Yvonne Vendroux (22 a viz Mae 1900 e Calais - 8 a viz Du 1979 e Pariz ), d’ar 7 a viz Ebrel 1921 . Tri bugel en doe ganti :

E 1925 e voe kaset da strollad-ren ar marichal Petain , besprezidant Kuzul uhel ar brezel . Kaset e voe da Drier e 1927 , evel komandant an 19 vet Batailhon chaseourien war droad (BCP). D’ar c’hentan a viz Genver 1928 e teuas e eil verc’h, Anna, er bed. De Gaulle voe kaset d'ar Sav-Heol e 1929 ha tremen a reas daou vloaz e Beirout gant e diegezh. E 1931 e anvjod anezhan e Sekretouriezh Hollek an Difenn Broadel e Pariz. A-bouez e oa ar post nevez-se evitan rak tro en doa d’ober anaoudegezh gant aferiou ar stad.

Koronal e voe adalek 1937 hag anvet e voe penn ar 507 vet rejimant tankou e Metz . Da goulz an diskleriadenn brezel graet gant Bro-C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet d’an Trede Reich , d’an 3 a viz Gwengolo 1939 , ar c’horonal De Gaulle a voe anvet komandant eus tankou ar V vet Arme.

E vennozhiou [ kemman | kemman ar vammenn ]

E-pad ar bloavezhiou-se eo e tiorrenas Charles De Gaulle e vennozhiou diwar-benn arz ar brezel. Embann a reas La Discorde chez l'ennemi ( 1924 ), Le Fil de l'epee ( 1932 ), Vers l'armee de metier ( 1934 ) ha La France et son armee ( 1938 ). Al levr-se a lakas broc’h da sevel etre ar c’habiten hag ar Marichal Petain , en dije bet c’honat da sinan anezhan.

E 1932 , Le Fil de l'epee a zegasas da sonj pouez stummadur an ofiserien ha pouez an degouezhiou. Komz a reas eus an ezhomm eus ur c’horf tankou , gouest da dennan en un doare galloudus ha da zilec’hian buan war un dro, gouest da gas argadou hardizh da benn.

En e levr Vers l'Armee de metier embannet e 1934 e tiorroas ar mennozh-man na c’halle bezan diorroet nemet gant un arme a-vicher e-kichen enrolladur ar geodediz. Koulskoude ar mennozh-se ne voe ket degemeret-mat gant kalz a dud, war-bouez : L'Action francaise , nemedenn heverk, a saludas meur a wezh dindan pluenn Charles Maurras ha Jacques Bainville e vennozhiou modern diwar-benn ur brezel argadus hag e zisfiz e-kenver ar c'hermanouriezh o tiwan en-dro, Paul Reynaud , kannad eus an tu-dehou, pe Fulup Serre .

En estrennvro, war ar c’hontrol, implij an tankou evel ma oa aliet gant ar jeneral Estienne ha De Gaulle war e heul a sachas evezh ( Heinz Guderian , Liddell Hart ). Vers l'armee de metier n'en doe e Bro-C'hall nemet un tamm berzh dleet d’ar guriusted, met awenin a reas, poz dezhan e-unan, ar jeneral Guderian, krouer an nerzh mekanik alaman.

E Pariz e tarempredas De Gaulle tud a-bouez liammet gant ar c'horonal Emile Mayer, war e leve ha digor-kenan e spered, a-du gant un adreizhadenn eus ar strategiezh. Arabat e oa chom d’en em zifenn a-drenv al linenn Maginot . Koulskoude ne oa selaouet nag an eil nag egile.

Harpet war mennozhiou ar jeneral Fuller hag ar buruteller milourel saoz Liddell Hart , De Gaulle a zifenne ur brezel lusk renet gant soudarded a-vicher, ha harpet gant tankou. Ober a reas e gentan prezegenn er Sorbonne en nevezamzer 1934 , war intrudu ar c’helc’h Fustel-de-Coulange , un aozadur liammet gant an Action francaise [6] . Charles De Gaulle en doe mennozhiou unpennelour . Dleet e voe dezhan derc’hel d’an dever taverezh evel an holl soudarded met disklerian a reas en e lizhiri prevez ar bri dister en doa evit ar renad parlamant ha lavaret e kave gwell ur renad krenv [7] . Betek fin e vuhez e tiskouezas e estlamm ouzh personelezh hag oberenn an istorour roueelour Jacques Bainville .

Ne reas ket berzh e vennozhiou a-fed strategiezh abalamour da virouriezh renerien an arme c'hall diouzh un tu, ha, diouzh an tu all, en abeg m’o doa disfiz ar Republikaned evit ur soudard en doa ar vrud da vezan a-du gant mennozhiou Maurras . Koulskoude, De Gaulle, diskibl Peguy (levezonet gant ar sokialouriezh difennet gant Pierre Leroux ) ha Henri Bergson , a oa bet stummet gant ar c’horonal Mayer, ofiser a orin yuzev, dreyfusour ha tost d’ar sokialouriezh. Eveltan en doa darempredet ar c'hClub du Faubourg sokialour (Kent ar Brezel bed kentan en doa kemeret perzh, e Lille , e meetingou eus Jaures ) ha luskadou personelour ar bloavezhiou 30 (Esprit, ha kement zo.). Lakaet en doe e anv ivez en aozaduriou katolik eus an tu-kleiz : ar Sillon eus Marc Sangnier , ≪ les Amis de Sept  ≫, ≪les Amis de Temps Present  ≫, diagentour Temoignage chretien . A-du edo al luskadou-se a-hend-all gant Talbenn ar bobl ha gant emell Bro-C’hall evit difenn Eil Republik Spagn .

Leon Blum a ziskouezas e enebiezh vras ouzh mennozhiou ar c’horonal De Gaulle e tri fennad-skrid embannet gant Le Populaire , rak doujan a rae e vije implijet an arme-se a-enep ar bobl, an harzherien-labour peurgetket. Ha da dra, en ul lizher eus 1935 kaset da Baol Reynaud , De Gaulle ne argase ket an implij-se tamm ebet. An Action francaise a embannas sevel a-du gant ar pezh a oa skrivet el levriou embannet gant De Gaulle [8] .

Eil brezel bed [ kemman | kemman ar vammenn ]

Charles De Gaulle en e zilhad milourel.

Pa darzhas a, Eil Brezel Bed , Charles De Gaulle a oa koronal atav (memes ma hanval bezan war-nes dont da vezan brigadennour ), komandant ar 507 vet rejimant tankou emgann (RCC), e Metz . E miz Genver 1940 e kasas da bevar-ugent den, en o zouez Leon Blum ha Paul Reynaud , d'ar jeneral Gamelin ha d'ar jeneral Weygand , ur c'hounskrid diazezet war ar brezel e Polonia . An destenn-se, anvet L'Avenement de la force mecanique , a boueze war an ezhomm da lakaat an tankou hag ar c'hirri-nij da labourat a-gevret.

Tri devezh goude argadenn an Alamaned, d'an 10 a viz Mae 1940 , a zeuas a-benn da doullan buan an talbenn gall, e rajod da c'houzout da De Gaulle en doa divizet renerien an arme fizian ennan ar 4 DCR , an hini galloudusan eus unveziou hobrejonet bras an arme c'hall (enni 364 karbed hobrejonet [9] ). Kemer a reas he fenn evit gwir d'an 11 a viz Mae hepken. D'ar 15 a viz Mae e oa roet dezhan an urzh da zalean an enebour e bro Laon da c'hounit amzer evit lakaat e plas ar 6 vet arme karget da stankan hent Pariz . War sevel edo e rann-arme hobrejonet c'hoazh, e unveziou n'o doa ket stourmet asambles biskoazh. Kas a reas koulskoude un enepargadenn ganti etrezek Montcornet , e biz Laon , unan eus ar re nemeti a zeuas a-benn da lakaat an Alamaned da gilan. Pa welas edo an arme c'hall war-nes bezan koll, ar siviled hag ar soudarded hep armou war an hentou, e-doug devezh ar 16 a viz Mae, e tisklerias ≪ ce qu'[il] a pu faire, par la suite, c'est ce jour-la qu'[il] l'a resolu. ≫ [10] . De Gaulle n'en doa resevet ken ul lodenn eus unveziou ar 4 DCR, met argadin a reas ur wezh kentan gant 80 tank da glask troc'han linennou kehentin ar rannou-arme hobrejonet alaman d'ar 17 a viz Mae. Goude bezan tizhet e baliou, en o zouez ker Moncornet, ar 4 DCR, dre ma ne voe ket harpet gant unveziou all, a rankas kilan dirak an enebourien.

Pa zegouezhas an unveziou all eus ar 4 DCR, un argadenn nevez a oa kaset gant 150 tank. Goude bezan tizhet he faliou kentan e oa harzet gant tagadennou ar c'hirri-nij hag ar c'hanolierezh alaman.

D'an 28 a viz Mae, De Gaulle a oa brigadennour amzeriat abaoe pevar devezh. Goude 200 km hent, noazhus-kenan d'ar c'harbedou, ar 4 DCR a dagas an enebour dre ziv wezh a-benn distrujan ur "godell" kemeret kant an enebourien e su ar Somme , e-kichen Abbeville . Berzh a reas : en tu all da 400 prizoniad voe serret ha distrujet e voe ar godell, war-bouez Abbeville abalamour ma oa niverusoc'h soudarded ha kanoliou an Alamaned. Ar re-man avat ne c'halljont treuzin ar Somme nemet diwezhatoc'h e norzh Abbeville. Eil argadenn ar 4 DCR avat ne zeuas ket a-benn da gemer ar ger-se en-dro.

D'ar 6 a viz Even 1940 , Charles De Gaulle a voe galvet diwar dizh e Pariz gant Paul Reynaud , prezidant ar c'huzul, da gemer ur garg en e c'houarnamant , hini issekretour Stad evit ar brezel hag an difenn broadel .

Charles De Gaulle a zeuas neuze er-maez eus urzhaz an arme. E gefridi oa kenurzhian ar strivou gant ar Rouantelezh-Unanet da zerc'hel gant ar stourm. D'an 9 a viz Even e klaskas en aner lakaat Winston Churchill da lakaat muioc'h a nerzhiou, ha kirri-nij ivez, en emgann. D'an 10 a viz Even, De Gaulle a guitaas Pariz , diskleriet ker zigor, evit Orleans, Briare ha Tours. Kaset e gefridi da Londrez , d'ar 16 a viz Even, e kasas dre bellgomz an notenn Anglo-French Unity eus Jean Monnet da Paul Reynaud . Distroet ar memes devezh e Bourdel e klevas en doa roet Paul Reynaud e zilez a brezidant ar c'huzul, e oa bet kemeret lec'h hennezh gant ar marichal Petain hag e oa bet goulennet an arsav-brezel. Koll a reas ar brigadennour De Gaulle eta e lec'h er gouarnamant.

Galv an 18 a viz Even 1940 [ kemman | kemman ar vammenn ]

Skritellig peget en holl ger Londrez, ha mesket alies gant ar galv, ar pezh a zisplije kenan da De Gaulle.

D'an 18 a viz Even 1940, De Gaulle a gomzas d'ar C'hallaoued war Radio Londrez ar BBC . An deiz-se e c'halvas anezho da ≪ harzan ≫ eus e harlu e Bro-Saoz . Klask a reas ar c'habinet breizhveuriat miret outan, met harpet e oa gant Winston Churchill [11] . Er Frans , Galv an 18 a viz Even a c'halle bezan klevet da 7 eur noz, met klevet e voe gant nebeut kenan a dud. Dibaoe an deiz-se ez eo chomet an destenn-se unan eus ar re vrudetan eus istor Bro-C'hall avat. Ne voe ket enrollet ar galv-se hag ez eo enrolladenn an 22 a viz Even 1940 a vez kinniget evel Galv an 18 a viz Even e gwirionez.

Da gentan, gouarnamant Breizh-Veur en doa kinniget da vinistr gall an Diabarzh Georges Mandel da dremen er Rouantelezh-Unanet ha da skignan ur galv e-unan. Mandel a veze gwelet evel un den-a-stad bet kemennet gantan meur a wezh ouzh gourdrouz an III e Reich. Nac'han a reas koulskoude kuitaat Bro-C'hall kuit ma vefe tu da gaout abeg ennan ha da damall outan bezan un dezertour, ar pezh a vije bet graet diouzhtu gant e enebourien ( yuzev e oa).

Gouzout a reer breman en doa breutaet kuzul ar vinistred saoz a-hed an 18 a viz Even diwar-benn testenn De Gaulle. Ar vunichouien gozh, a-drenv ministr an Aferiou Estren, lord Halifax , a felle dezho c'hoazh tremen diouzh gouarnamant Petain ha gortoz da welet m'edo o vont da sinan da vat an arsav-brezel . Winston Churchill, tuet abaoe pell da vezan start a-enep Hitler ha da genderc'hel gant ar stourm, a zleas lakaat e bouez er valans. Gallout a reas De Gaulle distagan e brezegenn a-benn ar fin met rankout a reas asantin da chench an div linenn gentan [12] a-benn ma ne vefe ket ken garv evit ar gouarnamant gall. Ar c'hemm-se hag a chomas kuzh e-pad pell a zianadas en destenn roet d'ar c'hazetennou, ha goude e-barzh envorennou De Gaulle.

Frans dieub [ kemman | kemman ar vammenn ]

De Gaulle ha ar gouarnour-jeneral Felix Eboue e Tchad war-dro fin 1940.
Plakenn ar 4 Carlton Gardens, sez an FFL e Londrez adalek an 22 a viz Gouere 1940 betek 1943, pa reas Charles De Gaulle e annez en Aljeria .

E Londrez , De Gaulle a savas hag a renas ar Forces francaises libres . Ar pal ne oa ket sevel ul lejion tud a-du da zerc'hel gant ar stourm ha da harpan impalaeriezh Breizh-veur. Kaoz oa adc'hounit plas Frans e-barzh ar jeu a-enep Alamagn, oc'h aozan un arme hag un enep-Stad en dije holl berzhiou ar riegezh, hag a c'hounezfe un diazez fetis o lakaat diouzh e du tiriadou gall an impalaeriezh trevadennel, a vefe sichenn ar stourm hag an trec'h.

Adalek derou an hanv 1940, diwar hogozik netra ha sikouret gant un nebeud tud a-du gantan, Bretoned dreist-holl ( Rene Pleven , Jean Marin , Jean Oberle ...) De Gaulle a lakas war sav diazez ur morlu ( FNFL ), un nijerezh ( FAFL ), hag eus un arme douar ( FFL ), ur servij titourin (ar BCRA renet gant ar c'horonal Passy , a voe oberiant buan e Bro-C'hall). Ar Graoz Loren kinniget gant an amiral Muselier [13] , [14] , [15] , a zeuas da vezan e arouez. Ar gwirour Rene Cassin a rae war dro statudou ar Frans Dieub hag he darempredou gant ar gouarnamant saoz. Diazezet e voe buan ur bank, ur gazetenn ofisiel hag arouezennou-enor - krouet e voe an Ordre de la Liberation gant De Gaulle e Brazzaville kerkent ha miz Here 1940 evit enorin e "gompagnuned". Poellgoriou "Gallaoued dieub" a voe savet er bed a-bezh evit klask da lakaat ar C'hallaoued en estrenvro hag ar gouarnamantou da sevel a-du gant De Gaulle.

Fin ar brezel ha distro da Vro-C'hall [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pa tistroas De Gaulle da Vro-C'hall goude Dilestradeg Normandi e reas e seizh posubl evit nullan an AMGOT , ar gouarnamant milourel lakaet gant ar Gevrididi er vroiou trec'het.

Da genderc'hel

≪ Treuzadenn ar gouelec'h ≫ [ kemman | kemman ar vammenn ]

Prezidant ar Vvet Republik c'hall [ kemman | kemman ar vammenn ]

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Oberennou Charles De Gaulle [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Une mauvaise rencontre Imp. de Montligeon, 1906 (skrivet da 15 vloaz)
  • La Congregation, Hors de France Revue du college d'Antoing (n° 6) 1908
  • Carnet de campagne d'un officier francais Revue de Paris (n° 6) 1920
  • La Discorde chez l'ennemi Berger-Levrault 1924
  • ≪ Le Flambeau ≫ (1 an hag eil lodenn) Revue militaire (n° 69 et 70) 1927
  • La Defaite, question morale 1927-1928
  • ≪ Philosophie du recrutement ≫ Revue de l'Infanterie (n° 439) 1929
  • La Condition des cadres dans l'armee 1930-1931
  • Histoire des troupes du Levant Imp. nationale 1931, kenlabour gant ar c'homandant Yvon hag ar c'horonal de Mierry.
  • Le fil de l'epee Berger-Levrault 1932
  • ≪ Combats du Temps de paix ≫ Revue de l'Infanterie (n° 476) 1932
  • ≪ Pour une politique de defense nationale ≫ Revue Bleue (n° 3) 1933
  • ≪ Le soldat de l'Antiquite ≫ Revue de l'Infanterie 1933
  • ≪ Forgeons une armee de metiers ≫ Revue des Vivants 1934
  • Vers l'armee de metier Berger-Levrault 1934
  • ≪ Le probleme belge ≫ Revue Defense Nationale 1936
  • La France et son Armee Plon 1938
  • Trois etudes Berger-Levrault 1945
  • Memoires de guerre
    • Levrenn I - L'Appel, 1940-1942 Plon 1954
    • Levrenn II - L'Unite, 1942-1944 Plon 1956
    • Levrenn III - Le Salut, 1944-1946 Plon 1959
  • Memoires d'espoir
    • Levrenn I - Le Renouveau, 1958-1962 Plon 1970
    • Levrenn II - L'effort, 1962... Plon 1971
  • Discours et Messages
    • Levrenn I - Pendant la Guerre, 1940-1946 Plon 1970
    • Levrenn II - Dans l'attente, 1946-1958 Plon 1970
    • Levrenn III - Avec le Renouveau, 1958-1962 Plon 1970
    • Levrenn IV - Pour l'Effort, 1962-1965 Plon 1970
    • Levrenn V - Vers le Terme, 1966-1969 Plon 1970
  • Lettres, Notes et Carnets
    • Levrenn 1 - 1905-1918 Plon 1980
    • Levrenn 2 - 1919-Juin 1940 Plon 1980
    • Levrenn 3 - Juin 1940-Juillet 1941 Plon 1981
    • Levrenn 4 - Juillet 1941-Mai 1943 Plon 1982
    • Levrenn 5 - Juin 1943-Mai 1945 Plon 1983
    • Levrenn 6 - Mai 1945-Juin 1951 Plon 1984
    • Levrenn 7 - Juin 1951-Mai 1958 Plon 1985
    • Levrenn 8 - Juin 1958-Decembre 1960 Plon 1985
    • Levrenn 9 - Janvier 1961-Decembre 1963 Plon 1986
    • Levrenn 10 - Janvier 1964-Juin 1966 Plon 1986
    • Levrenn 11 - Juillet 1966-Avril 1969 Plon 1987
    • Levrenn 12 - Mai 1969-Novembre 1970 Plon 1988
    • Levrenn 13 - Complements de 1924 a 1970 Plon 1997

Oberennou gouestlet da Charles De Gaulle [ kemman | kemman ar vammenn ]

An den [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Charles Moraze : Le general de Gaulle et la Republique , Ed.: Flammarion, 1993, coll.: Vieux Fonds Fic, ISBN 2-08-060559-3
  • Henri de Kerillis , De Gaulle dictateur. Une grande mystification de l'histoire , Montreal, Beauchemin, 1945.
  • Alain de Boissieu  : Pour Combattre avec de Gaulle (1940-1945) et Pour servir le General (1946-1970) .
  • Anne et Pierre Rouanet, Les Trois derniers chagrins du general de Gaulle , Paris, Grasset. 480 p., 1980.
  • Jean-Francois Revel , Le Style du General , embannadur Complexe, 1988
  • Jean Lacouture , De Gaulle , Paris, Editions du Seuil (3 volumes) : 1 ? Le Rebelle ( 1890 - 1944 ), 2 ? Le Politique (1944-1959), 3 ? Le Souverain ( 1959 - 1970 ), 1984 , 1985 et 1986 . Pariz, ≪ Points Histoire ≫, 1990
  • Odile Rudelle, De Gaulle pour memoire , Editions Gallimard , 1991
  • Paul-Marie de La Gorce , De Gaulle , Editions Perrin , 2000
  • Eric Roussel , De Gaulle (2 tomes : 1890 - 1945 et 1946 - 1970 ), Editions Gallimard et Tempus , 2002
  • Max Gallo , De Gaulle (4 tomes : L'Appel du Destin (1890-1940) , La Solitude du Combattant (1940-1946) , Le Premier des Francais (1946-1962) et La Statue du Commandeur (1963-1970) ), Editions Robert Laffont ha Pocket , 1998 (brudidigezh)
  • Paul-Marie Couteaux , Le genie de la France. Levrenn I : De Gaulle philosophe , Paris, Embannadur Jean-Claude Lattes. 323 p., 2002.
  • Philippe de Gaulle , De Gaulle, mon Pere. Entretiens avec Michel Tauriac , Paris, Plon 2003.
  • Dominique Venner , De Gaulle, la grandeur et le neant , Monaco, Editions du Rocher. 300 p., 2004.
  • Julian Jackson, De Gaulle. Au-dela de la legende , embannadur Alvik, 2004
  • Guy Forzy, Ca aussi, c'etait De Gaulle , Dualpha, 2004
  • Henri-Christian Giraud (dir.), Replique a l'amiral de Gaulle , Monaco, embannadur du Rocher, coll. ≪ Documents ≫, 2004
  • Henri Guillemin, le General clair obscur . ? Paris : Le Seuil.
  • Alain Larcan, De Gaulle : le soldat ecrivain . ? Paris : Textuel, coll. ≪ Passion ≫, 2005. ? 191 p., 29 cm. ? ISBN 2-84597-115-X .
  • Guillaume Piketty, Dictionnaire de Gaulle , Robert Laffont 2006.
  • Philippe de Gaulle Michel Tauriac, Mon pere en images , Michel Lafon 2006 (ouvrage de photos inedites).

Ar politikerezh [ kemman | kemman ar vammenn ]

Levriou hollek [ kemman | kemman ar vammenn ]
  • Maurice Agulhon, De Gaulle. Histoire, symbole, mythe , Pariz , Plon , 2000
  • Serge Berstein, Histoire du gaullisme , Pariz, Editions Remi Perrin, 2001
  • Rene Remond , Les Droites en France , Aubier editeur, 1982
  • Henry Rousso, Le Syndrome de Vichy , Editions du Seuil , 1990
Studiadennou dre dachenn [ kemman | kemman ar vammenn ]
  • Francois Audigier, Histoire du S.A.C. La part d'ombre du gaullisme , Editions Stock , 2003 .
  • Vincent Jauvert, L'Amerique contre De Gaulle , Pariz , Seuil , 2000 .
  • Pierre Quatrepoint, L'aveuglement, De Gaulle face a l'Indochine , Editions Remi Perrin, 2003 .
Ar Rezistans [ kemman | kemman ar vammenn ]
  • Robert Belot, ≪  La Resistance sans de Gaulle  ≫, embannadur Fayard, 2006.
  • Jean-Louis Cremieux-Brilhac, ≪  La France libre  ≫, Paris, Editions Gallimard , 1996.
  • Yves Maxime Danan, ≪  La vie politique a Alger de 1940 a 1944  ≫, Pariz, Librairie generale de Droit et de Jurisprudence, 1963.
  • Francois Kersaudy , ≪  De Gaulle et Churchill , la mesentente cordiale  ≫, Paris, Editions Perrin, 2003, ISBN 2-262-02019-1 .
  • Francois Kersaudy, ≪  De Gaulle et Roosevelt  : le duel au sommet  ≫, Editions Remi Perrin, 2004.
De Gaulle a-enep ar IV Republik [ kemman | kemman ar vammenn ]
  • Fondation Charles-de-Gaulle et universite Michel-de-Montaigne-Bordeaux-III, De Gaulle et le RPF , embannadur Armand Colin, 1998
  • Jean Charlot, Le Gaullisme d'opposition. 1946- 1958 , Editions Fayard , 1983
  • Frederic Turpin, De Gaulle, les gaullistes et l'Indochine , embannadur Les Indes savantes, 2005
Brezel Aljeria [ kemman | kemman ar vammenn ]
  • Pierre Abramovici et Gabriel Peries, ≪  La Grande Manipulation  ≫, Editions Hachette, 2006.
  • Georges-Marc Benamou , ≪  Un mensonge francais  ≫, Editions Robert Laffont , 2003.
  • Jean-Paul Brunet, ≪  Charonne. Lumieres sur une tragedie ≫, Editions Flammarion , 2003.
  • Alain Dewerpe, ≪  Charonne, 8 fevrier 1962 . Anthropologie historique d'un massacre d'Etat  ≫, Editions Gallimard , coll. ≪ Folio ≫-histoire, 2006.
  • Mohamed Harbi ha Benjamin Stora (dir.), ≪  La Guerre d'Algerie  ≫, Editions Robert Laffont , 2004, (adembannadur Hachette, ≪ Pluriel ≫-histoire, 2005).
  • Irwin Wall, Les Etats-Unis et la guerre d'Algerie , Editions Soleb [1] , 2006 sur Amazon
An distro d’ar galloud e 1958 [ kemman | kemman ar vammenn ]
Ar brezidantelezh [ kemman | kemman ar vammenn ]
  • Serge Berstein, La France de l'expansion , t.1 La Republique gaullienne (1958-1969) , embannadur Seuil, coll. Points Histoire, 1989
  • Jean Charlot, Le Phenomene gaulliste , embannadur Fayard, 1970
  • Jean Clementin, L'Affaire Fomasi , embannadur Grasset, 1969
  • Jean Cosson, Les Industriels de la fraude fiscale , embannadur Jean de Bonnot, 1986
  • Francois Mitterrand , Le Coup d'Etat permanent , embannadur Plon, 1964, adembannadur Julliard, 1984, et 10/18, 1993
  • Pierre Pean , Affaires africaines , Paris, embannadur Fayard, 1983 ; L'Homme de l'ombre. Elements d'enquete sur Jacques Foccart, l'homme le plus mysterieux et le plus puissant de la V Republique , embannadur Fayard, 1990
  • Pierre Viansson-Ponte, Histoire de la Republique gaullienne , embannadur Hachette, ≪ Pluriel ≫, deux vol., 1994 [1 re ed., 1970]

Testeniou hag envorennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Fondation Charles de Gaulle, Avec De Gaulle : temoignages. Levrenn 2, Le temps du rassemblement, 1946-1958 , Paris, Nouveau monde ed., 2005. 502 p., 23 cm. ISBN 2-84736-053-0 .
  • Lucien Bitterlin, Nous etions tous des terroristes , Paris, embannaduriou Temoignage chretien, 1983
  • Jacques Foccart , Journal de l'Elysee , Paris, embannaduriou Fayard/Jeune Afrique, tomes 1 ( Tous les soirs avec de Gaulle. 1965-1967 , 1997) et 2 ( Le General en mai. 1967-1968 , 1998)
  • Claude Guy, En ecoutant de Gaulle. Journal. 1946-1949 , Paris, embannaduriou Grasset, 1996
  • Constantin Melnik , Mille jours a Matignon. Raisons d'Etat sous de Gaulle. Guerre d'Algerie, 1959-1962 , embannaduriou Grasset, 1988 ; La mort etait leur mission , Paris, embannaduriou Plon, 1996 ; Politiquement incorrect , embannaduriou Plon, 1999
  • Jules Moch, Rencontres avec Charles de Gaulle , embannaduriou Plon, 1971
  • Alain Peyrefitte , C'etait de Gaulle , Paris, embannaduriou Gallimard, ≪ Quarto ≫, 2002
  • Jean Pierre-Bloch, De Gaulle ou le temps des meprises , Paris, embannaduriou La Table ronde, 1969

Pladennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Charles de Gaulle, Discours historiques 1940-1969 (pladenn 33 zro)

Bannou-treset [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. De Gaulle gant un D bras hervez doare-skrivan ar familh. Ar ger-mell strizh flamanek eo, ha n'eo ket un rannig anv noblans.
  2. Max Gallo , De Gaulle , levrenn gentan : L'appel du destin , III, 10
  3. Testeni Samson Delpech, embannet e Sud-Ouest Dimanche d’ar 16 a viz Ebrel 1961 ha d’an 29 a viz Meurzh 1966 .
  4. Testeni ar jeneral Perre d’an 11 a viz Even 1966, adkemeret gant ar c’hazetennou en estrenvro. En desped d’ar pezh a c’houlenne ar C’haolisted, an Elysee ne zislavaras ket ar c’homzou-se.
  5. ≪ Et au milieu de tout cela, d'innombrables […] detestes a mort de toutes les classes de la societe, tous enrichis par la guerre dont ils ont profite sur le dos des Russes, des boches et des Polonais, et assez disposes a une revolution sociale ou ils recueillaient beaucoup d'argent en echange de quelques mauvais coups. ≫ Lettres, notes et carnets , embannadur Plon, 1980, levrenn 2, p. 28. an anv a zeu goude innombrables a oa tennet gant an embanner.
  6. Eugen Weber, L'Action francaise , embannadur Hachette, 1990, p. 297, notenn e
  7. Eric Roussel, Charles de Gaulle , embannaduriou Gallimard, 2002, p. 44
  8. Robert Frank, ≪ Le Front populaire a-t-il perdu la guerre ? ≫, e Michel Winock (rener), Les Annees trente. De la crise a la guerre , embannaduriou ar Seuil, ≪ Points ≫-histoire, pp. 107/109
  9. Situation des troupes francaises au 10 mai 1940
  10. ≪ Alors, au spectacle de ce peuple eperdu et de cette deroute militaire, au recit de cette insolence militaire de l'adversaire, je me sens souleve d'une fureur sans bornes. Ah ! C'est trop bete ! La guerre commence infiniment mal. Il faut donc qu'elle continue. Il y a, pour cela, de l'espace dans le monde. Si je vis, je me battrai, ou qu'il faudra, tant qu'il faudra, jusqu'a ce que l'ennemi soit defait et lavee la tache nationale. Ce que j'ai pu faire, par la suite, c'est ce jour-la [16 mai] que je l'ai resolu. ≫ in Memoires de guerre , levrenn I L'Appel , Charles de Gaulle, ti-embann Bibliotheque de la Pleiade , 1956, p35-36
  11. in Memoires de guerre , levrenn I L'Appel , Charles de Gaulle, embannaduriou Bibliotheque de la Pleiade , 1956, p 73.
  12. Jean-Louis Cremieux-Brilhac , La France libre , Gallimard , 1996, p.49-50
  13. ≪ Les origines des FNFL ≫ , par l’amiral Thierry d’Argenlieu, tire du n° 29 de la Revue de la France libre de juin 1950, p. 17-20.
  14. Le general de Gaulle ne retiendra que le nom de Thierry d'Argenlieu dans ses memoires. Le texte exact de L'appel de De Gaulle est :   (Charles de Gaulle, Memoires de guerre, L'appel (1940-1942), chap. ≪ La France libre ≫, Plon, 1954, ( ISBN 978-2-266-09526-6 ) , (repris par edit. Pocket, p. 99).
  15. ≪ Sous le signe de la Croix de Lorraine ≫, article publie par France d'abord , journal brazzavillois dans le n° 18 du mercredi 5 novembre 1941 , p. 11-13, reproduisant, comme indique en en-tete, ≪ des extraits d'une conference faite dernierement a Londres par l'amiral Muselier ≫. L'amiral explique, paragraphes 4 a 6 de l'article, p. 11 ≪ Des le debut, il m'a paru necessaire de differencier de facon apparente, les batiments de guerre de la France libre et ceux restes fideles au gouvernement du Marechal Petain.
    Un de mes premiers ordres ? du 2 juillet , si j'ai bonne memoire ? precisa que les batiments des Forces Navales Francaises libres porteraient a la poupe les couleurs nationales francaises et a la proue un pavillon carre bleu, orne d'une Croix de Lorraine rouge. Et ce fut (sic) l'origine de l'insigne du Mouvement de la France libre.
    Pourquoi j'ai choisi la Croix de Lorraine? Parce qu'il fallait un embleme en opposition a la Croix Gammee et parce que j'ai voulu penser a mon pere qui etait Lorrain. ≫

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]