Bundestag

Eus Wikipedia
Bundestag
Bundestag, 23. Mai 2002

Izili ar Bundestag (23 a viz Mae 2002)

Dasparzh (disoc'hou dilennadegou 2021)
Strollad Sezou Dregantad
206 25,7 %

118 14,8 %

92 11,5 %

197 24,1 %

79 10,3 %

39 4,9 %

Ar Bundestag alaman (alamaneg : Deutscher Bundestag ) eo parlamant Republik Kevreadel Alamagn ma kaver dileuridi dilennet gant holl bobl Alamagn . Dre lezenn-diazez 1949 en deus kemeret plas ar Reichstag . Abaoe 1999 e vez bodet izili ar Bundestag e Berlin , er Reichstag , ur savadur bet renevesaet gant Norman Foster .

Perzh ar Bundestag er vuhez politikel:

  • Kenlabour a zo gant ar Bundesrat a-benn lakaat degemer lezennou a dalvez er c'hevredad a-bezh, hag ivez degas kemmou d'al lezenn-diazez. Gant ar Bundestag e vez peurwiriekaet ar feuriou-emglev etrebroadel ha votet budjed ar c'hevredad ivez.
  • Dilenn a ra ivez ar c'hanseller ha kemer a ra perzh e dilenn ar prezidant ha dilenn barnerien ar c'hevread.
  • Sellout a ra pizh ouzh ar pezh a ra ar gouarnamant hag ouzh ar pezh a ra an arme ( Bundeswehr ).

Mont en-dro [ kemman | kemman ar vammenn ]

Pevar bloaz e pad amzeriad izili ar Bundestag a zo dilennet. Diazezet eo an dilennadegou war ur sistem ma vesker ar voterezh kenfeurel (an doare ma vez dasparzhet ar sezou) hag ar voterezh brasanniver (un hanter eus an dilennidi). 598 eo an niver diazez a zileuridi, met gant ar sistem dibabet e vez ouzhpennet re all ( Uberhangmandate ). Ar 20 vet Bundestag a zo bet lakaet da dalvezout d'an 26 a viz Gwengolo 2021 . Ennan ez eus 736 dileuriad, ha Barbel Bas ( SPD ) eo ar prezidant.

Prezidanted ar Bundestag abaoe 1949 [ kemman | kemman ar vammenn ]

Listenn an dilennadegou er Bundestag [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • 1949 : 1 an Bundestag
  • 1953 : Eil Bundestag
  • 1957 : 3 e Bundestag
  • 1961 : 4 e Bundestag
  • 1965 : 5 vet Bundestag
  • 1969 : 6 vet Bundestag
  • 1972 : 7 vet Bundestag
  • 1976 : 8 vet Bundestag
  • 1980 : 9 vet Bundestag
  • 1983 : 10 vet Bundestag
  • 1987 : 11 vet Bundestag
  • 1990 : 12 vet Bundestag
  • 1994 : 13 vet Bundestag
  • 1998 : 14 vet Bundestag
  • 2002 : 15 vet Bundestag
  • 2005 : 16 vet Bundestag
  • 2009 : 17 vet Bundestag
  • 2013 : 18 vet Bundestag
  • 2017 : 19 vet Bundestag
  • 2021 : 20 vet Bundestag

Aozadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

Er Reichstag , e miz Even 2005. E tu-dehou prezidant an emvod eman izili ar gouarnamant, hag en tu-kleiz eman izili ar Bundesrat

Strolladou pennan ar Bundestag eo ar strolladou-parlamant, anvet Fraktionen . Ganto eo e vez aozet al labour lezennin : labour-prientin er bodadou-labour, kinnigou lezennou ha gwellaennou [1] .

E kement strollad-parlamant a zo ez eus ur prezidant ( Fraktionsvorsitzender ), meur a vezprezidant hag ur bodad-ren a vez bodet ur wech ar sizhun. Doujet e vez ganto ouzh reolenn ar strollad ( Fraktionsdiziplin ). Er Bundestag e kaver ivez bodad ar re goshan ( Altestenrat ) hag ar præsidium. Er c'huzul e kaver izili ar præsidium ha 23 c'hoshan ar strolladou-parlamant. Er c'huzul e vez divizou etre strolladou politikel a-benn dilenn prezidanted ar bodadou-labour hag ar roll-labour. Savet e vez ur bodad-parlamant evit kement ministrerezh a zo (21 hiziv an deiz).

Bodadou-labour [ kemman | kemman ar vammenn ]

A-bouez bras eo al labour kaset gant ar bodadou labour : kregin a ra an divizou er Bundestag ur wech m'eo bet studiet pizh an traou enno. Enno ivez e vez roet ar gaoz d'an tu-enep. E-touez ar bodadou-labour-se e kaver an Untersuchungsausschuss (bodad-enklask) hag an Enquetekommission  : bodadou savet a-ratozh-kaer a-benn studian traou zo. Enno e kaver dilennidi hag arbennigourien diavaez.

Kambr izel pe parlamant ? [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar Reichstag , ma vez bodet ar Bundestag

En Alamagn e lavar tud zo n'eo ket ar Bundesrat ur parlamant peogwir ne gaver ennan nemet izili gouarnamantou al Lander. An dud-se a lavar neuze ez eo ar Bundestag parlamant nemetan Alamagn.

Divodan [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar Bundestag a c'hall bezan divodet gant prezidant Alamagn ( Bundesprasident ) ma :

  • n'eus dilennet kanseller ebet gant ar brasan niver a vouezhiou e penn-kentan an amzeriad pe goude marv pe zilez ar c'hanseller (mellad 63, rannbennad 4 al lezenn-diazez).
  • ne sav ket a-du ar Bundestag pa sav ar c'hanseller ur goulenn a fizians (mellad 68 rannbennad 1). Ar pezh a zo c'hoarvezet e 1972 (kanseller : Willy Brandt , prezidant : Gustav Heinemann ) hag e 1982 (kanseller : Helmut Kohl , prezidant : Karl Carstens ). En daou zegouezh-se e nac'has dilennidi ar Bundestag embann o fizians er c'hanseller goude m'en defe goulennet ganto en ober. Fellout a rae dezho ma vefe aozet dilennadegou all, ar pezh a a zegas kudennou a-fet gwir bonreizhel. Gant izili ar Bundesverfassungsgericht (kuzul ar vonreizh) eo bet chenchet an traou evit ma ne c'hoarvezfe ket mui (diviz ar 16 a viz C'hwevrer 1983).

D'an 22 a viz Mae 2005 e c'houlennas ar c'hanseller Gerhard Schroder kaout fizians izili ar Bundestag, peogwir e oa bet kollet an dilennadegou e Nordrhein-Westfalen gant SPD . D'ar 1an a viz Gouere 2005 e voe lakaet e gaou (fizians: 151; disfiz : 296; hep kemer perzh : 148). Goude-se e c'houlennas ar c'hanseller gant ar prezidant Horst Kohler ma vefe divodet ar Bundestag. D'an 21 a viz Gouere 2005 ec'h embannas ar prezidant e oa divodet ar Bundestag, ha lakaet e voe dilennadegou a-benn an 18 a viz Gwengolo 2005 . D'ar 25 a viz Eost 2005 e voe nac'het gant kuzul ar vonreizh erbedou tri strollad politikel bihan ha re daou zileuriad : Jelena Hoffmann (SPD) ha Werner Schulz ( Die Grunen ).

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Ur strollad ennan 5% eus dilennidi ar Bundestag a c'hall kinnig lezennou ivez.

Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .