Afroamerikaned

Eus Wikipedia

An Afroamerikaned , pe ar re Zu amerikan , a reer eus ar Stadunaniz du o c'hroc'hen, diskennidi evit al lodenn vrasan anezho eus ar sklaved degaset eus Afrika issahara da Amerika etre 1619 ha 1810 . Un issevenadur dezho o-unan o deus krouet. 46 713 850 e oant e 2019 [1] .

Stourm politikel

Stourmet o deus an Afroamerikaned a-enep ar sklaverezh ha diforc'hidigezh ar gouennou en XIX vet hag XX vet kantved. Araokadennou a zo bet gant Trizekvet Enkemmad Bonreizh ar Stadou-Unanet e 1865 diwar-benn freuzidigezh ar sklaverezh, ar Pevarzekvet Enkemmad e 1868 diwar-benn ar geodedourelezh stadunanat, hag ar Pempzekvet Enkemmad e 1870 diwar-benn ar gwir mouezhian. Diaesoc'h eo bet lakaat anezho da dalvezout e Su ar vro avat, abalamour d'al Lezennou Jim Crow ha d'ar C'hu Klux Klan .

A-drugarez da luskad ar gwiriou keodedour, oberiant etre 1954 ha 1968 dreist-holl, ez eus bet votet lezennou kevreadel evit lakaat termen da hanbarzh ar gouennou er vro a-bezh. Adalek 2013 e stourm al luskad Black Lives Matter a-enep an diforc'hidigezh graet gant ar polis.

Tud afroamerikan brudet

Stourmerien politikel evit ar re Zu

Politikourien

Sinema

Sonerezh

Sportourien

Notennou ha daveou