한국   대만   중국   일본 
Bakteri - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Bakteri

Eus Wikipedia
Bakteri
takson
Iskevrennad eus mikroorganeg   Kemmañ
Anv skiantel Bacteria   Kemmañ
Renk taksonomek Damani   Kemmañ
Takson uheloc'h Biota   Kemmañ
Taxonomic type Bacillus   Kemmañ
Deiziad kregin 3500 million years BCE   Kemmañ
Efed klenved infektus bakteriel , tanijenn skevent bakteriel   Kemmañ
Kod anvadurezh kod anvadurezh etrebroadel ar prokarioted   Kemmañ
URL LPSN https://lpsn.dsmz.de/domain/bacteria   Kemmañ
Anaouder WordLift http://data.wordlift.io/wl01714/entity/bacteria   Kemmañ
ID en Thesaurus NCI C14187   Kemmañ

Ar bakteri ( Bacteria ) zo bevedegou bev unkelligek prokariot , n'o deus ket a nukleus nag a organellou . Ar pep brasan eus ar bakteri o deus ur speurenn kellig glusidek , ar peptidoglikan . Un nebeud mikrometr hirder pe nebeutoc'h eo ar bakteri ha stummou dishenvel a c'hallont kaout : stumm ur sferenn ( klorenn ), ur stumm hir pe e stumm bazhouigou ( bazhell ), stumm ur gildroenn . Graet e vez bakteriologiezh eus studi ar bakteri, anezhi ur rann eus ar vikrobiologiezh .

Gallout a reer kavout bakteri e kement seurt metou zo war an Douar  : en douar, en dour dous pe sal pe meizh, en aer, en islonkou ar moriou, e pluskenn an Douar, war groc'hen hag e-barzh bouzellou ar vevien. Daou-ugent milion bakteri zo en ur gramm douar hag ur milion en ur mililitrad dour. Pemp gwezh 10 30 bakteri a vefe en holl er bed [1] . Ar bakteri o deus ur roll a-bouez bras e kelc'hiadou biogeokimiek evel kelc'hiad ar c'harbon hag evit stabilaat an azot an aergelc'h .

Evit pezh a sell ouzh Mab-Den, jedet eo bet e oa 10 12 bakterienn o vevan war kroc'hen pep den, 10 10 a vev er genou ha 10 14 er bouzellou, e doare ma'z eus dek gwezh muioc'h a gelligou bakteri evit a gelligou den e korf an dud [2] . Dinoazh pe mat evit ar c'horf eo ar pep brasan eus ar bakteri-se. Bout a ra koulskoude meur a spesad noazus a zegas kalz klenvedou evel ar c'holera , an naplez , ar vosenn , ar serk , an dorzhellegezh . Bakteri zo a c'hall degas kudennou analat pe dreizhan ha lod all a laka ar gouliou da viniman. Gallout a reer ober war-dro ar binimaduriou degaset gant ar bakteri a-drugarez d'an antibiotikou a harz outo da vevan. Ar penisilin da skouer a laka kenaoz speurenn ar c'helligou bakteri da baouez.

Talvoudus-kenan e c'hall bezan ar bakteri pa naetaer an douriou uzet, er gounezvouederezh , evit produin yaourt pe fourmaj da skouer, hag evit produerezh greantel ur bern kenaozadou kimiek.

Ment ha stumm [ kemman | kemman ar vammenn ]

Ar re vihanan eus ar boudou-bev eo ar bakteri : 10 gwech bihanoc'h eget ar c'helligou eukariotek e vezont hag o hirder a zo peurvuian etre 0.5 ha 5.0 mikrometr . Kalz brasoc'h e c'hell bezan un nebeud a spesadou : Thiomargarita namibiensis ha Epulopiscium fishelsoni a zo brasoc'h eget 0,5 milimetr [3] . Er genad Mycoplasma eman ar re bihanan, dezhe 0,3 mikrometr ar pezh a zo ken bihan hag ar viruz brasan [4] .

Meur a stumm o deus ar bakteri met anavezet a vez dreist-holl daou anezho : Reou a zo rontek, cocci ( sing . coccus, deus ar gresianek kokkos , greun, seed) pe stumm ur vazh bacilli ( sing . bacillus, eus al latin baculus , bazh).

kok tu kleiz, Spirillum er c'hreiz, bazhig tu dehou.

Framm o c'helligou [ kemman | kemman ar vammenn ]

Framm ur gellig vakteriel

Kelc'hiet eo kellig ar bakteriennou gant ur goc'henn blasmek , bez a c'hell bezan ur pare hag ur volc'henn tro-o-zro. N'o deus ket a organellou en o sitoplasm ha n'eo ket bevennet o danvez nukleikel. Kement-man a laka anezho da vezan diforc'hiet deus an eukarioted en anv prokarioted.


Dave [ kemman | kemman ar vammenn ]

  1. Whitman W, Coleman D, Wiebe W (1998). "Prokaryotes: the unseen majority". Proc Natl Acad Sci U S A 95 (12): 6578 ? 83.
  2. Textbook of Bacteriology : ar bakteri a gaver en dud
  3. Schulz H, Jorgensen B (2001). "Big bacteria". Annu Rev Microbiol 55 : 105?37. DOI : 10.1146/annurev.micro.55.1.105
  4. Robertson J, Gomersall M, Gill P. (1975). "Mycoplasma hominis: growth, reproduction, and isolation of small viable cells". J Bacteriol. 124 (2): 1007?18

Levrlennadur [ kemman | kemman ar vammenn ]

  • Madigan, M. T., Martinko, J. M. Brock Biology of Microorganisms, 11th Ed . Pearson Prentice Hall, Upper Saddle River, NJ, 2005.
  • Perry J., Staley J., Lory S. Microbiologie . Editions Dunod, 2004.
  • Prescott, L.M., Harley, J.P. Klein, D.A., Microbiologie 2 edition DeBoeck eds, 2003.
  • Singleton P. Bacteriologie : Pour la medecine, la biologie et les biotechnologies . Cours, 6 edition, Dunod, 2005.

Liammou diavaez [ kemman | kemman ar vammenn ]