한국   대만   중국   일본 
Kocheril Raman Narayanan - Wikipedia Mont d’an endalc’had

Kocheril Raman Narayanan

Eus Wikipedia

Kocheril Raman Narayanan ( malayalameg : ??????????? ?????? ?????????) zo ur politikour eus India , bet ganet d'ar 27 a viz Here 1920 e stad Kerala (aodou kornog India ) ha marv d'an 9 a viz Du 2005 e New Delhi . Prezidant India e oa bet etre 1997 ha 2002 . Prezidant kentan ar vro bet ganet e kasta ar re anstokadus eo.

En ur familh paour-kenan eo bet ganet : 2 vreur dezhan zo marv diwar an droug-skevent zoken (bep munutenn e varv un den diwarnan en India c'hoazh). Bet kaset gantan studiou war ar skiantou politikel er School of Economics e Londrez e labouras e Ministrerezh an Aferiou Diavaez. Tost-tre da Jawaharlal Nehru e oa. Postou pouezus zo bet gantan pa'z eo bet e penn kannati India e Beijing pe Washington .

N'eo nemet pa oa aet war e leve ma krogas d'ober politikerezh. Dre 3 gwezh abaoe 1984 e oa bet dilennet kannad war anv Strollad ar C'hendalc'h .

E-pad e brezidantelezh en deus bet bec'h gant broadelourien Hindoued Strollad Pobl India a oa e penn ar vro etre 1998 ha 2004 . Diouzh ar vonreizh ne oa ket kalz a c'halloud gant Narayanan avat ha chalet-bras e oa bet gant lazhadeg 2000 den (Muzulmaned al lod vrasan anezho) e stad Gujarat e 2002 . 3 bloaz goude bezan aet diwar e bost e anzavas e miz Meurzh 2005 e kave dezhan e oa bet blot a-walc'h pennou ar SPI da genver ar bec'h a oa savet etre ar c'humuniezhiou relijiel e Gujarat pa gave dezhan e vije ret bezan kaset di al Lu.