Banniel
Danmark
, lesanvet
Dannebrog
, zo ruz gant ur
groaz
wenn ; div vrec'h ar groaz n'emaint ket e-kreiz met tostoc'h d'an tu diabarzh, ma vez staget ar banniel. Ur groaz evel-se a gaver ivez war bannielou ar stadou all zo e
Skandinavia
(
Sveden
,
Norvegia
,
Finland
hag
Island
) ha war bannielou broiou bihanoc'h (Inizi
Faero
, Inizi
Aland
...). En amzer ma oa unanet Danmark ha Norvegia (1536 ? 1814) e veze implijet an Dannebrog e Norvegia ivez. N'eo nemet e 1821 e voe degemeret ent-ofisiel
banniel Norvegia
.
Banniel Danmark eo ar c'hoshan banniel er bed zo implijet c'hoazh evit ur
stad
[1]
. Ar roudou koshan anezhan a gaver er
XIV
vet
kantved
. A-raok an amzer-se e veze implijet ur banniel warnan skeudenn ur
vran
e Danmark, evel e broiou all Skandinavia.
Hervez ur vojenn hollanavezet e Danmark, e vije kouezhet ar banniel-se eus an oabl e-pad
Emgann Lyndanisse
, anavezet ivez evel
Emgann Valdemar
. Eno e oa soudarded Danmark, renet gant o roue
Valdemar II
, oc'h en em gannan a-enep tud ar vro, e-kichen
Lyndanisse
(Tallinn) en
Estonia
, d'ar
15 a viz Mezheven
1219
. Kouezhet e vije ar banniel eus an nenv e-touez tud Danmark ha trec'h e vijent bet war o enebourien goude-se abalamour da se.
N'eus prouenn ebet eus kement-se avat hag ar skridou kentan diwar-benn ar vojenn-se a voe skrivet ouzhpenn 300 vloaz goude an emgann.
Sur a-walc'h e oa ar banniel-se un arouez kristen, evel ma veze implijet stank en amzeriou-se, dreist-holl e-pad
Brezeliou ar Groaz
.
- ↑
Bannielou Bro-Skos ha Katalonia zo koshoc'h war a seblant, met n'eo ket anavezet an div vro-se da stadou dizalc'h evit ar mare.