Sozialdemokratische Partei Deutschlands

Eus Wikipedia
Logo SPD

Strollad sokial-demokrat Alamagn ( Sozialdemokratische Partei Deutschlands , SPD ) a zo unan eus strolladou politikel pennan Alamagn . Strollad politikel koshan Alamagn eo ivez hag an hini nemetan a oa anezhan en ur stumm damhenvel a-raok an Eil Brezel-Bed . Sez ar strollad a zo e Willy Brandt-Haus e Berlin .

Istor [ kemman | kemman ar vammenn ]

A-raok ar Republik [ kemman | kemman ar vammenn ]

Savet e voe e 1875 dindan anv anv SAP ( Sozialistische Arbeiterpartei , Strollad sokialour al labourerien) pa voe kendeuzet daou strollad all : ADAV ( Allgemeiner Deutscher Arbeiterverein , Kevredigezh alaman hollek al labourerien), savet e 1863 gant Ferdinand Lassalle ha SDAP ( Sozialdemokratische Arbeiterpartei , Strollad sokial-demokrat al labour) savet e 1869 gant August Bebel ha Wilhelm Liebknecht . Diwar 1871 e kemeras perzh ar sokialourien e kement votadeg a voe aozet er Reichstag . Daou zileuriad a dapjont kaout e 1871, betek dont da vezan strollad politikel pouezusan Alamagn e 1912 pa dapjont 34,8% eus ar mouezhiou ha 110 dileuriad. E 1890 e vo dibabet an anv SPD . Adal ar mare ma voe krouet SPD e voe tost ouzh ar sindikadou, ha mont a reas war gresk e levezon e-touez ar vicherourien. Etre 1878 ha 1890 e voe savet ar Sozialistengesetze (Lezennou ar sokialourien) gant gouarnamant Bismarck : berzet e voe SAP ha heskinet ar sokialourien-demokrat. Kenderc'hel a reas ar strollad dre guzh. Abaoe m'eo bet krouet SPD ez eus un dislavar ennan : ez-ofisiel ez eo a-gleiz da vat e brogramm, padal n'eo ket kement e zoare da ren. Er bloavezhiou 1890 e voe meur a ziviz ennan a-benn gouzout hag-en e oa dav aozan un dispac'h sokialour a-benn gwellaat stad ar vicherourien, pe hag-en e oa trawalc'h kas adreizhadennou da benn vat ( Revisionismusdebatte ).

D'ar 4 a viz Eost 1914 e votas a-du dilennidi SPD ar Reichstag gant an dispignou-brezel, ar pezh a zisplijas da veur a ezel eus ar strollad, dre ma sonje dezho e oa ur vot a yae a-enep pennaennou SPD. Stank e voe an izili a voe skarzhet ( Rosa Luxemburg , Karl Liebknecht , Hugo Haase , Karl Kautsky , Paul Levi , Otto Ruhle , Clara Zetkin ha re all), ha meur a strollad all a voe savet da-heul USPD ( Unabhangige SPD , SPD dizalc'h) hag ar C'hevread spartakour ( Spartakusbund ).

Da vare Republik Weimar [ kemman | kemman ar vammenn ]

Skitell SPD da vare dilennadegou 1919

E penn-kentan an dispac'h e voe unvanet SPD hag USPD, ha Friedrich Ebert , hag a oa e penn SPD, a voe lakaet da brezidant ar Republik. SPD a voe e-touez krouerien Republik Weimar e 1919 , asambles gant strolladou all evel DDP (strollad frankizour) hag ar Zentrum (strollad kristen). Goude c'hwitadenn an emglev-se e dilennadegou 1920 e voe dister perzh SPD er gouarnamantou. Krennet e voe ivez levezon SPD pa greskas KPD ( Kommunistische Partei Deutschlands Strollad komunour Alamagn). Ul lodenn eus izili tu-kleiz SPD a voe skarzhet e 1931 , ha gant an dud-se e voe krouet SAPD (Strollad Sokialour Labourerien Alamagn). Da vare dilennadegou 1933 e tapas kaout SPD 18,3 % eus ar mouezhiou, padal en doa tizhet 37,9 % e 1919 .

Da vare an Trede Reich [ kemman | kemman ar vammenn ]

D'an 23 a viz Meurzh 1933 e voe kannaded SPD er Reichstag (ar re a oa bet aotreet da vont e-barzh, ne gonter ket ar re o doa ranket tec'hout hag ar re a oa en toull-bac'h) ar re nemeto ne votjont ket evit ma vefe roet holl ar galloud da Hitler. Dileuridi KPD a oa toull-bac'het pe drouklazhet. Evel holl ar strolladou politikel all, war-bouez NSDAP , e voe berzet SPD e-pad an hanv 1933 . Ul lodenn vras eus e izili a voe bac'het pe kaset da gampou-bac'h. Adsavet e voe SPD e Praha , met skarzhet e voe e 1938 pa voe aloubet Tchekoslovakia goude emgleviou Munchen . Mont a rejont neuze da Frans , ha rankout a rejont tec'hout war-du ar Rouantelezh-Unanet pa voe aloubet Frans gant arme Alamagn.

Abaoe an Eil Brezel-Bed [ kemman | kemman ar vammenn ]

Goude ar brezel e voe adsavet SPD e kement tachenn aloubin a oa. En dachenn soviedel (hag a zeufe da vezan DDR) e kendeuzas gant KPD ha savet e voe neuze SED ( Sozialistische Einheitspartei Deutschlands , strollad sokialour unvan Alamagn). Ul lodenn vras eus izili tu sokial-demokrat ar strollad en DDR a voe heskinet gant gouarnamant DDR hag a oa dindan levezou politikerezh Stalin. Da-genver kendalc'h SPD e Bad Godesbger e 1959 e voe degaset kemmou da brogramm ar strollad, ha degemerete voe an armerzh marc'had gant SPD. E 1966 e kemeras perzh izili SPD en ur gouarnamant an unvaniezh, kaset gant ar c'hanseller Kurt Georg Kiesinger (CDU), hag enan izili eus CDU hag eus CSU . Goude dilennadeg ar gannaded e 1969 e chenchas an traou, hag e voe izili eus SPD ha re eus FDP er gouarnamant. Ar c'hanseller Willy Brandt (SPD) a glaskas gwellaat an darempredou etre Alamagn ha broiou bloc'had ar reter ( Ostpolitik ), ar pezh a zisplijas kalz d'ar virourien. War e lerc'h e teuas ar c'hanseller Helmut Schmidt a gasas ar gouarnamant betek 1982 , pa zivizas izili FDP chench tu. En tu-enep en em gavas neuze SPD. E 1983 e tapas kaout Die Grunen dileuridi er Bundestag evit ar wech kentan. Neuz e voe posupl krouin emgleviou e tu-kleiz ar c'hreiz ( Willy Brandt ).

Willy Brandt

E 1989 e voe krouet SDP ( Sozialdemokratische Partei , Strollad sokial-demokrat) en DDR , ha kendeuzin a reas gant SPD ur pennadig a-raok adunvanidigezh Alamagn. E 1998 e voe dilennet Gerhard Schroder da ganseller, a-drugarez d'un emglev SPD-Die Grunen. Oskar Lafontaine , hag en prezidant SPD, a voe laket da vinistr an armerzh. Met bec'h a savas etrezan ha Schroder a-fet politikerezh, hag e miz Meurzh 1999 e roas Lafontaine e zilez eus kement karg a oa bet fiziet ennan. Miz a-raok e oa bet kollet ar muianiver gant SPD er Bundesrat , neuze e rankas ar gouarnamant kavout emgleviou gant CDU.

Gerhard Schroder e 2005

E 2003 e voe embannet Agenda 2010 , ur programm ennan kinnigou kemmou frankizour, gant ar c'hanseller Gerhard Schroder. Reuz a voe e diabarzh SPD betek dibenn 2004 , fall e voe disoc'hou SPD en dilennaegou ha meur a ezel az eas kuit. Pa oa tost da 1 million a izili er bloavezhiou 1970 e oa nebeutoc'h evit 600.000 anezho e 2005.
Ar re ne savent ket a-du gant kinnigou Schroder a savas WASG da gentan, ha Die Linke goude-se. Daoust d'ar pezh a oa bet raktreset er sontaedgou ne voe ket re fall disoc'hou SPD da-genver dilennadegou 2005 . Ne zeuas ket a-benn CDU da gaout ar muianiver, hag izili SPD a asantas kemer perzh er gouarnamant kaset gant Angela Merkel (CDU).

Prezidanted SPD abaoe 1946 [ kemman | kemman ar vammenn ]

Franz Muntefering , prezidant SPD

Kansellerien SPD (goude an Eil Brezel-Bed) [ kemman | kemman ar vammenn ]

Prezidanted Alamagn bet ezel eus SPD [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ministred-prezidant SPD el Lander [ kemman | kemman ar vammenn ]

Komiser (Europa) [ kemman | kemman ar vammenn ]

Notennou [ kemman | kemman ar vammenn ]


Liamm diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]


Commons
Commons
Muioc'h a restrou diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons .

Porched Alamagn  ? Adkavit pennadou ha rummadou Wikipedia a denn da Alamagn.