Black Panther Party

Eus Wikipedia
Huey P. Newton .
Pennad keleier ma weler Kathleen Cleaver o komz en Hutton Memorial Park en Alameda County, California . Ma weler ur vanifestadeg studierien e-tal lez-varn Alameda County, en Oakland, California .Renerien ar Black Panther Party Huey P. Newton , Eldridge Cleaver , ha Bobby Seale a gomzas eus ur programm 10 poent ma c'houlennent digant ar velestradurezh : labour evit an holl, lojeiz dereat ha deskadurezh d'an holl, paouez gant feulster ar polis, lakaat fin d'a servi ar re zu en arme. Izili ar Black Panther Party members a gerzhe en o lifreou. Ar studierien a gerzhe, a gane, a strake o daouarn, hag a zouge panellou. Ar boliserien en o dilhad enepdispac'herien a gontrolle ar vanifesterien.

Ar Black Panther Party (Strollad ar Banterenn Zu), pe BPP , a veze graet anezhan Black Panther Party for Self-Defense e penn kentan, hag anavezet evel ar Black Panthers , a oa ur strollad politikel dispac'hel afroamerikan eus SUA , krouet en Oakland , e Kalifornia , e miz Here 1966 gant Huey P. Newton , Bobby Seale ha David Hilliard . Awenet e oant gant menoziou Malcolm X met tostoc'h e oant d'an tu-kleiz pellan hag ar varksouriezh , ha ne oa ket dedennet ar strollad gant ar relijion.

En e varr edo ar Black Panther Party e 1970, 68 burev en devoa e ker, ha milierou a izili. Goustadik e oa kroget da vont da get memestra en dek bloavezh da-heul. Da gentan e oa bet kroget pennou bras ar strollad da vezan louzet gant ar mediaiou brasniver, goude-se e oa aet da get, koulz lavarout, harp an dud. A-benn ar fin e oa en em gavet e unan ar strollad hep harp. Savet e oa bet cheu e-touez pennou ar strollad, awenet dreist-holl gant an oberiadur polis COINTELPRO , aozet gant an FBI . Spurjet e oa bet izili ha lod all e oa bet dic'hoanaget. Da get ez eas ar strollad abalamour d'an disemgleviou diabarzh ha d'al labour graet gant ar FBI evit e zistrujan o plantan reuz ennan a-drugarez da ditourerien ha poliserien e-touesk ar Black Panthers.

New Black Panther Party [ kemman | kemman ar vammenn ]

Krouet eo bet e 1989 ur Black Panther Party nevez ( New Black Panther Party ), diwar Nation of Islam , dekvloaziadou war-lerc'h e oa aet ar strollad kentan da get. Neoazh e voe lavaret gant Black Panthers kozh n'en deus ar strollad-se netra da welout gant Black Panther Party orin. Oberiant e seblant bezan ar strollad nevez en Europa . Stellio Capo Chichi, graet anezhan Kemi Seba , eo da skouer e ≪ vinistr galleger ≫ e Frans.