Asteroidenn

Eus Wikipedia

Un asteroidenn zo ur c'horf-egor bihan. Reolennou resis zo da anvadur an asteroidennou .

Asteroidennou ha douargroazierou [ kemman | kemman ar vammenn ]

An asteroidenn (433) Eros .

Un asteroidenn zo un tamm roc'h, enni houarn pe nikel a-wechou, hag a vez o trein en-dro d'an Heol . Al lodenn vrasan eus an asteroidennou zo lec'hiet etre ar planedennou Meurzh ha Yaou war ur gouriz, an hini pennan. War ul ledander a 70 milion a gilometradou ez eus milionou anezho.
Mard emaint lec'hiet eno ez eo abaoe ganedigezh an Hollved , n'o deus ket gellet en em vodan e planedennou. Yaou eo a zalc'h anezho er gouriz-se, gant he nerzh e vez dihenchet reou a zo a gemm amestez .

Un nebeud anezho a c'hell kejan ouzh amestez an Douar da c'houde : douargroazierou a reer anezho neuze.
Tri rummad douargroazierou zo : ar re "Apollon", ar re "Amor" hag ar re "Aten" (diwar anv an asteroidenn vrudetan e pep strollad).
An holl asteroidennou, pe dost, zo bet renablet.

Ar risklou war an Douar [ kemman | kemman ar vammenn ]

An asteroidenn Keres
Luc'hskeudenn: pellseller egorel Hubble

Er mare-man ez eus war-dro 20 000 asteroidenn nepell diouzh an Douar, met bihan-tre eo ar riskl a genstok gant ar re vrasan anezho. Apofis (320 m a hirder) eo ar gudenn siriusan a zo bet kavet betek-henn, met n’eus nemet 1 riskl diwar 45 000 e kouezhfe, er bloavezh 2036. Bep bloaz e kouezh asteroidennou kalz bihanoc’h.
Ur wech an amzer ez eus re gant ur vent etre : e 1908 e kouezhas unan 50 m a hirder e Siberia ? ken krenv eo bet an darzhadenn ha mil gwech hini bombezenn Hiroshima , hag ur mil den bennak a voe lazhet. Mar bije c’hoarvezet teir eurvezh diwezhatoc'h e vije kouezhet war Voskov , a vije bet peurzistrujet.

Bep bloaz e vez reier bihanoc’h o tarzhan uhel en aergelc'h gant un nerzh kevatal da hini ur vombezenn derc'hanel.
An hini souezhusan a voe e 2002 a-us ar Mor Kreizdouar , etre Libia ha Kreta  : mar bije kouezhet teir eurvezh hanter kentoc'h e vije erruet er Stad Jammu ha Kachmir en India an Norzh , tost da Bakistan  ; marteze e vije bet loc'het ur brezel nukleel etre India ha Pakistan en abeg d'an darzhadenn-se, a vije bet komprenet evel un dagadenn.

Studiet eo bet gant an National Aeronautics and Space Administration ( NASA ) ar pezh a c’hoarvezje mar kouezhje un douargroazier brasoc’h eget 1 km a dreuzkiz : ker bras e vije an distruj ha miliadou a wechou distruj holl armou nukleel ar bed ; kas a raje milionou a donennadou douar en aergelc'h ; stanket e vije skinou an Heol e-pad bloavezhiou, ha loc'het ur ≪ goanvezh nukleel ≫. Da get ez aje an holl oberiou o deus ezhomm eus an Heol : al labour-douar, ar panellou-heol, al loened hag ar plant o kreskin, hag all. Kemmet e vije ul lodenn vras eus mont en-dro hor c'hevredigezh, ha dreist-holl e vefe un naonegezh planedennel degaset war an Douar. Diaes-tre e vije d'an denelezh en em voazan diouzh ken trumm ur c'hemm.

En em warezin, daou zoare [ kemman | kemman ar vammenn ]

E 1998 e c'hourc'hemennas ar C’hongres amerikan digant an NASA evezhian an asteroidennou brasoc’h eget 1 km o zreuzkiz. War-dro 1 200 anezho zo bet kavet, ha dister eo ar risklou ganto. Risklusoc'h eo ar re a zo bihanoc’h, rak kalz niverusoc'h int. Pep douargroazier etre 100 ha 1 000 m a dreuzkiz a c’hallje lazhan milionou a dud. Ouzh o listennan eman an NASA c'hoazh, met petra a c’hellfemp ober evit en em warezin ?

Diskoulman ar gudenn kent ma c’hoarvezfe [ kemman | kemman ar vammenn ]

Mar merzher bezans ar riskl un 20 pe 30 bloavezh en a-raok e c'haller raktresan un diskoulm : lakaat amestez an douargroazier da vrasaat pe da vihanaat evit ma ne gejfe ket ouzh an Douar. Tri raktres bras zo evit kement-se.

  • Ar gefridi B612, ijinet gant an Amerikaned Russel Schweickart hag Edward Tsang Lu.
Dre ma vefe dic'hallus kas ul lestr egor gant trawalc'h a drelosk evit mont en-dro e-pad degadou a vloavezhiou o deus bet ur mennozh all : staget e vefe un egorlestr emgefreek hag emren trelosket gant ur greizenn derc'hanel vihan. Eman an NASA o prientin an arc'hwelerezh-se evit kefridiou war Yaou . Prest e vefe ar gefridi B612 e-tro ar bloavezhiou 2015 (Da wirian) . Ar gudenn bennan eo penaos stagan an egorlestr ouzh an douargroazier, dreist-holl mar tro hennezh warnan e-unan.
  • Un doare all a zo bet kinniget gant Tsang Lu evit ma ne vefe kudenn ebet gant ar stagan.
Ret e vefe ober gant an dedennerezh kerc'hellel a zesachfe an asteroidenn. An egorlestr a vefe nepell diouzh an asteroidenn ha mont a rafe war-raok, an dedennerezh a rafe ar peurrest. Hervez e jedadennou ne vefe ket ezhomm eus ur greizenn derc'hanel, an dour-tan boas a vefe bastus.
  • An trede doare eo arveran bannou an Heol o skein war ur melezour hag ul ≪ lien heolel≫ 10 000 m² e c'horread.
Eman Alamaned an DLR ( Deutsche Zentrum fur Luft und Raumfahrt , "Kreizenn Alaman an Aer hag an Egor") o labourat war ar raktres-man. Kevatal da 10 g (98,0665 m/ s ²) e vefe ar c'hwimm, ha dibaouez a-hed kantvedou. Ur gudenn a chom : penaos fardan ul lien tanav ha skanv a-walc’h a c’hellfed dispakan en egor ? E 2006 e klaskas ur strollad Japaniz displegan ul lien 700 m² e c'horread en egor, hep berzh avat. An eil kudenn eo penaos stagan al lien-se ouzh an asteroidenn ?

Klemm a ra tud, abaoe 1994 , en abeg d'un danjer bras a c’hellfe bezan degaset gant an doareou-se. Ar steredoniour amerikan Carl Sagan , a grouas meizad ar ≪ goanvezh nukleel ≫, a zisplege ne rankfed ket ober war-dro an doareou da zihenchan en a-raok, met gortoz ar mare diwezhan. Sonjal a ra d’ar glemmerien e c'hallfed neuze dihenchan asteroidennou war-du an Douar, dre ma ouifemp ober ar c’hontrol. Kalz danjerusoc’h c’hoazh e c’hellfe bezan mar befe resis-tre an dihenchan. Un arm diharz e teufe da vezan evit ar broiou gouest d’ober kement-man.

Diskoulman ar gudenn war ar prim [ kemman | kemman ar vammenn ]

Er c’hontrol, mar dizolofemp bezans an danjer d'ar mare diwezhan pe mar befe dalc'het stad eus evezhiadenn Carl Sagan e chomfe un nebeud doareou war ar prim.

  • Ar raktres Icare , kinniget gant studierien ar Massachusetts Institute of Technology (MIT) er Stadou-Unanet e 1968 .
Lakaet e vije ur vombezenn derc'hanel da darzhan tost d'an douargroazier, a vije pellaet. Hiziv an deiz ez eo c’hoazh unan eus an diskoulmou gwellan a vije implijet evit gwarezin an Douar.
  • Gant ar gefridi Don Quijote , a voe kinniget e 2010 gant Europiz , e vo kaset div sonterez egor betek gorre un asteroidenn.
Ar sonterez kentan, 500 kg houarn hag 1 donennad dour-tan enni, a yaje da 35 000 km/h a-benn en asteroidenn. An eil sonterez a enrollje an darvoudenn hag a gasje an disoc’hou d’an Douar. Resisoc’h eo an doare-se eget an hini kentan. Henvel e chom ar bennaenn : pellaet e vije an asteroidenn.

Ur gudenn a vije marteze gant hent nevez an asteroidenn, a c’hellje kejan adarre ouzh hini an Douar un nebeud bloavezhiou diwezhatoc'h.
Un eil kudenn zo ivez : gant an taol e c’hellje ar roc’h en em rannan e lodennou bihanoc’h a vefe danjerusoc’h, ha dic'hallus e vije difoaran diouto-holl.
Ul lodenn vras eus ar steredoniourien a sonj e vije an doareou-se da vezan implijet d'ar mare diwezhan-holl hepken.

Pennad kar [ kemman | kemman ar vammenn ]